Ъ
Eizhvet lizherenn warn-ugent al lizherenneg kirillek eo Ъ, ъ (твёрдый знак, «sin kalet» e ruseg pe ер голям «yer bras» e bulgareg) hervez urzh al lizherenneg rusek.
Gwechall e veze implijet evit skrivañ ur son tost da schwa (<ŭ>) disheñvel diouzh hini al lizherenn ь pe “sin blot” (<ĭ>). Bremañ avat e talvez da verkañ ar palatzadur er yezhoù slavek dre vras, nemet e bulgareg ma kendalc'h da vezañ implijet evit skrivañ ur vogalenn greiz (/ɤ/ pe /ə/).
Ne vez ket implijet nag e serbeg nag e makedoneg met gwelet e vez ar roudoù bet laosket war he lerc'h e stumm al lizherennoù palatized њ ha љ.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |