Kod Etrebroadel an Arouezioù(ICS / International Code of Signals) a reer eus ur reizhiad arouezioù hag a ro tro da forzh pe vag er bed da eskemm kemennadennoù gant forzh pe lestr all.
E miz Gwengolo 1965 e voe degemeret en Aozadur ar Broadoù Unanet gant an IMCO/OMCI (Inter-Governmental Maritime Consultative Organization/Organisation Maritime Consultative Intergouvernementale)[1].
Savet eo diwar 26 arouez al lizherenneg latin hag an dek sifr eus 0 da 9.
Gitonioù eo al lizherennoù A ha B, bannieloù al lizherennoù C betek Z ; bannieloù dibar a anver seizennoù e yezh ar voraerion eo ar sifroù.
Ouzhpenn ar 36 arouez-se ez eus 4 all, tric'hornek o stumm, hag a dalvez da addiskouez un arouez kent pa ne vez ket a-walc'h ag arouezioù e bourzh.
Meur a zoare zo da implijout an arouezioù :
a lizherenn da lizherenn evit digejañ ur giminiadezh ;
dre ster etrebroadel pep arouez ;
dre vodañ arouezioù da stummañ ur ster etrebroadel anavezet gant pep lestr a-drugarez d'un teuliad hag a chom e bourzh — ar SHOM 32 eo evit Breizh ha Bro-C'hall[2].
Ouzh un driñs e vez diskouezet an arouezioù, eus al laez d'an traoñ en ul lezel lec'h evit un arouez etre pep ger.
Ouzhpenn aroueziañ ul lizherenn dre ziskouez e vez anvet pep banniel hervez kod an nijerezh trevourel, bet termenet gant an ICAO||OACI (International Civil Aviation Organization||Organisation de l'Aviation Civile Internationale).
Pep banniel a zoug ur gemennadenn dispar, pa ne vez ket savet en e unan pe vodet gant unan arall.
« Splujer dindan vor ; chomit a-vaez ha mordoit gorrek. »
B
BRAVO
— •••
« O kargañ, o tiskargañ pe o tougen danvez dañjerus. »
C
CHARLIE
— • — •
1. « Ya. » 2. « Diogelus e oa ar gemennadenn gent. »
D
DELTA
— • •
« Chomit a-vaez din, diaes eo din leviata. »
E
ECHO
•
« Kemmet ma fenn, emaon o tont war stribourzh. »
F
FOXTROT
• • — •
« Distur emaon ; deuit e darempred ganin. »
G
GOLF
— — •
1. « Ul loman am eus ezhomm. » 2. Pesketa : « Emaon o c’horren ma rouedoù. »
H
HOTEL
• • • •
« Loman e bourzh. »
I
INDIA
• •
« Kemmet ma fenn, emaon o tont war vabourzh. »
J
JULIET
• — — —
1. « Chomit a-vaez ; tan-gwall e bourzh ha danvez dañjerus ganin. » 2. « Danvez dañjerus o fuañ. »
K
KILO
— • —
1. « Fellout a ra din mont e darempred ganeoc’h. » 2. « Komzit. »
L
LIMA
• — • •
1. « Chomit a-sav diouzhtu. » 2. Er porzh : « Lestr e dale-porzhiañ. »
M
MIKE
— —
« Paouezet eo ma bag ha n’he deus ket a herr ken. »
N
NOVEMBER
— •
1. « Nann. » 2. « Nac'hus e oa ar gemennadenn gent. »[3]
O
OSCAR
— — —
« Un den er mor. »
P
PAPA
• — — •
1. Er porzh : « An holl dud da vont e bourzh, ret d'ar vag mont kuit. 2. War vor, pesketa : « Sac’het eo ma rouedoù. » 3. War vor, dre son: « Ul loman am eus ezhomm. »
Q
QUÉBEC
— — • —
« Salv eo ma bag, goulenn a ran gwir da dremen. »
R
ROMEO
• — •
– Arouez argerzhadur - Ne vez ket implijet en e unan –
S
SIERRA
• • •
« War-souz emaon. »
T
TANGO
—
Pesketa : « Chomit a-vaez, emaon o pesketa a-zaou. »
U
UNIFORM
• • —
« Emaoc’h o vont war goll. »
V
VICTOR
• • • —
« Sikour am eus ezhomm. »
W
WHISKEY
• — —
« Ur mezeg am eus ezhomm. »
X
X-RAY
— • • —
« Paouezit da embreger ha taolit pled da 'm arouezioù. »
Y
YANKEE
— • — —
« Emañ ma eor o stlejañ. »
Z
ZULU
— — • •
1. « Ur ramoker am eus ezhomm 2. Pesketa : « Emaon o teuler ma rouedoù. »
Kemennadennoù resis a c'heller kas dre implijout 2 lizherenn ; kantadoù anezho zo er SHOM 32, pa glasker plediñ gant kement darvoudenn hag a c'hellje c'horvezout pa vezer o verdeiñ.
Setu amañ un nebeud anezho.
Pa ne vez nemet ur rumm arouezioù e bourzh ne c'heller ket diskouez meur a wech an hevelep banniel en ur bomm ; gant banielloù erlerc'hiañ e reer neuze.
Ouzhpenn lizherenneg etrebroadel an arhentañ mor e ra AFNA gant ar c'hod ATP 1A(Allied Tactical Publication n°1-A) evit pellgehentiñ etre listri-brezel.
A-wechoù e vez feurmet pe zeoget listri gant AFNA ; dre ma 'z eo ATP 1A ur c'hod dangel evit an difenn e rank al listri brezel pellgentiñ gant al listri all dre ar c'hod etrebroadel. Ur
seizenn arbennik, anvet « seizenn ar c'hod » – Answer e saozneg – a vez gorreet kent ar gemennadenn neuze, evit merkañ e rank bout lennet e SHOM 32 e-lec'h ATP 1A.