Kod etrebroadel ar sinalioù
Kod etrebroadel ar sinalioù (KES) a reer eus ur reizhiad etrebroadel arouezioù ha kodoù a vez arveret gant al listri evit eskemm kemennoù pouezus a-fed surentez ar moraerezh ha dodennoù stag outañ. Gorren bannieloù ouzh ur wern a ra pep lestr evit kehentiñ gant ul lestr all.
Istor
kemmañDoare nevesañ meur a reizhiad bannieloù eo Kod etrebroadel ar sinalioù.
Gant ar C'hod Marryat, bet ijinet gant ar c'habiten saoz Frederick Marryat (1792-1848) hep vogalennoù, e veze graet a-raok 1857, ar bloaz ma voe embannet KES, bet aozet gant Board of Trade (Poellgor ar C'henwerzh) ar Rouantelezh-Unanet e 1855. Adwelet e voe KES e 1887 ha kemmet da-geñver ur Vodadeg etrebroadel e Washington, D.C. e 1889[1]
D'ar 1añ a viz Genver 1901 e voe lakaet KES e pleustr er bed a-bezh, hogen a-gevret gant ar reizhiad kozh e voe implijet betek ar 1añ a viz Genver 1902. Da get ec'h eas Kod Marryat pa voe embannet un gentel nevez eus KES d'ar 1añ a viz Genver 1903 : 26 banniel hag ur pennon-kod e-lec'h 18 banniel hag ur pennon-kod ; ar vogalennoù A, E, I, O, U hag ar c'hensonennoù X, Y, Z e oa an 8 banniel ouzhpenn[2].
Kalz e voe lakaet KES e pleustr a-hed ar Brezel-bed kentañ, hep bezañ gwall efedus. Ur gentel nevez a voe e 18vet embannadur ar sturlevr Brown's Signalling e miz C'hwevrer 1916 : ar bannieloù C, D, E, F, G a oa ivez 1, 2, 3, 4, 5[3]. E miz Here 1920 en em vodas pemp Stad e Washington : Bro-C'hall, Italia, Japan, ar Rouantelezh-Unanet ha Stadoù-Unanet Amerika evit staliañ an Universal Electrical Communications Union (UECU) hag erbediñ kemmoù d'ar C'hod ; biskoazh avat ne voe staliet an UECU da vat.
Ur vodadeg all a voe e 1927 e Washington, ma voe adwelet KES ha prientet troidigezhioù e 7 yezh : alamaneg, galleg, italianeg, japaneg, norvegeg, saozneg ha spagnoleg. E 1930 e voe echuet al labour, ha degemeret gant Bodadeg Etrebroadel ar Skinbellskriverezh e Madrid e 1932. Eno e voe staliet ur poellgor pad karget da adwelout KES dizehan. E kentel 1932 ez eus ur c'heriaoueg evit an nijerezh, hag ur rann gouestlet d'ar vezegiezh diwar alioù an Office international d'hygiène publique (OIHP) e Pariz[4]. Arouezioù all a voe degaset evit ar c'hehentiñ etre al listri hag ar baramantourien, ar wazerien, ar chanterioù ha labourerien all er verdeadurezh. Trizek banniel nevez a voe ouzhpennet ; bannieloù karrezek a voe erlec'hiet ouzh ar re dric'hornek evit C, D, E, F, G, a droas d'ar sifroù 1, 2, 3, 4, 5 ; pemp banniel nevez a voe evit 6, 7, 8, 9, 0, ha tri banniel erlec'hier a voe ouzhpennet. D'ar 1añ a viz Genver 1934 e voe lakaet ar C'hod nevez da ofisiel[5].
