An Enkadenn Veur eo an anv a roer d'ar gwallemgav armerzhel a c'hoarvezas gant ar bed a-bezh e-pad an dek bloavezh kent an Eil brezel-bed.
An holl vroioù a c'houzañvas an eil re war-lerc'h ar re all, met embann al lezenn amerikan Smoot-Haley Tariff d'an 17 a viz Mezheven 1930 a voe an deroù evit an darn vuiañ anezho ; hervez ar broioù ez echuas etre dibenn an degad 1930 ha kreiz an degad 1940[1] Hiroc'h, hollekoc'h ha donoc'h un enkadenn ne voe ket a-hed an XXvet kantved[2].

Chomet eo an Enkadenn Veur ur skouer eus pegen gwazh un diskar a c'hall c'hoarvezout en armerzh ar bed a-bezh.

E Stadoù-Unanet Amerika e krogas, goude an diskar a voe e gwerzh al lodennoù[N 1] d'ar 4 a viz Gwengolo 1929 en Eskemmdi New York City, e Wall Street e karter Manhattan. Adal ar Yaou 29 a viz Here 1929, pa dizhas Wall Steet traoñ ar werzh, en em strewas an Enkadenn a-dreuz ar bed. Black Thursday, "ar Yaou Du" a reer eus an deiziad-se.[3]

Gwastet e voe Stadoù a-bezh, pinvidik pe baour. D'an traoñ ez eas leve an dud, talvezad an tailhoù, ar gounidoù hag ar prizioù tra ma voe ar c'henwerzh etrebroadel diskaret eus 50 % en abeg d'al lezenn Smoot-Hawley Tariff dreist-holl. Betek 25 % eus an dud a gollas o labour er Stadoù-Unanet, ha 33 % e lod broioù.[4]

Gouzañv kriz a reas darn eus kêrioù ar bed, krisoc'h c'hoazh pa oant kreizennoù greantel. Ehanet e voe ar sevel tiez. Mervel pe dost a reas al labour-douar pa voe un digresk a 60 % e prizioù an eostadoù[5],[6],[7].

Miliadoù a diegezhioù a voe rivinet, bras-divent e voe an dilabour, miliadoù ag embregerezhioù hag a vankoù a reas freuz-stal.

KDK-bloaz[N 2] SUA etre 1910 ha 1960

W

E roz emañ an Enkadenn Veur (1929–1939)

  • KDK (war an tu kleiz) : gwelet a reer e krogas an diskar e 1929, ha buan e kollas betek 50 % ; adalek dibenn 1932 e pignas en-dro betek e live kent e 1939, hag uheloc'h war-lerc'h. Un digresk all a voe e dibenn an Eil brezel-bed.
  • Dilabour : kreskiñ a reas kontrol d'ar c'hen-
    derc'had evel-just. An hevelep kemmoù a c'haller gwelet diouzh an amzer.

• Merzit levezon vat ar brezel war armerzh SUA.

W

Feur an dilabour e SUA etre 1910 ha 1960

Un nebeud broioù a grogas da bareañ adalek 1935-1936, hogen en darn vrasañ eus ar bed e padas efedoù an Enkadenn Veur betek dibenn an Eil brezel-bed e 1945, ha pelloc'h c'hoazh e lod anezho.

Orin al lavarenn

kemmañ

En XIXvet kantved e oa bet goveliet al lavarenn economic depression ("enkadenn armerzhel") gant armerzhourien ha politikourien e Stadoù-Unanet Amerika hag e Breizh-Veur. Da geñver enkadenn 1819 er Stadoù-Unanet e komzas ar Pennsezer James Monroe (1758-1831) eus "a depression" ("un enkadenn").[8] War e lerc'h ez implijas ar Pennsezer John Calvin Coolidge (1872-1933) an hevelep lavarenn evit komz a-zivout enkadenn 1920-1921.

An armerzhour Saoz Lionel Robbins (1898-1984) zo anavezet evit bezañ strewet al lavarenn dre e levr The Great Depression ("An Enkadenn Veur")[9] bet embannet e 1934.[8][10].

