Lizherenneg nabateek

Un abjad eo al 'lizherenneg nabateek evel an darn vrasañ eus an doareoù-skrivañ implijet gant ar yezhoù semitek. Implijet e veze gant an Nabataed tro-dro d'an Eil Kantved a-raok ar varevezh voutin ha kavet ez eus bet kalz a roudoù dre skrid e Petra.

Evel ma tiskwel stumm al lizherennoù e oa bet diorroet al lizherenneg-mañ diwar patrom al lizherenneg aramaek.

Lizherenneg nabateek Anv Lizherenneg
arabek
Lizherenneg
hebraek
Aleph أ א
Bet ب ב
Gimel ج ג
Dal د ד
Ha ه ה
Waw و ו
Zayn ز ז
Ha ح ח
Taa ط ט
Yaa ي י
Kaf ك כ
Lam ل ל
Meem م מ
Noon ن נ
Sin س שׂ
Ein ع ע
Fa ف פ
Sad ص ס
Qaf ق ק
Ra ر ר
Shin ش שׁ
Ta ت ת
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.