Er yezhoniezh e vez implijet an termen friadur (saoz.: nasalisation) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma vez leusket lod eus an aer o tont eus ar skevent da vont kuit dre ar fri dre izelaat an drekstaon (pe velum), da lâret eo dre e evel ma vije kendistaget ur sonenn vogalennek pe kensonennel en ur distagañ ar sonenn [n] war un dro.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel, e vez implijet e vez an dildenn skrivet a-us d'un arouezenn all evit diskwel e vez friet ur sonenn bennak, da skouer[ã] ha [ṽ]. Gwezhall e veze implijet ur sin diaktritek anvet "ogonek" skrivet dindan un atrouezenn all, da skouer [ą], hag implijet e vez hiziv c'hoazh pa vez implijet sinoù all skrivet a-us d'an arouezenn bennañ, da skouer evit merkañ tonennoù, d.s. [ą̂] e lec'h [ã̂] dre m'eo aesoc'h da lenn.

Vogalennoù fri

kemmañ

Stankoc'h a-bell eo ar vogalennoù fri evit ar c'hesnonennoù fri pe friet, da skouer:

galleg: "an" /ɑ̃/
portugaleg: "an, am, ã" /ɐ̃/
poloneg: "ą" /ɔɰ̃/

A-wezhoù e reer an diforc'h etre vogalennoù fri ma talvez ar friadur da elfenn fonemek enebiet ouzh vogalennoù genoù diouzh un tu ha vogalennoù friet dindan levezon sonennoù fri all tro-dro pe tost oute hag a dalvezont da alofonennoù vogalennoù genoù, da skouer e brezhoneg unvan:

Vogalenn genoù
"sota" (< "sotaat")
Vogalenn fri
tarzh
Vogalenn friet
kan (dindan levezon an "n")

Kensonennoù friet

kemmañ

Daosut ha ma'z int kalz raloc'h evit vogalennoù fri e vez kavet ivez e yezhoù 'zo kensonennoù friet enebiet ouzh kensonennoù genoù pe plaen, da skouer e darn eus yezhoù arabek ar su e vez implijet ur gensonenn dre daravat friet [z̃].

E houpaeg e vez distaget ar gensonenn dre fri drekstaon /ŋ/ alies evel ur gensonenn dre dostaat friet [ɰ̃] kevatal ouzh an hantervogalenn friet [j̃] kavet e yezhoù atabaskek all.

E boundoueg (pe "umbundu") e kaver ar fonem [ṽ] hag an alofonenn [w̃].

E gwirionez war al live fonologel e c'hellfed deskrivañ ar c'hensonennoù dre fri evel kensonennoù friet, dielfennet da skouer /b̃/, /d̃/ or /g̃/ kentoc'h evit /m/, /n/ or /ŋ/. Treuzskrivet e vezont peurliesañ gant bep o arouezenn avat (/m/, /n/, /ŋ/) dre ma vez kavet stank ar c'hesnonennoù-se e yezhoù ar bed keit ha m'eo ral-tre kensonennoù dre dravat friet, d.s. [ṽ].

Kensonennoù fri

kemmañ

Estreget ar c'hensonennoù friet, da lâret eo kendistaget dre friadur, e kaver ivez kensonennoù dre daravat fri gwirion (saoz. nareal) produet a-wezhoù gant tud siek o distagadur ma vez lakaet an aer da daravat pa red dre ar fri kentoc'h evit dre ar genoù. Merket e vez hervez reolennoù treuzksrivañ ledanaet al lizherenneg fonetikel etrebroadel gant daou boent skrivet a-us d'an arouezenn gensonennel pennañ, d.s [n͋] ha [v͋].

N'anavezer yezh ebet dre ar bed ma vefe implijet ganti kensonennoù a-seurt-se.

Gwelit ivez:

kemmañ
  Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.