An Deroù

kemmañ
Diskuliadeg dirak eskemmdi New York
goude ar freuz

Ar Black Thursday eo orin an Enkadenn Vras hervez an darn vuiañ eus istorourien an armerzh ; lod anezho avat n'int ket a-du hag a ziskleir penaos ne voe ar freuz a c'hoarvezas en deiz-se nemet un azon eus ar c'hleñved, an abeg anezhañ ne oa ket.[4][11]

Gwellsellerien e chomas an Amerikaned goude ar Yaou Du evelato, da heul disklêriadur ar greantour John Davison Rockfeller (1839-1937) a lavaras en devoa bevet enkadennoù dija, ha bepred e oa distroet berzh ha finborte er vro[12] E deroù 1930 e pignas marc'had al lodennoù en-dro : e miz Ebrel e tizhas al live en devoa bet e deroù 1929, hogen bez' e oa c'hoazh tost da 30 % izeloc'h eget barr miz Gwengolo 1929[13]. Muioc'h ag arc'hant a voe dispignet e deroù 1930 gant ar gouarnamant hag an embregerezhioù eget na oa bet e 1929, met un digresk a 10 % a voe e dispignoù an dud o devoa kollet e marc'had al lodennoù. Diouzh tu ar c'heloù fall, e kreiz 1930 e krogas ur sec'hor bras en doaroù strujusañ ar Stadoù-Unanet.

E kreiz 1930 e oa aet feurioù ar c'hampi[N 3] d'an traoñ, hogen an dic'hwezh[N 4] ha diegi an dud da geñver an amprestañ arc'hant a ziskoueze e oa ar postañ hag an dispign en un enkadenn[14]. E miz Mae 1930 e oa bet gwerzhet nebeutoc'h a girri-tan eget e 1928. An holl brizioù a grogas da ziskenn petra bennak ma chomas ar goproù stabil a-hed 1930, hogen e 1931 e krogas an dic'hwezh. Gwashaat a reas stad al labour-douar pa 'z eas ar prizioù war ziskar, hag er rannvrioù ma oa mengleuzioù ha koadegi greantel rak uhel e oa feur an dilabour ha ral al labourioù all eno.

En abeg da ziskar armerzh SUA e sankas an darn vrasañ eus ar broioù all er penn kentañ, ha dasparzh an nerzh hag ar gwander e diabarzh pep bro a wellaas pe a washaas he stad da c'houde. Pa glaskas lod Stadoù lakaat o armerzh da chom war neuñv dre lezennoù-gwareziñ evel ar Smoot–Hawley Tariff Act ha lakaat kresk war o prizioù er broioù all e voe kreñvoc'h c'hoazh an diskar er c'henwerzh etrebroadel. E dibenn 1930 e oa armerzh ar bed o tiskenn reoliek betek an traoñ, a dizhas e 1933.

Setu amañ un daolenn eus ar c'hemmoù e sifroù an armerzh e peder Stad etre 1929 ha 1932[15]

Stadoù-Unanet Alamagn Breizh-Veur Bro-C'hall
Kenderc'hadoù greantel –46% –41% –23% –24%
Prizioù a-vras –32% –29% –33% –34%
Kenwerzh-diavaez –70% –61% –60% –54%
Feur an dilabour +607% +232% +129% +214%

Abegoù

kemmañ

A-douez abegoù all, gwanderioù e framm armerzh SUA a zegasas ar Black Thursday. Da c'houde, ar gwanderioù-se end-eeun ha disentezioù bet kemeret gant tud hag ar Stad a droas ar Yaou Du en un Enkadenn Veur kent he strewiñ dre ar bed a-berzh.
Gwanderioù framm armerzhel SUA evel freuz-stal ar bankoù bras ha diskar trumm marc'had a lodennoù e 1929 eo pennabegoù an enkadenn hervez an istorourien, tra ma lavar an armerzhourien voneizelour ez eo kentoc'h diwar disentez Stad-kreiz SUA da grennañ war an embann-moneiz ha disentez Stad Breizh-veur da zistreiñ da werzh an aour kent ar Brezel-bed kentañ evel dave ar moneiz e c'hoarvezas en Enkadenn.
Ez-reizh e c'hoarvez ardec'hioù[N 5] ha kelc'hadioù kenwerzhel en ur bed ma ne vez gwezh ebet kempouez-rik etre ar c'hinnig hag ar goulenn, a dermen ar priz war ur marc'had.