Goude an Eil Brezel-bed, e 1947, an ITU a lakaas KES dindan atebegezh an Inter-Governmental Maritime Consultative Organization, (IMCO) e Londrez, a droas d'an International Maritime Organisation (OMI) e 1958[6]. E 1959 e voe treuzkaset kefridioù poellgor pad KES d'an IMO da-geñver kentañ bodadeg an aozadur nevez. Gant eil bodadeg an IMO e 1961 e voe degemeret ur raktres evit nevesaat KES, en ur ouzhpennañ ar gresianeg hag ar ruseg, 9 yezh en holl eta. Adnevesaet e voe e 1964 : kreñvaet e voe an arouezioù a denn d'ar surentez, dilezet e voe an adembann ar c'hemennoù ger-ha-ger, azasaet e voe KES da gement doare kehentiñ a oa d'ar mare ; e 1965 e voe lakaet kement-se holl e pleustr.
Ur gentel nevez eus KES zo bet embannet e 2005 gant an IMO ; ur 5vet embannadur a voe e miz Genver 2022 hag un errata e miz Meurzh 2022.
Reoladoù
kemmañ« Pourchas hentoù ha doareoù kehentiñ e degouezhioù liammet dreist-holl ouzh surentez ar merdeiñ hag an dud, pa vez diaesterioù a-fed yezh pergen, eo pal Kod etrebroadel ar sinalioù »[7].
En abeg da gement-se ez eo bet aozet ar C'hod gant ul lizherenneg (latin) skoueriekaet : al lizherennoù A-Z, ar sifroù 0-9, tri fennon erlec'hiañ (evit talvezout da addiskouez ul lizherenn a zo bet gorreet uheloc'h), hag ur pennon "kod" ; ur stumm komzet zo bet ouzhpennet da bep arouez evit mirout a zroukveskañ lizherennoù damheñvel (B, P ha V, da skouer) ; heñvel ouzh re al lizherenneg etrebroadel AFNA eo ar stummoù-se. Pep elfenn eus KES zo liammet ouzh ur banniel (lizherennoù) pe ur pennon (sifroù) resis : ne c'hall ket un arouez bezañ droukvesket gant unan all.
Kenstrolloù bannieloù zo bet savet evit embann kemennoù skoueriekaet en 9 yezh : gorren ar banniel K a dalvez kement ha Fellout a ra din kehentiñ ganeoc'h, sevel ar bannieloù G ha N a dalvez Kasit ganeoc'h an dud a zo e bourzh. Pep lestr, ne vern yezh e skipailh, a c'hall implijout KES a-drugarez d'ul levr m'emañ troet ar c'hemennoù : gant lizherenneg AFNA a reer dre skinbellgomzerezh, gant bannieloù KES e reer a-hed-gwel, ha gant an distagadur etrebroadel pa ne vez ket re bell daou lestr ur c'halvadenn an eil diouzh egile — huchit india-tango d'ul lestr sinaat ha komprenet e vo ez eus un tan-gwall en ho lestr.
E KES emañ displeget ivez an doareoù da ober gantañ : penaos kas ur gemennadenn, he stumm, penaos diskouez un deiziad hag un eur, hag all. Displeget eo ivez penaos kehentiñ etre ul lestr, un nijerez hag ul lestr-spluj.
Arouezioù
kemmañM | |
---|---|
A | |
A | |
Goulenn a ran un ali mezegel mallus |
Adalek eeunadur 1964 e voe lakaet ar pouez war ar surentez hag ar yec'hed. Tri strollad arouezioù zo :
- 1 lizerenn : kemennoù mallus-kenañ, pouezus pe voas ;
- 2 lizherenn : kemennoù all, a c'hall bezañ heuliet gant sifroù evit klokaat pe gemmañ ar gemennadenn ;
- 3 lizherenn : kemennoù a denn d'ar vezegiezh.
- Mezegiezh
Fonnus ha resis a-walc'h eo KES a-fed mezegiezh, koulz dre skinbellgomzerezh pe vannieloù, pa ne vez mezeg ebet e bourzh[8] : ul lestr a c'hall deskrivañ stad un den klañv, ur mezeg a c'hall reiñ kuzulioù, ul listennad louzeier zo. Atav e krog ar c'hemennoù dre M ; 2 lizherenn zo war-lerc'h ; a-wezhioù ec'h ouzhpenner lizherennoù pe sifroù evit resisaat ar gemennadenn.
