Amzer-dremenet strizh
Er yezhadur ha yezhoniezh e vez lavaret amzer-dremenet strizh (e latin: praeteritum) eus un amzer yezhadurel en tremened hag a dalvez da zeskrivañ un ober pe un darvoud peurachu a-raok ar mare m'emeur o komz (amzer-vremañ) en ur reizhiad amzerioù rik pe a-raok ar mare m'emeur o komz anezhañ lakaet da zaveenn en ur reizhiad keñveriek.
E berr-gomzoù e talvez an amzer-dremenet strizh da verkañ an amzer-dremenet en un tu hag an arvez strizh en tu all war un dro, enebet ouzh an amzer-amdremenet amstrizh, da skouer[1]:
- Bez' e lennas
- Lenn a reas
- Klañv e voe
Brezhoneg
kemmañE brezhoneg e c'heller sevel an amzer-dremenet strizh hervez an tri doare displegañ boas, da skouer gant ar verb "hadañ"
- Displegadur eeun hep raganv gour:
- Bez' e hadis
- Bez' e hadjout
- Bez' e hadas (eñ/hi)
- Bez' e hadjomp
- Bez' e hadjoc'h
- Bez' e hadjont
- Bez' e hadjod
- Displegadur eeun gant ur raganv gour:
- Me a hadas
- Te a hadas
- Eñ a hadas
- Hi a hadas
- Ni a hadas
- C'hwi a hadas
- Int a hadas
- Gant ar verb-skoazell "ober":
- Hadañ a ris
- Hadañ a rejout
- Hadañ a reas (eñ/hi)
- Hadañ a rejomp
- Hadañ a rejoc'h
- Hadañ a rejont
- Hadañ a rejod
Ne vez implijet nemeur an amzer-dremenet strizh er yezh komzet avat, implijet kentoc'h en e lec'h an amzer-dremenet kevrennek, displeget gant ar verb-skoazell "ober" pe heptañ, da skouer:
- Lennet en deus pe Lenn en deus graet e lec'h Lenn a reas pe Bez' e lennas
Yezhoù all
kemmañGalleg
kemmañNe vez implijet an amzer-dremenet strizh nemet dre skrid gant ul live-yezh lennegel er galleg a-vremañ, implijet en he lec'h a-hendall an amzer-dremenet kevrennek, da skouer:
- il a été e lec'h il fut ("bez e voe")
- ils ont fait e lec'h ils firent ("ober a rejont")
Spagnoleg
kemmañE spagnoleg e vez enebet an amzer-dremenet strizh ouzh an amzer-dremenet kevrennek hag ivez ouzh an amzer-amdremenet, disheñvel takas implij pep hini an eil e-keñver ar re all, da skouer:
- Tremened strizh
- fue ("bez' e voe")
- comió ("bez' e tebras")
- Tremened kevrennek
- ha sido ("bet eo")
- ha comido ("debret en deus")
- Amdremenet
- era ("bez' e oa")
- comía ("bez' e tebre")
Galizeg
kemmañE galizeg n'implijer verb kevrennek ebet, ha neuze ne vez enebet an amzer-dremenet strizh ouzh amdremenet nemetken, da skouer:
- Tremened strizh
- foi ("bez' e voe")
- comeu ("bez' e tebras")
- Amdremenet
- era ("bez' e oa")
- comía ("bez' e tebre")
Saozneg
kemmañE saozneg e stager an dibenn "-(e)d" ouzh gwrizienn ar verboù reizh evit sevel diwarne an amzer-dremenet strizh. Ne gemm ket stumm ar verb nag evit merkañ ar gour nag evit merkañ an niver, da skouer:
- to look ("sellet") -> looked
- to carry ("dougen") -> carried
- to dance ("dañsal") -> danced
Meur a verb amreizh ez eus avat, savet an amzer-dremenet strizh alies dre kemmañ vogalenn bennañ gwrizienn ar verb, da skouer:
- to run ("redek") -> ran
- to sing ("kanañ) -> sang
- to think ("soñjal") -> thought
- to drive ("kas ur karr-tan") -> drove
- to bind ("stagañ" -> bound
- to be -> was
Alamaneg
kemmañEr yezh unvan e tiforc'her, dres evel e saozneg, etre an amzer-dremenet strizh (Präteritum) hag an amzer-dremenet kevrennek :
- Dremenet strizh:
- Heute früh kam mein Freund
- "Deuet e oa ma c'heneil hiziv evit beure" : ha kaozeal a reer diwar e benn en amzer-dremenet ; da lâret eo, n'eo ket "hiziv" ken
- Dremened kevrennek:
- Heute früh ist mein Freund gekommen
- "Dont a reas ma c'heneil hiziv evit beure" : ha kaozeal a reer diwar e benn en amzer-vremañ c'hoazh ; da lâret eo, ec'h eo "hiziv" c'hoazh
E Norzh Alamagn e tiforc'her c'hoazh etre implij an amzer-dremenet strizh hag implij an amzer-dremenet kevrennek. E su ar vro avat e vezer techet da implijout an amzer-dremenet kevrennek nemetken hag oc'h ober gant an amzer-dremenet strizh dre skrid.
Notennoù
kemmañ- ↑ Kervella, F. (1947, adembann. 1976: 178) Yezhadur bras ar brezhoneg, Brest: Al Liamm