Yann Vallerie zo ur broadelour breizhat eus an tu-dehou pellañ, bet ganet e 1983 e Dinan.

Desavet eo bet en ur familh a vroadelourien vreizhat.

Yann Vallerie zo bet ezel eus Emgann hag eus Adsav, kent krouiñ Breizh Yaouank, ur strollad rannvroelour eus an tu-dehou pellañ, deuet eus ar Bloc Identitaire gall. Er penn anezhañ emañ abaoe 2008. Graet en deus ur brezegenn en anv Unvaniezh Koad Kev da zeiz Lun Fask. E 2012 e oa aet war ar renk evel danvez-kannad e pastell-vro Montroulez : 0,58% eus ar mouezhioù en doa bet[1].

Plediñ a ra gant al lec'hienn Breizh Info abaoe 2013 pa z'eo aet da get e strolladig Jeune Bretagne. Skrivañ a ra traoù ivez e lec'hiennoù gall eus an tu-dehoù pellañ evel Riposte Laïque ha Boulevard Voltaire[2]

Liammet-tre ez eo hent stourm Yann Vallerie gant hini Phillipe Milliau abaoe krouidigezh Breizh Yaouank betek fin ar strolladig etrezek krouidigezh al lec'hienn kelaouiñ tuet Breizh-info hag ar skinwel enlinenn Tv-Libertés[3]. [4].

Adkavet e vez alies an daou zen asambles Yann Vallerie ha Phillipe Milliau evel amañ aterset gant ar radio broadelour gall Méridien Zéro[5].

Notennoù

kemmañ
  1. Résultat des élections législatives de 2012. Ministère de l'Intérieur
  2. Pennadoù Y. Vallerie el lec'hienn Boulevard Voltaire
  3. [1] (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ 7seizh war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh an Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  4. [2] (Pajenn al lec'hienn kelaouiñ Telegramme war krouadur TV Libertés gant Phillipe Milliau, nebeut amzer goude gwerzh an Ti-Breizh, harpet gant tud Jeune Bretagne)
  5. [3] Pajenn eus al lec'hienn Breizh-info