Kod Etrebroadel ar Sinalioù
kemmañ- Merkit e vez lennet ar bannieloù a laez an driñs d'he zraoñ, peogwir e vez gorreet ar banniel kentañ betek al laez hag ar re all d'e heul.
Lizherenn Ger Distagadur |
Arouez Morse |
Ster | |
---|---|---|---|
En e unan | Gant sifroù da-heul | ||
A Alfa [ˈal.fa] |
• – |
Ur splujer din zo en dour ; chomit a-vaez ha gorrek. | Azimut pe roudenn. |
B Bravo [ˈbrɑː.voʊ] |
– ••• |
Emaon o kargañ, o tiskargañ pe o tougen danvezioù dañjerus.[9] | |
C Charlie [ˈtʃɑː.li] |
– • – • |
Ya. [NB 1][NB 2] | Kerzhed e derezioù an distroenn warellek (3 sifr ; zeroioù dirak pa vez nebeutoc'h eget 100). |
D Delta [ˈdɛl.tə] |
– •• |
Chomit a-vaez ; diaes eo din leviata.[NB 2] | Deiziad (DDMMBB, e.g. 190424 = 19 Ebrel 24). |
E Echo [ˈɛk.oʊ] |
• |
Emaon o vont war-du stribourzh.[NB 2] | |
F Foxtrot [ˈfɔks.trɔt] |
•• – • |
Emaon diret ; kehentit ganin. | |
G Golf [gɔlf] |
– – • |
Goulenn a ran ul loman. • Digant ur vag-pesketa : Emaon o sevel ma rouedoù. |
Hedred ; 2 sifr pe 3 evit an derezioù, an 2 sifr da-heul evit ar munutennoù. |
H Hotel [hoʊˈtɛl] |
•••• |
Ul loman zo e bourzh.[NB 2] | |
I India [ˈɪn.dɪə] |
•• |
Emaon o vont war-du babourzh.[NB 2] | |
J Juliett [ˈdʒuː.ljɛt] |
• – – – |
Un tan-gwall hag ur c'hargad dañjerus zo e bourzh : chomit a-vaez din. — pe : Ur c'hargad dañjerus zo o fuañ e bourzh. | |
K Kilo [ˈki.loʊ] |
– • – |
Fellout a ra din kehentiñ ganeoc'h. |
|
L Lima [ˈli.mə] |
• – •• |
Harzit ho lestr diouzhtu. | Ledred ; 2 sifr pe 3 evit an derezioù, an 2 sifr da-heul evit ar munutennoù. |
M Mike [maɪk] |
– – |
Harzet eo ma lestr ha herr ebet gantañ.[NB 2] | |
N November [noʊˈvɛm.bə] |
– • |
Nann. [NB 1] | |
O Oscar [ˈɔs.kə] |
– – – |
Un den er mor. [NB 2],[10] | |
P Papa [ˈpa.pə] |
• – – • |
|
|
Q Québec [kəˈbɛk] |
– – • – |
"Yac'h" eo ma lestr ha goulenn a ran frankiz an douar.[11] | |
R Romeo [ˈroʊ.mjoʊ] |
Ster ebet pa vez gorreet en e unan ; a-hend-all : Bet em eus ho kemenn diwezhañ. | Hed e milmorioù (1 milmor = 1 852 metr). | |
S Sierra [siˈɛrə] |
••• |
Emaon o vont war-gil.[NB 2] | Tizh e skoulmoù (1 skoulm = 1 milmor dre eur). |
T Tango [ˈtaŋ.goʊ] |
– |
Bag-pesketa : Chomit a-vaez din [NB 2] ; emaon o chaluiñ a-gevret.[12] | Eur lec'hel ; 2 sifr evit an eur, an 2 sifr da-heul evit ar munutennoù. |
U Uniform [ˈjuː.nɪ.fɔːm] |
•• – |
Emaoc'h o skeiñ war-du un dañjer. | |
V Victor [ˈvɪk.tə] |
••• – |
Goulenn a ran skoazell. | Tizh e kilometroù dre eur. |
W Whiskey [ˈwɪs.ki] |
• – – |
Goulenn a ran skoazell vezegel. | |
X Xray [ˈɛks.reɪ] |
– •• – |
Paouezit gant ho oberoù ha gortozit ma c'hemennoù. | |
