Lizherenneg semafor
Lizherenneg semafor (eus an henc'hresianeg σῆμα sêma "arouezenn" ha -φέρω -phéro "-douger") a reer eus ul lizherenneg a implijer evit kas kemennoù a-hed-gwel dre fiñval bannieloù lec'hiet hervez ur reizhiad resis. E-lec'h bannieloù e c'heller arverañ bizhier, kantennoù, plakennoù, pe aoueziañ gant an daouarn maneget pe get.
Evit eskemm kemennadennoù diouzh noz e c'heller stagañ lampoù ouzh fustoù ar bannieloù.
Istor
kemmañE 1866 e voe savet ar reizhiad, diwar skouer hini ar semafor a oa bet ijinet gant an eilamiral saoz Home Riggs Popham (1762-1820) ha gwellaet gant ar jeneral Charles William Pasley (1780-1861). War an douar e veze savet un tour, div vrec'h fiñvus staget ouzh ur peul a-serzh war an doenn. Dre ma oa dic'hallus staliañ hevelep gwikefre war ul lestr ec'h ijinas an eilamiral gober gant bannieloù bras a c'helled gwelet pa veze berr a-walc'h an hed etre daou lestr pe etre ul lestr hag an douar.
Embreg
kemmañUn den hepken a gas ar c'hemennoù. Kemer a ra ur banniel e pep dorn kent o gwintañ a-benn-brec'h hag o lakaat en ur stad resis ha difiñv an eil e-keñver egile evit diskouez an arouezennoù unan-hag-unan.
En doare nevesañ e reer gant daou vanniel melen ha ruz (al lizherenn O el lizherenneg etrebroadel) war vor, ha gant bannieloù glas ha gwenn (al lizerenn P) war zouar.
Pemp lec'h zo da bep brec'h, a c'haller keñveriañ ouzh rod an avelioù.
- Brec'h dehou : norzh, gwalarn, kornôg, mervent, su.
- Brec'h kleiz : norzh, biz, reter, gevred, su.
Lizherenneg latin
kemmañ- Diskouezet int evel m'o gweler pa vezer e-tal an den a zo ouzh o diskouez.
-
A pe 1
-
B pe 2
-
C pe 3
Resevet / Difazi -
D pe 4
-
E pe 5
Fazi (mar bez sinalet 8 gwezh) -
F pe 6
-
G pe 7
-
H pe 8
-
I pe 9
-
J
Lizherennoù da-heul -
K pe 0
-
L
-
M
-
N
-
O
-
P
-
Q
-
R
-
S
-
T
-
U
-
V
-
W
-
X
-
Y
-
Z
-
Ehan / Esaou
-
Sifroù / Niverenn
-
Fazi / Evezh
-
Nullit
Disoñjit ar sinal kent
Protokol
kemmañ= • |
= — |
= Esaou |
Lizherennegoù all
kemmañWar al lizherenneg latin ez eo diazezet al lizherenneg semafor. Azasaet da lizherennegoù all ez eo bet avat, evel m'en diskouez an div skouer amañ a-is.
Gant ar verdeadurezh japanat, koulz kenwerzhel ha milourel, ez eo bet azasaet ar c'hod latin etrebroadel ouzh al lizherenneg katakana[1]. Dre ma'z eo silabennek ez eus kalz muioc'h a arouezioù da ziskouez, gant 1, 2 pe 3 banniel. Ruz eo ar banniel a zalc'her en dorn dehou, gwenn hini an dorn kleiz.
E-lec'h diskouez hervez rod an avelioù e tiskouezer hervez urzh ha kognoù an taolioù barr-livañ pa skriver war baper : ar banniel ruz/dehou a ziskouez deroù pep taol barr-livañ, an hini gwenn/kleiz diwezh an tres.
Un doare rod an avelioù, disheñvel diouzh hini Kornôgiz avat, a vez implijet evit diskouez ar sifroù ; ar mann (0) a vez treset dre fiñval ar bannieloù e stumm ur c'helc'h.
En daolenn emañ ar c'hensonennoù a-led hag ar vogalennoù a-serzh. Pep arouezenn a zislouez ur silabenn, da skouer : K + E = /ke/.
Ul lizherenneg kirillek (disheñvelik diouzh hini ar ruseg) a vez implijet en ukraineg.
|
|
|
|
|
|
Pennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (ja) 片かな手旗信号 Katakana tebata shingō "Aroueziañ katakana dre vannieloù'. Kavet : 23 Ebr 24.