Breizh Yaouank zo ur strollad politikel rannvroelour bet krouet e 2008. Jeune Bretagne eo e anv e galleg. Ul lod eus ar strollad Gall les Identitaires[1] e oa araok klask un hent e-unan ur wech skarzhet Phillipe Milliau eus an Identitaires. Ne deuas ket a-benn ha mont a reas da get er bloavezh 2013.

Krouet e oa bet gant Yann Vallerie ha Mickael Prima hag arc'hantaet ha tuet gant Phillipe Milliau.

Mennozhioù Breizh Yaouank

kemmañ

Diazezet war ar c'healiadurezhioù eus an tu-dehou pellañ e tifenn mennozhioù lec'hel, emrener ha hevelebekour. A-fet ideologiezh e kendalc'h labour ar Mouvement Régionaliste Breton peogwir ez adkaver Agnès Belbéoc'h war ar renk evit an dilennadegoù-kanton.

Aozadur Breizh Yaouank

kemmañ
 
Evit klask bezañ disheñvel e voe implijet ar Groaz du gant ar strolladig Breizh Yaouank.

Un ti a oa gant ar strolladig-mañ e Gwerliskin anvet Ti-Breizh ti an identelezh Vreizhat. Servij a rae evit aozañ emvodoù, kampoù ha gouelioù tro-dro da hevelebiezh Breizh.

E miz Gwengolo 2013 e tisklerie kaout 70 ezel er strollad. Emvod a aoze gant strolladoù all evel Adsav.

Obererezhioù

kemmañ

Kalz obererezhioù bihan a oa bet sevenet gant ar strollad

-Prezegennoù gant:

-Diskouezhadegoù:

  • War an Emsav "EMSAV 1898-1939"[2]

-Dibunadegoù:

Dibenn Breizh Yaouank

kemmañ

Mennozhioù kemmesket

kemmañ

Jeune Bretagne a oa stag ouzh an identitaires evel is rann lec'hel en Breizh. Phillipe Milliau a oa distanet e liammoù gant ar strollad pennañ setu penaos e oa bet kaset da Vreizh evit klask reiñ lañs d'un is rann nevez. Hennezh a glaskas sevel ur strollad met evit mont davet lonkañ penn an Identitaires.

E-keñver mennozhioù e oa adkavet an neud-se, ur c'hemmesk dibosubl ha diglevus etre mennozhioù ar vroadelourien c'hall strishañ ha re Breizh. Sell an dud e-maez ar strollad a oa neuze unan o welet mennozhioù gall strizh livet e-mod Breizh.

Un dachenn re strizh

kemmañ

Ar gudenn vrasañ gant Jeune Bretagne a oa padout goude mare an dizoloadenn gant ar Vretoned eus o strollad. An nevezinti gant an doare da gomz pe d'ober (filmigoù e-leiz war ar rouedad,...) ne badas ket.

Ouzhpenn se e chome stag Jeune Bretagne ouzh an Identitaires, ur blaz adkemer gant ul livadur breizhat eus obererezhioù ar strollad pennañ a oa deuet buan war wel.

Bevañ etre an Talbenn Broadel (Front National) hag Adsav! ne oa ket posupl. An dud dedennet gant ur gomz broadelour gall a-grenn ha direnket gant mennozhioù frankizoù Breizh a yae war-zu an Talbenn Broadel. Ar re dedennet gant mennozhioù frankizoù Breizh a yae war-zu Adsav. Ne chome ket un dachenn ledan da Jeune Bretagne, trawalc'h da grakvevañ nebeut amzer met kondaonet da vont da get.

Ouzhpenn se ne oa ket bet kavet an tu dezho da vevañ war an dachenn bublik e-maez eus o domani Ti-Breizh pe e-touez rannoù krouet ganto evit pep obererezh. N'eus bet nemet un dibunadeg gant ar strollad er bloavezh 2010.

Disoc'h

kemmañ

Goude freuzstal ar strolladig identelourien breton Jeune Bretagne e fin ar bloavezh 2013 ez eo bet gwerzhet Ti-Breizh pe domani an identelourien en Breizh (Gwerliskin), perc'hennet gant Phillipe Milliau[5]. Gant an arc'hant rastellet gant gwerzh an domani e oa bet arc'hantaet ur skinwel enlinenn Tv Libertés hag al lec'hienn Breizh-info.com[6]. [7].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. [1] (Pajenn lec'hienn Les Identitaires o brudañ Jeune Bretagne)
  2. 24/09/2011 Lec'hienn Bloc-identitaire: Gouel an distro e Ti Breizh
  3. 07/02/2011 Lec'hienn Bloc-identitaire: Yann Vallerie en deus kemeret perzh -en anv ar Bloc identitaire - e dibunadeg an EDL e Luton
  4. 03/05/2010 Lec'hienn Bloc-identitaire: 1añ a viz Mae identitaer e Landivizio: Pa vez Jeune Bretagne war an dachenn
  5. [2] (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ 7seizh war gwerzh an Ti Breizh)
  6. [3] (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ 7seizh war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  7. [4] (Pajenn lec'hienn kelaouiñ an Telegramme war krouidigezh TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)