Y Yankee [ˈjaŋ.ki] |
– • – – |
Emaon o stlejañ ma eorioù. | |
Z Zulu [ˈzuː.luː] |
– – •• |
Goulenn a ran ur ramoker. Bag-pesketa : Emaon o teurel rouedoù. |
Eur UTC ; 2 sifr evit an eur, an 2 sifr da-heul evit ar munutennoù. |
Sifroù, arveret evit resisaat kemennoù all | |||
0 Nadazero [ˌna.daˈzɪə.roʊ] |
– – – – – |
||
1 Unaone [ˌuː.nəˈwʌn] |
• – – – – |
||
2 Bissotwo [ˌbɪs.oʊˈtuː] |
•• – – – |
||
3 Terrathree [ˌtɛr.əˈtri][NB 3] |
••• – – |
||
4 Kartefour [ˌkɑː.təˈfɔː.wə] |
•••• – |
||
5 Pantafive [ˌpan.təˈfaɪf][NB 4] |
••••• |
||
6 Soxisix [ˌsɔk.siˈsɪks] |
– •••• |
||
7 Setteseven [ˌsɛ.təˈsɛv.ən] |
– – ••• |
||
8 Oktoeight [ˌɔk.toʊˈeɪt] |
– – – •• |
||
9 Novenine [ˌnoʊ.veˈnaɪ.nə] |
– – – – • |
||
Pennonoù all | |||
Arveret evit erlec'hiañ bannieloù ; a-drugarez dezho e c'heller embann forzh pe vomm 4 lizherenn pe 4 sifr gant 1 strobad bannieloù hepken. | |||
1añ erlec'hiad | Kevatal da vanniel kentañ ur gemennadenn. | ||
2vet erlec'hiad | Kevatal da eil banniel ur gemennadenn. | ||
3vet erlec'hiad | Kevatal da drede banniel ur gemennadenn. | ||
Kod / Respont | |||
| |||
Notennoù | |||
Skouerioù : meur a vanniel
kemmañLevrlennadur
kemmañ- (en) IB994E International Code of Signals (5vet embannadur). London : IMO, 2022 (ISBN 978-92-801-1738-7)
Liammoù diavaez
kemmañPennadoù kar
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ NGIA 1969, Preface.
- ↑ (en) The New Signal Code. In : The Sydney Morning Herald, 13/02/1901, p. 8. Kavet : 19 Ebr 24.
- ↑ (en) Brown's Signalling, 02/1916, pp. 9-28.. Kavet : 19 Ebrel 24.
- ↑ E 1947 e voe kendeuzet OIHP gant Aozadur Bedel ar Yec'hed.
- ↑ (en) New Sea Language – International Code From January 1, 1934. In : The Mercury, 27/12/1933, p. 4. Kavet : 19 Ebr 24.
- ↑ (en) (fr) 'Brief History of IMO @ IMO. Kavet : 19 Ebr 24.
- ↑ NGIA 1969, p. 2.
- ↑ NGIA 1969, pp. 104-132.
- ↑ Arveret gant ar Royal Navy gwezhall a-zivout danvez-tarzh milourel.
- ↑ Gorreet alies ouzh "gwern an den er mor" war lod listri ; banniel ar semafor eo pa vez un drouklamm e bourzh.
- ↑ Frankiz an douar [(en) pratique, (fr) libre-pratique] : ar frankiz da zaremprediñ an douar – mont tre en ur porzh, da skouer – goude endevout bet an aotre digant ar pennadurezhioù yec'hedel, pe goude endevout echuet an dale-porzhiañ bet gourc'hemennet ganto ; gwelit : (fr) Gruss, Robert. Dictionnaire Gruss de marine. Paris : Éditions maritimes et d'Outre-Mer, 1978, p. 182-b.
- ↑ Chaluiñ a-gevret [(en) pair trawling, (fr) chalutage jumelé] : ar roued zo stegnet etre div vag hag a ya a-stur an eil gant heben.