War ur marc'had ma 'z eus kevezerezh e kemm priz ur c'henderc'had (un draezenn pe ur servij) betek ma chom stabil pa vez ar c'hementad goulennet gant ar brenerien d'ar priz-se kevatal d'ar c'hementad lakaet e gwerzh d'ar priz-se gant ar genderc'herien, alese ur c'hempouez etre priz ha kementad. Peder lezenn ar c'hinnig hag ar goulenn zo bet termenet diwar ensellet ar marc'hadoù ; e stumm un daolenn emaint kinniget amañ a-is[16].
Priz goulennet Priz kinniget Kementad Kempouez
Lezenn 1 War gresk Digemm War gresk War gresk
Lezenn 2 War zigresk Digemm War zigresk War zigresk
Lezenn 3 Digemm War gresk War gresk War zigresk
Lezenn 4 Digemm War zigresk War zigresk War gresk

O c'houzout kement-se, armerzhourien a bep tu a glaskas displegañ an Enkadenn Veur hep dont a-benn da respont d'ar goulenn pennañ : petra a laka un ardec'h da dreiñ da enkadenn ? Pep hini anezho a glaskas lakaat ar fedoù da blegañ dindan gwask soñjoù e skol met, e gwirionez, den ebet ne oar abegoù resis an Enkadenn Veur ha, dre se, penaos mirout na c'hoarvezje unan all.
Ne vo meneget amañ nemet an diskoulmoù brudetañ a zo bet kinniget — hini anezho avat ne c'hall reiñ un displegadur klok.

An arvrokadur

kemmañ

Tennañ splet eus natur kemm-digemm ar marc'had evit lakaat klaoustre war emdroadur priz ur c'henderc'had pe ul lodenn a-benn gounit arc'hant eo arvrokañ.
Hervez lod armerzhourien e vije ar bankoù aet e-maez eus o micher, p'o devoa prestet muioc'h ag arc'hant d'an arvrokerien eget n'o devoa lakaet en armerzh gwirion ar Stadoù-Unanet. War gresk atav e yeas priz al lodennoù en eskemmdioù betek ma ne voe mui den evit resteurel an amprestoù ; pa 'z eas eskemmdi New York d'an traoñ e savas pennfollerezh a sac'has reizhiad arc'hantel ar vro a-bezh ; tremen 8000 bank a reas freuz-stal etre 1929 ha 1934, ha dre ma ne oa mui arc'hant prestet e chomas an armerzh a-sav.[17]

Ar moneiz

kemmañ
Un engroez tud o vont da dennañ o arc'hant diouzh an Darmstädter-und-Nationalbank e Berlin,
d'an 13 a viz Goure 1931
• Re a voneiz
Kalz re a voneiz a voe kenderc'het er bloavezhioù 1920 gant Bank-kreiz ar Stadoù-Unanet evit lakaat feur an amprestoù da zigreskiñ dre brestañ da vuioc'h a dud, ar pezh a grouas ur monc'hwezh[N 6] na c'halle ket padout[18].
• Re nebeud a voneiz
Evit herzel ar monc'hwezh e klaskas ar Bank-kreiz krennañ war ar moullañ moneiz e 1928, alese nebeutoc'h ag arc'hant amprestet, hogen dav e vije bet reiñ moneiz d'ar bankoù : war gresk ez eas feur an amprestoù, an arvrokerien a dennas o arc'hant eus ar bankoù, freuz-stal a reas ar re-se hag an Enkadenn a c'hoarvezas[19],[20].
• Re a zleoù
E deroù 1922, e Genova en Italia, e voe savet ar reizhiad anvet Gold Exchange Standard ("patrom an eskemm aour") : ne vije tu da eskemm ouzh aour nemet an dollar amerikan hag al lur breizhveurek, gwerzh ar moneizoù all o vezañ termenet e-keñver an aour. Bez' e c'halle ar Stadoù o devoa gounezet ar Brezel-bed kentañ paeañ o dleoù e dollaroù pe e lurioù, o bankoù-kreiz o tegemer aour pe an daou voneiz-se.

