Sifroù arabek
Ur pennad eus an heuliad Reizhiadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
Sifroù arabek |
Niveradurioù |
arabek – armenianek |
babilon – sinaek |
koptek – egiptek |
etiopiek – gresianek |
gotek – hebraek |
India – japanek |
maya – mongol |
nesan – roman |
slav – thailandek |
lec’hiadel |
Ar sifroù a lavarer arabek zo, e gwirionez sifroù bet ijinet en India. En Europa int bet implijet da gentañ e rouantelezh Bro-C’hall a-raok ma voe ledanaet o implij d'ar c’hevandir ha, goude-se, d'ar bed a-bezh. Deskrivet int bet en unan eus oberennoù Al-Khuwarizmi hag en em gavet int bet en Europa dre Andalouzia ar Vuzulmaned e-tro dibenn an Xvet kantved. A-drugarez da zoare kelenn ar jediñ war abakennoù gant an Arabed eo bet treuzkaset ar ouiziegezh-se. Un testeni spann eus an dra-se a gaver war al Liber abaci savet gant Fibonacci, er bloaz 1202. Logogrammoù zo eus ar sifroù arabek.
N'eo ken nemet en XIIvet kantved ma voe kroget gant Europiz da implijout ar sifroù arabek da vat. eus o zu e talc’h an Arabed, gant gwir abeg d'ober sifroù hindi. Er XVvet kantved eo stabilaet an tres anezho. Setu da-heul un tamm keñveriadenn eus tres a-vremañ hor sifroù "arabek" gant ar re implijet gant an Arabed (pe « sifroù hindi ») ha gant ar sifroù treset e meur a skritur indezek. Hiziv an deiz e ra broioù ar Maghreb (pe ar c’hornôg) gant an tresoù a-vremañ tra ma kendalc’h broioù ar Machrek (pe ar reter kreiz) d'ober gant an doare hengounel. Evit doare eo bet ijinet tres dibar hor sifroù a-vremañ er Marghreb pe en Andalouzia.
Dont a ra ar geer sifr bet implijet da gentañ evit lavaret mann eus an arabeg sifr (أَلصِّفْر ʾaṣ-ṣifr), a dalvez ar goullo. Ar ger zero implijet da-heul e meur a yezh evit envel ar sifr mann a zeu ivez eus ar ger arabek sifr, nemet eo bet amprestet dindan ar stumm zefiro boazet gant Italianed ar XVvet kantved. Goude-se eo aet zefiro da zero. Sifr zo trodigezh-rik ar 0 sañskriteg pe shunya (शून्य śūnya, « goullo »).
En India eo bet ijinet ar 0 ivez, er (Vvet kantved).
Gwelet ivez
kemmañ- Niveradur
- Niveradur arabek
- sifr 0, sifr 1, sifr 2, sifr 3, sifr 4, sifr 5, sifr 6, sifr 7, sifr 8, sifr 9
- Reizhiad dekvedennel
Heuliad Lizherenneg arabek
|
Soniadouriezh an arabeg • Istor al lizherenneg arabek |