Doare-disklêriañ
Er yezhadur, hag er yezhoniezh, e vez implijet an termen doare-disklêriañ evit komz eus an doareoù-verb pennañ a dalvez da deskrivañ un ober pe un darvoud gwirvoudel hervez an hini a zo o komz. Unan eus an doareoù-gwirvezañ eo an doare-disklêriañ.
Holl yezhoù ar bed a ra gant an doare-mañ, ha seul wezh ma ne reer gant doare resis ebet all e reer gant an doare-disklêriañ evel doare amverk.
Bez' e c'hell bezañ implijet er stumm-kadarnaat, er stumm-nac'h hag er stumm-goulenn, da skouer:
- Dont a rae / Dont a ra / Dont a raio
- Ne zeue ket / Ne zeu ket / Ne zeuio ket
- (Ha) dont a rae? / (Ha) dont a ra? / (Ha) dont a raio?
Displeget e c'hell bezañ e meur a amzer yezhadurel hervez pep yezh resis.
E brezhoneg
kemmañE brezhoneg e vez enebet an doare-disklêriañ ouzh doare-divizout en un tu hag ouzh an doare-gourc'hemenn en tu all.
Kalz ledanoc'h eo an doare-disklêriañ e brezhoneg evit an doareoù all ha displeget e c'hell bezañ e meur a amzer yezhadurel (tremened, bremañ ha dazont) hag e meur a arvez (strizh, ledan, boas...), da skouer er stumm-kadarnaat:
- Amdremenet: Lenn a rae
- Adkevrennek: Kanet en deus bet
- Pad: O hadañ edo
- Boas: Brav e veze an amzer
- Lec'hiañ: Amañ edo
- Peurdremenet: Lennet en doa
- Kent: $
- Strizh: Lenn a reas
- Amstrizh: Lennet en deus
Er yezhadurioù brezhonek
kemmañ- An « doare-disklêriañ » a verk oberoù pe stadoù, bezañs dezho. — (Roparz Hemon, Yezhadur berr ar brezhoneg, 1979, p. 90.)
- Evit reiñ da anaout ur gadarnadenn, un nac'hadenn, ur goulenn diarvar e vez graet gant an doare-disklêriañ. — (Frañsez Kervella, Yezhadur Bras ar Brezhoneg, Brest, 1947, 1976, p. 106, §174.)