Alan an Diuzet
Alan Loeiz Mari an Diuzet, pe Roc'halan, ganet d'ar 16 a viz Eost 1900 e Kêr ar Roc'h, e Treger, ha marvet d'an 22 a viz Mae 1991 e Sant-Brieg, oa skrivagner ha troour breizhat.
Mab e oa da Loeiz Mari an Diuzet ha Maria Kerangall, koñversanted o terc'hel un davarn war blasenn ar Martred e Kêr ar Roc'h. Alan an Diuzet a zo bet da gentañ e skol ar baotred, e Sant Yann, er Roc'h, ha goude-se, e 1912, er skol eil-derez e Landreger, ha da echuiñ, e 1917, e skol ar vistri e Sant-Brieg.
Anvet e voe da skolaer e 1921, hag eus 1924 da 1926 e oa mestr war ar jedoniezh hag ar skiañchoù e skol eil-derez Plistin. Eus 1937 da 1945, e oa rener skolaj eil-derez Perroz-Gireg, met prizoner e voe daou vloavezh e Bro-Alamagn. Deut en dro d'ar Vro, Alan an Diuzet a savas e 1946 ar "Collège Breton des Côtes-du-Nord" (Skolaj Breizhek Aodoù-an-Hanternoz), hag enni ar gelaouenn Mouez ar Vro.
Skrivet en deus evit meur a gelaouenn, en o zouez Arvor ha Gwalarn. Un darn eus e skridoù brezhonek a zo bet embannet gant Emgleo Breiz.
Lakaet en deus e brezhoneg kan broadel Bro-C'hall, da laret eo, "La Marseillaise" : Deomp war-raok ni bugale ar vro, deiz an trec'h meur a zo erru, a-enep deomp."
Brud
kemmañE-kreiz Kêr ar Roc'h, e-tal kichen an iliz ha ti ar re-gozh, ez eus bet savet ur skol lik kentañ-derez a zo bet anvet Alan an Diuzet. Dianavezet eo gant ur mor a dud !
Oberennoù
kemmañ- Ar gorollerez vihan, 1944
- Envorennou eur prizoniad, Rennes, H. Riou-Reuzé, 1946. Skeudennaouet gant Frañsez Cathou
- Dans les barbelés, Saint-Brieuc, Alain Le Diuzet. Skeudennaouet gant F. Cathou
- Yannig, Ar Brezhoneg er Skol, 1946. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Premiers pas en breton, 1946
- An Distro, e Celta 4, 02-1947
- Va yez karet. Cours élémentaire de langue bretonne, Rennes, H. Riou-Reuzé, 1948. Skeudennaouet gant Xavier Haas
- Mevel ar garantez, Brud, 1961
- Yannig a oar lenn : Cours préparatoire de langue bretonne, Saint-Brieuc, Presses bretonnes, 1964. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Saint-Brieuc, Côtes-du-Nord, Bretagne. Esquisses Briochines, Saint-Brieuc, Bureau d'Armor, 1974. Skeudennaouet gant an oberer
- Gwad ar garantez, Brud Nevez, 1979 (eil moulladur)
- Lenaig, Brud Nevez, 1982. Skeudennaouet gant Hubert Coatleven
- Dans les barbelés (Le parcours du Prisonnier). Illustrations de François Cathou, Préface de Pierre Lorguilloux, Saint-Brieuc, Collège Breton des Côtes-du-Nord, 1985
- Yannig, Saint-Brieuc, Collège Breton des Côtes-du-Nord, 1985. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Yannig, Emgleo Breiz / Ar Helenner, 1984. Skeudennaouet gant Xavier de Langlais
- Eñvorennoù ur prizoniad, Al Liamm, 2000
Troidigezhioù
kemmañ- Paul Féval, Rollan Toad-houarn (diwar L'homme de fer), Brest, Ar Skol Vrezoneg, 1987.
- Pierre Loti, Pesketêr enez ar skorn (diwar Pêcheur d'Islande), Collège breton des Côtes-du-Nord, Sant-Brieg, 1980.