Škoda Auto
Škoda Automobilová a.s. (ˈʃkoda selaou ), berraet e Škoda Auto, zo ur saver kirri-tan tchek a voe staliet e 1925 evel warlerc'hiad an embregerezh Laurin & Klement. E Mladá Boleslav, e Rannvro Kreiz Bohemia, emañ e sez.
Sez e Mladá Boleslav, Republik tchek
| |
Anv | Škoda Automobilová a.s. |
Statud | Isembregerezh |
Penngevredad | Volkswagen AG |
Diazezet | 1925 |
Diazezerien | Václav Laurin Václav Klement |
Sez | Mladá Boleslav, Tchekia |
Tachenn | Greanterezh |
Produioù | Kirri-tan Karbedoù-tredan |
Renerien | Klaus Zellmer Thomas Schäfer |
Implijidi | 34 884 [1] |
Disoc'hoù e 2023 | |
---|---|
Produadur | 864 889 c'harr [1] |
Gwerzhioù | 866 820 karr [1] |
Korvoder | 24 000 M€ [1] |
Gounid | 1 700 M€ [1] |
Framm | |
Rannoù | Škoda Motorsport |
Skourroù | Škoda Auto Česká Republika Škoda Auto Deutschland GmbH Škoda Auto Slovensko s.r.o. Škoda Auto Volkswagen India |
Internet | (en) skoda-auto.com (fr) skoda.fr |
Broadelet e voe gant ar Stad e 1948 kent bezañ prevesaet tamm-ha-tamm e 1991, pa voe gwerzhet d'an embregerezh alaman Volkswagen AG (VW) : un isembregerezh da VW e voe e 1994 a-raok bezañ perc'hennet penn-da-benn gant VW er bloaz 2000[2].
E tremen 100 Stad ez eus bet gwerzhet 866 820 a giri-tan Škoda er bloaz 2023[1].
Istor
kemmañE 1859 e voe diazezet an embregerezh Škodovy závody e Plzeň (e Rouantelezh Bohemia, Impalaeriezh Aostria, d'ar mare-se) gant an ijinour Emil Škoda (1839-1900) evit fardañ armoù. Da unan eus an embregerezhioù greantel brasañ en Europa e troas en XXvet kantved.
Laurin & Klement
kemmañŠkoda Automobilová a voulc'has e respet er bloavezhioù 1890 dre fardañ marc'hoù-houarn[3].
E 1894, ul levrdier yaouank e Mladá Boleslav anvet Václav Klement (1868–1938) ne zeue ket a-benn da gaout pezhioù evit e varc'h-houarn Seidel & Naumann bet fardet en Alamagn. Neuze en e gasas d'ar farder en-dro a-gevret gant ul lizher a zisplege petra e oa ret ober evit e gempenn ; diwezhatoc'h e resevas ul lizher en alamaneg hag a lavare : « Mar fell deoc'h e rafemp war ho tro, skrivit dimp en ur yezh a c'hallomp kompren. »[4]. Broc'het e voe V. Klement, hogen merzout a eure e oa labour da ober war an dachenn-se, ha kerkent e tivizas sevel ur stal ma vefe kempennet marc'hoù-houarn. Dre ma ne ouie dare a-fet ar vicher ec'h eas e darempred gant an ijinour Václav Laurin (1865–1930), ur farder marc'hoù-houarn e Turnov, ur gêr dost[5]. E 1896 end-eeun e voe diazezet al labouradegoù Laurin & Klement, farderien marc'hoù-houarn.
E 1898 e tilojas an daou gevredad d'o labouradeg nevez hag e prenjont ur marc'h-tan gall fardet e Pariz, ur Werner Motocyclette. Diwar skouer ar Werner e fardjont o marc'h-tan kentañ, gant ur c'heflusker dre enleskiñ stag ouzh ar varrenn-stur hag a luske ar rod dirak, evel er Werner. Ken arvarus ha dañjerus e oa ar wikefre avat ma klaskas an daou geneil un doare all d'he c'has : staliañ ar c'heflusker en he framm. Bloaz goude, e 1899, e lakajont e gwerzh ar Slavia B, ar c'hentañ marc'h-tan Laurel & Klement ; dre-se e voe an embregerezh ar c'hentañ farder marc'hoù-tan e Kreizeuropa. E 1901 e oa 32 zen implijet gant an embregerezh, a ezporzhie da Alamagn hag ar Rouantelezh-Unanet a-drugarez da drec'h ar Slavia B er redadeg Pariz-Berlin[6].
Adalek 1905 e voe fardet kirri-tan gant Laurin & Klement, a voe an eil farder er broioù tchek (Bohemia ha Moravia) goude an embregerezh Tatra, a oa bet diazezet e 1897. War 7 800 m² e oa al labouradeg, a implije 320 den ha 170 mekanik-benveg dre vurezh hag a lonke 75 kW. Voiturette A e voe ar c'harr-tan kentañ, a reas berzh bras koulz en Aostria-Hungaria hag en estrenvro.
-
V. Klement (kleiz) ha V. Laurin e 1895
-
Laurin & Klement Type A (1899)
-
Ar Voiturette A (1905)
Škoda Automobilová
kemmañGoude ar Brezel-bed kentañ e krogas Laurin & Klement da genderc'hañ sammgirri ; er bloaz 1924 avat e rankjont paouez a-c'houde un tan-gwall el labouradeg ; dirak diaesterioù e klaskjont ur c'hevredad all, a gavjont : an embregerezh brasañ e Tchekoslovakia, Škodovy závody, a farde armoù e Plzeň hag a oa o klask astenn e oberiantiz war un dachenn bennak all. E 1925 neuze e prenas Laurin & Klement hag e stagas da fardañ kirri-tan a-gevret gant ar gompagnunezh katalan Hispano-Suiza, bet diazezet e Barcelona e 1904. Dindan ar merk Škoda e veze gwerzhet an darn vrasañ eus ar c'hirri.
Diwar skouer Ford Motor Company e voe staliet ul linenn-genstrollañ adalek 1930 ; er bloaz-se ivez e voe krouet un isembregerezh anvet ASAP (Akciová společnost pro automobilový průmysl, "Kevredad dre gevrannoù evit greanterezh ar c'hirri"). E ASAP e voe fiziet ar brudañ, ar gwerzhañ hag ar c'hempenn kirri, dindan ar merk Škoda bepred. Tra ma voe brasaet labouradeg Mladá Boleslav war 215 000 m², ma veze implijet 3 750 micherour ha 500 sterner, e voe savet ur stal-labour evit ASAP e Praha.
-
Škoda 422 (1929)
-
Škoda Š 932, kentpatrom (1932)
Er bloaz 1932, ASAP-Škoda e Mladá Boleslav a ginnigas ur c'hentpatrom anvet Š 932 : ur c'harr bihan e garroñsadur profilet graet diwar goad ha metal e oa, mat evit pevar den, div zor dezhañ, gant ur c'heflusker a-dreñv ; ur skouerenn hepken a voe fardet eus ar c'harr-tan-se, a oa dekvloaziadoù en a-raok koulskoude[7].
War ziskar ec'h eas Škoda Automobilová en abeg da Enkadenn Veur 1929, hogen er bloavezhioù 1930 e lakaas war ar marc'had ur skalfad nevez hag a oa disheñvel diouzh e batromoù kent. Diwar skouer Tatra e voe ijinet ur c'hastell-kreiz evit kaletaat framm ar c'hirri, a-gevret gant distroñserezh dizalc'h ouzh pep rod[8].
Ar c'hastell-se a voe lakaet da ziazez ar c'hirri Popular (1933-1946 ; kefluskerioù 845–1089 cm3), Rapid (1935-1947 ; 1165–1766 cm3), Favorit (1936-1941 ; 1802–2091 cm3) ha Superb ((1934-1949 ; 2492–3991 cm3).[8]. P'en devoa bet Škoda 14% eus ar marc'had e Tchekoslovakia e 1933, a-drek Praga ha Tatra, e renas war ar marc'had adalek 1936 gant 39% e 1938[8].
- Eil Brezel-bed
Pa voe aloubet Tchekoslovakia gant an Trede Reich en Eil Brezel-bed e voe lakaet Škoda d'ur rann eus ar Reichswerke Hermann Göring ("Labouradeg Hermann Göring") ha rediet da fardañ pezhioù evit karbedoù milourel, nijerezioù milourel, armoù ha munisionoù. Pa oa bet kenderc'het 7 052 garr hant Škoda e 1939 ne fardas nemet 683 e 1944, 43 anezho hepken o vezañ nann-milourel ; 316 sammgarr a voe kenderc'het etre 1940 ha 1945[9]. Meur a wech e voe bombezet al labouradegoù Škoda e Plzeň gant ar Royal Air Force hag an U. S. Air Force etre 1940 hag ar 25 a viz Ebrel 1945, an deiz ma voent peuzdistrujet ; ur mil den bennak a voe lazhet pe c'hloazet[10]
- Goude ar brezel
Ken abred ha miz Gouhere 1945 e oa bet adsavet al labouradeg Škoda e Mladá Boleslav, ha kerkent ec'h adstagas da fardañ kirri. Ar skalfad 1101 e voe da gentañ, eleze ur gentel nevez eus ar Popular a veze fardet kent 1939.
Adalek an diskaramzer e 1948 e voe ebarzhet Tchekoslovakia en URSS ; Škoda hag embregerezhioù tchek all a voe meret hervez armerzh steuñvek ar Stad komunour, ar pezh a strishaas ar marc'had, a droc'has pep darempred gant kevelerien hag a viras ouzh an ijinourien a zeskiñ a-zivout araokadennoù teknikel e broioù na oant ket komunour. Brudet-mat e chomas ar merk koulskoude, ha betek ar bloavezhioù 1960 e kenderc'has kirri poblek evel ar 440 Spartak (1955-1959, an Octavia (1959-1971), ar Felicia (1959-1964) hag ar 1000 MB (1964-1969)[11].
E dibenn ar bloaz 1959 e voe ezporzhiet ar Škoda Felicia da SUA, ma voe ur c'hwitadenn : evit an hevelep priz (war-dro 7 200 dollar) e c'helled prenañ ur c'harr amerikan brasoc'h, galloudusoc'h ha kletoc'h, a lonke muioc'h a zour-tan hogen marc'had-mat e oa (war-dro 0,08 $ dre litr) ; a zo gwashoc'h, meur a gudenn gant ar Felicia e zivrudas buan. Echu e voe gant marc'had Škoda en SUA.
Betek diwezh ar bloavezhioù 1980 e veze fardet kirri Škoda hervez patromoù ar bloavezhioù 1960 ; kirri marc'had-mat ha solius e oant, a veze gwerzhet mat en Europa ar C'hornôg. Kirri bihan kaset gant ur c'heflusker a-dreñv evel ar Škoda 105/120/125 Estelle (1976-1990) hag ar 130 Rapid (1984-1990) a rae berzh e-tal kirri modernoc'h er redadegoù evel ar Royal Automobile Club Rally e Kembre, a vez dalc'het abaoe 1932 ; seitek gwech ec'h eas ar maout gant Estelle ha Rapid en o rummad a-drugarez d'o c'heflusker 1289 cm3 ha 97 kW (130 marc'h-nerzh) — daoust d'ar fentigelloù niverus a rae goap eus ar c'hirri-se, evel eus ar c'hirri rus Lada[12]. Koulskoude e veze gwelet kalzik kirri Škoda war hentoù Europa ar C'hornôg a-hed ar bloavezhioù 70 ha 80[13].
E 1987 e voe kenderc'het ar Škoda Favorit (1987-1994), ur c'harr damheñvel ouzh ar c'hirri rus Lada Samara (1984-2013) ha Zastava Yugo Florida (1988-2008, daoust dezhañ bezañ bet treset gant an embregerezh italian Bertone e Torino. Ur c'harr gant teknologiezh Europa ar C'hornôg e oa ar Favorit, daoust dezhañ bezañ kaset c'hoazh gant ar c'heflusker kozh 1289 cm3 bet ijinet e Tchekoslovakia. Modernoc'h e oa ar C'hornôg c'hoazh, met buan e voe stanket an toull. Kalz Favorit a voe gwezhet e bloc'h ar Reter, hag er C'hornôg ivez (e Danmark hag ar Rouantelezh-Unanet pergen) dre ma oant marc'had-mat, solius ha padus. Peogwir e vezent lakaet da zisteroc'h eget kirri merkoù ar C'hornôg avat e voent gwellaet a-fet kletadurezh, ha bepred e voe mat ar gwerzhioù betek donedigezh ar Škoda Felicia e 1994.
-
Škoda Favorit (1989)
-
Lada Samara (1991)
-
Zastava Yugo Florida (1991)
Volkswagen AG
kemmañBetek 1990 e fardas Škoda ur skalfad kirri bihan o c'heflusker a-dreñv, petra bennak ma oa ar Favorit war ar marc'had abaoe 1987.