Pa veze dleoù gant ur Stad e veze tennet aour diganti ha krennet war an arc'hant a veze prestet dezhi. Peogwir e oa ar Stadoù-Unanet unan eus ar Stadoù a c'halle paeañ he dleoù e dollaroù e voullas dollaroù hag e lezas he dleoù da greskiñ betek tremen 350 % eus he c'henderc'had diabarzh kriz (KDK)[21] E-lec'h bezañ postet er greanterezh ez eas an arc'hant gant an arvrokerien, alese muioc'h-mui a c'halloud gant an eskemmdioù betek ma tisac'has ar berniad dleoù. Pa oa ar berniad-se diazezet war digempouez reizhiad arc'hantel ar bed a-bezh e voe tizhet armerzh ar bed a-bezh ivez[22].

Re nebeud a brenadennoù

kemmañ
Ur familh e Oklahoma, 1936

Rivinet e oa Europa e dibenn ar Brezel-bed kentañ tra ma kreske pinvidigezh ar Stadoù-Unanet, na voe ket dasparzhet ez-reizh avat : un nebeud tud pinvidik-mor ne dispignent ket a-walc'h hag ar peurrest eus an dud ne c'hallent ket dispign ; strizh neuze e chome ar marc'hadoù, re a gevala a oa, nebeutoc'h a dud a laboure peogwir e oa bet kenderc'het re a draoù, hag ar c'hempouez-se en dilabour a zegasas an Enkadenn Veur[23].
Hervez lod armerzhourien e teuas kement-se diwar aozadur nevez al labour da heul mennozhioù Frederick WInslow Taylor (1856-1915) : betek re e voe kenderc'het tra ma chome ar goproù re izel[24].

Kelc'hiad an armerzh

kemmañ

Ne voe an enkadenn nemet un darvoudenn e kelc'hiad an armerzh, a bad un dek bloavezh bennak. N'eo troet da Enkadenn Veur nemet en abeg da zisentezioù fall bet kemeret gant ar Stad amerikan re wellseller a c'hortoze ma tremenje, ha gant ar Bank-kreiz a grennas war an amprestoù e-lec'h o ledanaat.

Ar fazioù bras

kemmañ

Tonket e oa an Enkadenn Veur da c'hoarvezout abalamour da skloufoni an arvrokerien, d'an dle bet lezet da vont gant ar Stad, da zisentezioù fall a-berzh ar Stad hag ar Bank-kreiz a-fed armerzh ha moneiz.[9]

Mestr ebet war ar c'hoari

kemmañ

Ne oa Stad ebet a gement a oa gouest da embann reolennoù ar c'hoari, da lakaat ar broioù all da zoujañ outo : pep Stad a choarias diouzh he zu hep na vije kenlabour, ar pezh a gasas d'ur c'hoari armerzhel war verr dermen ha neuze d'an Enkadenn Veur.
Breizh-Veur ne oa mui gouest da ren war ar c'hoari, hag ar Stadoù-Unanet ne oant ket mennet d'en ober[25].

Ardec'h ar Stadoù-Unanet troet da enkadenn ar bed

kemmañ

Pevar abeg zo bet lakaet da ziarvar gant an dielfennerien.

• Mik e chomas an atebeien
Pa gav an armerzh e gempouez en oberiantiz izel hag en dilabour uhel e rank ar Stad postañ arc'hant a-benn pourchas labour d'an holl, ar pezh na voe ket graet rak e 1929 e oa an atebeien o c'hortoz ma tigreskje ar prizioù hag ar goproù. Fiziañs o devoa e distro ar finborte.

Pa oa an enkadenn o padout e klaskas Pennsezer Franklin Delano Roosevelt (1882-1945, e karg 1933-1945) reiñ lañs da labourioù foran ha skoazellat al labour-douar, a-douez disentezioù all, met dre ma klaske war an dro kempouezañ an dispignoù foran ne voe ket a-walc'h evit lakaat an enkadenn da echuiñ kent deroù an Eil brezel-bed (1939).

