Karr-samm

karbed a c'hall charreañ ur samm

Ur c'harr-samm, sammgarr pe kamion zo ur c'harbed gant rodoù hag ur c'heflusker (diesel peurvuiañ), brasoc'h eget ur c'harr-tan, hag a c'hall charreañ ur samm bras pe brasoc'h, pounner pe pounneroc'h.

Ur c'harr-samm Renault Premium hag e remok.
Karr-samm hanter-stlej DAF o tougen kirri Škoda Octavia e Kerdiz e Bro-Gembre.

A bep seurt kirri-samm a zo, hag evit kefridioù liesseurt : ar banngirri, ar c'hirri-marc'hadourezh, ar c'hirri-samm mezellañ (beton), ar skorngirri, an tumporelloù, ar beolgirri, kirri al lastez, ar c'hirri-distronkañ, ar c'hirri-samm-gavr, ar skraberez evit al labourioù foran...

Sammgarrer a vez graet eus ar bleiner karr-samm a-vicher. Ret eo kaout un aotre-bleinañ evit ober ar vicher-se. Reolennoù europat zo diwar-benn an amzer tremenet ouzh ar rod-stur.

Kalz micherioù a ra gant ukirri-samm : treuzdougerien a bep seurt met ivez ar saperien-pomperien, ar boliserien, ar vilourien, micherourien, hag all.

Saverien kirri-samm

kemmañ
Brasañ saverien kirri-samm non-amerikan er bed e 2015.
Renkadur Saverien Unanennoù
1 Daimler AG (Mercedes-Benz, Freightliner, Unimog, Western Star, Fuso, BharatBenz) 506,663[1]
2 Navistar International 359,000[2]
3 Dongfeng 336,869[3]
4 Tata 317,780[4]
5 Volvo (Volvo Trucks, Mack, Renault, UD Nissan) 207,475[5]
6 Volkswagen (MAN, Scania, Caminhões e Ônibus) 179,035[6]
7 Hino 162,870[7]
8 Paccar (DAF, Kenworth, Peterbilt, Leyland) 154,700[8]
9 Iveco 140,200[9]
 
Redadeg kirri-samm e Kerlabo.

Ur c'hampionad Europa redadegoù kirri-samm a zo, da skouer war troiad ar Mañs. Troiad Kerlabo, e Kaouennieg (Bro-Dreger), a zegemer ur gevezadeg eus kampionad Frañs ar ralli kirri-samm.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Annual Report 2015. Daimler (2016).
  2. Form 10K Navistar International Corp.. US Securities and Exchange Commission (2016).
  3. 2015 Annual Report (PDF). Dongfeng (2016).
  4. 70th Annual Report 2015-2015. Tata (2016).
  5. Annual and Sustainability Report 2015 (PDF). Volvo (2016).
  6. Annual Report 2015 (PDF). Volkswagen (2016).
  7. Financial Reports for the Fiscal Year Ending (PDF). Hino Motors (2016).
  8. 2015 Annual Report (PDF). PACCAR (2016).
  9. 2015 Annual Report (PDF). CNH (2016).

Pennadoù kar

kemmañ