Kemmoù bras a c'hoarvezas e Tchekoslovakia pan eas URSS war ziskar (da get ec'h eas d'ar 26 a viz Kerzu 1991[14]) : an darn vrasañ eus an embregerezhioù tchek a c'helle bezañ prevesaet. Abaoe deroù 1990 edo ar pennadurezhioù tchek o klask ur c'hevredad estren ha kreñv evit prenañ Škoda Automobilová ; diwar 24 embregerezh solitet e voe 8 o tiskouez atapi : BMW, Fiat, Ford, General Motors, Mercedes-Benz, Renault, Volkswagen AG ha Volvo. E miz Eost 1990 ne chome nemet Renault ha VW[2].
- Renault a ginnigas lakaat Škoda da baouez gant ar Favorit ha da fardañ ur patrom kozh, ar Renault R18 (1978-1989), hag unan nevez, an Twingo (adalek 1993). Nac'het e voe, neuze e kinnigas Renault ur c'hevelerezh 60% Škoda / 40% Renault ; fardet e vefe ar Škoda Favorit e-kichen ar Renault R19 ; Škoda a genderc'hfe kefluskerioù, boestoù an tizhoù ha pezhioù all evit Renault ; kement-se holl evit 2,6 milmilion a zollaroù (a vefe 6 milmilion a zollaroù e 2024)[2].
- Volkswagen a ginnigas ur c'hevelerezh 70% Škoda / 30% VW AG, kenderc'hel gant ar Favorit, mirout ar merk Škoda, ha mirout an aozadur Škoda K & D (Klask ha Diorren) e Tchekia, kement-se evit 6,6 milmilion a zollaroù (a vefe 15 milmilion a zollaroù e 2024)[2].
E-skoaz ma save ar pennadurezhioù tchek a-du gant Renault, ar sindikadoù a gavas gwelloc'h mont gant VW AG, a oa brasoc'h eget Renault hag a c'hellje diorren gwelloc'h an embregerezh Škoda er C'hornôg. Erziwezh ec'h eas ar gouarnamant tchek war-du Volkswagen e miz Kerzu 1990 ; e miz Ebrel 1991 ec'h eas 31% eus kevlodennoù Škoda Auro gant VW AG, ar pezh a savas da 60,3% e diwezh 1994 — gant VW AG e oa ar muianiver neuze — ha da 70% e miz Kerzu 1995 ; e miz Mae 2000, an 30% a chome a yeas gant VW AG, ha gant 0% a gevrannoù e troas Škoda da isembregerezh ramz Wolfsburg[15].
Gwellaet a-galz e voe tres ha danzen ar c'hirri Škoda gant harp Volkswagen. Ar patrom kentañ Škoda-VW, ar Felicia (1994), ne oa nemet un eil kentel eus ar Favorit met gwellaet e oa bet an aveadur hag ar berzhded dre vras. Berzh a reas er Republik Tchek, ha kresk a voe war ar gwerzhioù en Europa ; unan eus ar c'hirri renket an uhelañ en enklaskoù laouenidigezh er Rouantelezh-Unanet e voe ar Felicia[2].
Da-heul ar Felicia e voe kenderc'het ar Škoda Octavia (1996) hag ar Fabia (1999) ; diazez kalz kirri graet gant VW (Ar Golf M4, da skouer) eo leurenn an Octavia, ha diwar ar Fabia e voe fardet kentelioù nevez eus ar VW Polo hag ar SEAT Ibiza.
Nebeut-ha-nebeut ec'h eas ar "fentigelloù Škoda" da get en Europa ar C'hornôg[16] a-drugarez da goulzadoù brudañ diazezet war ar fent-se end-eeun ; er bloaz 2000 e voe ur c'houlzad evit ar Fabia er Rouantelezh-Unanet gant al lugan It is a Škoda, honest ("Ur Škoda eo, hep farsal"), ha goude meur a goulzad war an hevelep ton e fizias ar brenerien er merk tchek.
Pa oa bet kenderc'het 172 000 karr gant Škoda, 26% anezho ezporzhiet da 30 bro e 1991, e voe kenderc'het 435 000 karr e 2000, 82% anezho esporzhiet da 72 bro[17] ; 1 037 200 karr Škoda a voe gwerzhet er bed e 2014.
E 2015 ec'h anzavas Volkswagen endevout truchet dre staliañ war girri ar strollad VW AG ur meziant evit touellañ ar muzulioù a-fed saotradur : kalz muioc'h eget reoliadoù ar Stadoù ma vezent ezporzhiet e saotre ar c'hirri-se, war-dro 1 200 000 karr Škoda en o zouez[18],[19]. Škoda a embannas e vefe kempennet e girri diwar goust VW AG.
Kirri-tredan
kemmañE 2015 ivez ec'h embannas Škoda edo VW AG o raktresañ kirri-tredan, peogwir ne oa "diskoulm all ebet"[20].
E 2017 e weljod e Saloñs Shanghai ar c'hentpatrom Vision E, ur c'harr-tredan 220 kW (300 marc'h-nerzh) gouest da vont a-hed 500 km[21],[22]. Diazezet war ar savenn VW MEB (Modularer E-Antriebs Baukasten, "kit liestamm ar bleinañ-tredan") e oa ar Vision E, ha Škoda a fardfe ar batirioù en e labouradeg e Mladá Boleslav.
Ur c'harr dre geflusker hiron (dour-tan ha tredan), ar Superb iV, a voe lakaet e gwerzh e deroù ar bloaz 2020, hag er bloaz-se ivez e teuas er-maez ar Škoda Kamiq hiron e geflusker gaz naturel ha tredan, hag ar Fabia hiron.
En diskaramzer 2019, Škoda a baouezas da fardañ e Citigo dre drelosk kondon (2011-2019) hag a lañsas ar gentel Citigo-e iV, ur c'harr-tredan kaset gant ur c'heflusker 60 kW (80 marc'h-nerzh) a c'halle mont a-hed 260 km ; paouezet e voe en diskaramzer 2020 da reiñ lec'h d'an Enyaq iV 80 e meur a gentel : eus 109 kW (146 marc'h-nerzh, 340 km) da 210 kW (280 marc'h-nerzh, 542 km)
Škoda Motosport
kemmañAdalek 1901 e vez Škoda o kemer perzh e redadegoù kirri, ma voe trec'h meur a wech gant meur a batrom er bed a-bezh. Ul labouradeg e Mladá Boleslav zo gouestlet d'ar prientiñ kirri evit ar redadegoù.
Kent 2013 e voe kirri Škoda en Intercontinental Rally Challenge (IRC) ; etre 1999 ha 2005 e kemerjont perzh er World Rally Championship (WRC) ; en European Rally Championship (ERC) hag er World Rally Championship/rummad 2 (WRC2) e redont bremañ[23],[24].
Pa voe lakaet termen d'an IRC e oa Škoda Motosport ar merk en devoa bet trec'h an aliesañ. Gant ar Fabia S2000 e voe trec'h en ERC e 2010 hag e 2014.
-
Škoda 966 Supersport (1950)
-
Ur Škoda Fabia R5 e 2015
Logo
kemmañDaou arouez kenwerzhel a voe enrollet e 1923 e Plzeň evit Škoda : ur saezh askellek pemp pluñvenn dezhi troet ouzh an tu dehou en ur c'helc'h, gant ul lagad en askell tost da benn ar saezh, hag ur saezh askellek teir fluñvenn dezhi. An eil e voe logo ar merk adalek 1926 betek 1990.
Arouez an tizh eo ar saezh, hini an araokaat eo an askell, hini ar resisted eo al lagad, hag arouez ur bed klok c'hwek eo ar c'helc'h. Kontet e vez e oa bet ijinet al logo-se gant rener ar c'henwerzh, Tomáš Maglič, a-c'houde ur veaj en SUA ma oa bet škodeget gant pennwisk pluñvek un Amerindian eus ar C'hompezennoù Meur[25]
- 1925
Vigelc'hiek e oa al logo kentañ, war ur foñs glas teñval ; Škoda a oa skrivet e lizherennoù alaouret gronnet gant deliennoù lore da aroueziañ ar berzh, evel ma oa e logo Laurin & Klement.
- 1926
Ar saezh askellek teir fluñvenn dezhi bet enrollet e 1923 a voe arveret war ar c'hirri, ar pezhioù distag ha war an teulioù moullet. E 1937 e voe ouzhpennet an anv Škoda e-kichen al logo, a oa e meur a liv : argant ha glas peurvuiañ, ruz ivez er bloavezhioù 1950 ha 1960.
- 1993
Pa voe lonket Škoda gant Volkswagen e voe treset ul logo nevez : gwer e voe evit kemenn e touje Škoda d'an endro, tevaet e voe ar c'helc'h tro-tro d'ar saezh ha skrivet Škoda ennañ.
- 1994
Duet e voe ar c'helc'h, ha lakaet deliennoù lore Laurin & Klement ennañ, edan ar saezh. War benn a-raok ha penn a-dreñv an holl girri e veze lakaet al logo, koulz ha war ar rod-stur hag ouzh pep rod.
- 2011
Erlerc'hiet e voe ur c'helc'h moan argant ouzh ar c'helc'h ledan du, da lezel muioc'h a lec'h d'ar saezh wer, a voe trolinennet en argant da reiñ bos dezhi. Škoda zo moullet gant ur font nevez ha lakaet a-us ar c'helc'h.
- 2016
Dindan ar c'helc'h e voe lakaet an anv.
- 2023
Distaget eo bet an anv diouzh al logo hag arveret a-zisrann evel arouez pennañ ar merk. Moullet eo gant ur font nevez ma'z eo bet lakaet en S an arouez diakritek (háček, ˇ) a oa a-us dezhañ, kement-se evit ma vefe helennusoc'h en diavaezvro hep dilezel ar perzh tchekek[26].
-
1925
-
1994
-
2011
-
2023
Levrlennadur
kemmañ- (en) (1992) Škoda Laurin & Klement. Osprey. ISBN 1-85532-237-4.
- (cz) Králík, Jan. V soukolí okřídleného šípu ("E kendentadur ur bir askellek"). Praha : Grada, 2008 (ISBN 978-80-247-2415-7)
- (en) Jetschgo, Johannes & Ward, Rachel. Škoda – A Car That Made History. Praha : Vitalis, 2019 (ISBN 978-3-89919-652-8)
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) 'Škoda Motosport'. Kavet : 03 Mae 24.
- (fr) 'Motosport Škoda'. Kavet : 03 Mae 24.
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 ha1,5 (en) 'Annual Report 2023'. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (en) Návělek, Vojtěch (2011). 'Acquisition of Škoda Auto Company by Volkswagen Group'. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) , Piotr Stefan. The Price of Freedom: A History of East Central Europe from the Middle Ages to The Present. London : Routledge, 1992, p. 171 (ISBN 978-0-415-07626-5)
- ↑ Jetschgo & Ward 2019, pp. 8-9.
- ↑ Jetschgo & Ward 2019, p. 9.
- ↑ (en) 'Laurin & Klement Slavia B @ Škoda. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) Margolius, Ivan. Škoda's People's Car. In : The Automobile, Mezheven 2023. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ 8,0 8,1 ha8,2 (cz) Králík 2008, pp. 19-22.
- ↑ (en) Pavlínek, Petr. A Successful Transformation? Restructuring of the Czech Automobile Industry. Heidelberg : Physica-Verlag, 2008 (ISBN 978-3-7908-2039-3)
- ↑ (en) Streitfeld, Leonard. 'Hell From Heaven – Chapter 35 – Mission 31 – Pilsen, Czechoslovakia – Our Last Combat Mission – April 25, 1945'. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) Estrin,Saul & Richet, Xavier & Brada, Josef C.. Foreign Direct Investment in Central Eastern Europe: Case Studies of Firms in Transition. London : Routledge, 2000 (ISBN 978-0-7656-0255-8)
- ↑ Da skouer : « Petra eo an diforc'h etre ur Škoda hag ar SIDA ? » — « Ha klasket 'peus c'hoazh bountañ ur Škoda d'un den bennak ? »
- ↑ (en) 'Skoda has last laugh @ BBC, 24/02/2000. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (ru) Декларация Совета Республик ВС СССР от 26.12.1991 № 142-Н / Dislkêriadur Nerzhioù Milourel URSS ar 26.12.1991 niv. 142-N'. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) 'The History of Škoda @ VW AG. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ 'Skoda's marketing success goes from strength to strength @ Carpages, 17/12/2002. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) 'New flagship model will compete Skoda rebirth @ Automotive News Europe, 13/07/2020. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) Schiermeier, Quirin. The science behind the Volkswagen emissions scandal. In : 'Nature, 24/09/2015. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (fr) Orain, Grégoire. Six clés pour comprendre le scandale qui secoue Volkswagen. In : ''Le Monde', 25/09/2015. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ (en) 'Skoda electric vehicle under development @ Autocar, 16/03/2016. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ Hervez ar reoliad WTLP.
- ↑ (en) Pollard, Tim. Skoda Vision E: it's the Czechs' first electric car. In : 'Autocar, 18/04/2017. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ 22 Fabia zo enskrivet en ERC (Mae 2024) • (en) 'ERC'. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ 63 Fabia zo enskrivet er WRC2 (Mae 2024) • (en) 'WRC2'. Kavet : 03 Mae 24.
- ↑ Jetschgo & Ward, 2019, p. 40.
- ↑ (en) 'Logo history @ Škoda. Kavet : 03 Mae 24.