Ѵ (lizherenn)
(Adkaset eus Ѷ (lizherenn))
Ul lizherenn eus al lizherenneg hengirillek e oa Ѵ, ѵ (izhitsa pe ijitsa). Ne vez ken implijet ken al lizherenn gozh-mañ, aet da get penn-da-benn tro-dro da 1918 daoust ma ma oa bet implijet nebeutoc'h nebeutañ abaoe ar XIXvet Kantved.
Sañset e oa da vezañ distaget [y] (u hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg), met buan-tre e teuas da vezañ distaget [i] dres evel al lizherenn И ha kemeret e oa bet he flas ganti.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn c'hresianek Υ (upsilon).
Implijet e vez c'hoazh a-wechoù ganti an talvoud niverel 5, dre evel ma reer gant ar niverenn roman V.
Kavet e vez ivez la lizherenn warni daou dired boud anvet kendema pe kendima (diwar ar gresianeg: kentema) evit ober diouzh ar son [i] hep taol-mouezh.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |