Ford Motor Company
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
The Ford Motor Company pe Ford war eeun a zo ur saver-kirri amerikan lec'hiet e Detroit, savet gant Henry Ford e 1903. Gwerzhañ a ra kirri e bed a-bezh, met dreist holl er Stadoù-Unanet hag en Europa, dindan e anv Ford met ivez kirri chioc'h dindan an anv Lincoln. Produiñ a rae ivez traktourioù gwezhall. Perc'henn a ra perzhioù eus saverien-kirr all, Mazda e Japan (2,1%), Aston Martin er Rouantelezh-Unanet (15%) ha Jianglin e Sina (49%). Kontrollet eo c'hoazh an embregerezh gant ar famailh Ford, doust ma'z int perc'hennerien a nebeud perzhioù.
Deskrivet eo bet gant Forbes evel "an embregerezh pouezusañ en istor ar Stadoù-Unanet". Lakaet eo bet ganti hentennoù nevez da bleustriñ, evel an taylorismiezh, un doare nevez da aozañ al labour en embregerezhioù en deus aotreet ar saver-kirri da broduiñ evit ar wezh kentañ meur a garr en un dro.