• Mik e chomas ar Bank-kreiz
E-lec'h pourchas arc'hant d'ar bankoù e krennas war an amprestoù.[4]
• Re warezet e oa ar marc'had amerikan
Da heul al lezenn Hawley-Smoot Tariff Act e voe kresket gwirioù ar maltouterezh war ar c'henderc'hadoù enporzhiet, evit gwareziñ ar genderc'herien amerikan diouzh ar c'hevezerezh etrebroadel. Lod broioù all a reas heñvel neuze, ar pezh a washaas stad an embregerezhioù amerikan a veve dre an ezporzhiañ — al labour-douar dreist-holl (gwinizh, koton, butun ha prenn) ; tennañ o arc'hant eus ar bankoù a reas lod atantoù bras, ar pezh a lakaas bankoù da ober freuz-stal. A gresk da gresk e voe distrujet framm armerzh ar bed peogwir e oa ar c'henwerzh etrebroadel kalz pouezusoc'h eno eget na oa er Stadoù-Unanet, hag ar Stadoù galloudusañ em dennas dioutañ.
• Ar Gold-exchange standard
Pa voe lakaet ar reizhiad arc'hantel da darzhañ e Genova e voe adtermenet gwerzh ar moneizoù da geñver an aour, ar pezh a gasas lod broioù da ziwerzhekaat o moneiz. Dre veur a ziwerzhekadur e voe kammet ar c'henwerzh etrebroadel a-fed kenderc'hadoù ha servijoù.

War-du an diwezh

kemmañ

Adal deroù 1933 e krogas ar Stadoù-Unanet da yac'haat, hag an darn vrasañ eus ar broioù da heul[3], met ne c'hallas ket SUA adkavout live o C'henderc'had Broadel Kriz (KBK) a 1929 kent 1940 ; da 15 % e oa feur an dilabour er bloavezh-se c'hoazh, hogen gwelloc'h eget ar 25 % a oa e 1933. Ouzhpenn an dilabour e oa kalz is-implij, da lavaret eo tud a laboure gwezh ha gwezh all, darn-amzer, war postoù ma oant re varrek pe re desteniet.

Klask a reas Herbert Hoover (1874-1964), Pennsezer SUA eus Meurzh 1929 betek Meurzh 1933, ober un draig bennak evit pareañ ar vro hogen re wan e oa, ha Franklin D. Roosevelt a voe dilennet war e lerc'h.
Petra bennak ma n'eus kenemglev ebet etre an armerzhourien a-zivout abegoù gwirion ar pareañ, an holl anezho a anzav e voe peder elfenn oc'h aesaat buhez SUA hag ar bed betek ar pare.

New Deal  : an Dasparzh Nevez

kemmañ
Franklin Delano Roosevelt e 1933

Ur strollad lezennoù bet embannet diwar intrudu F. D. Roosevelt eo an New Deal ; den ne oar ha degas pe buanaat a rejont ar pare, met a-dra-sur ne voent ket start a-walc'h evit peurechuiñ gant an Enkadenn Veur rak enket c'hoazh e oa SUA pa grogas an Eil brezel-bed. Lod dielfennerien a embann e voe frealzet an dud hag ar marc'hadoù gant prezegennoù hag oberioù ar Pennsezer a gemenne un adc'hwezh[N 7] hag ur c'hresk e feur an amprestoù[26],[27]. Raktresoù labourioù foran a voe lakaet e pleustr, evel hentoù, stankelloù ha kreizennoù tredan a zo arveret c'hoazh hiziv an deiz.
Efedus e voe an New Deal evelkent, pa bignas KDK SUA en-dro adalek 1938 goude un eil ardec'h e 1937. Lod armerzhourien a damall politikerezh ar gouarnamant amerikan hag an New Deal da vezañ degaset an ardec'h-se, a oa c'hoarvezet pa oa an armerzh war yac'haat. Lod all a damall an arvrokadur, a oa aet en-dro adarre kerkent ha gwellaet stad ar vro raktal goude ma voe an New Deal lakaet e pleustr.
Ne oa ket an armerzh gouest d'em bareañ neuze, ha moarvat ne vije ket deuet a-benn hep diwerzhekadur an dollar amerikan bet divizet gant ar gouarnamant, na hep an trubuilhoù politikel a oa en Europa, a lakaas aour da skuilhañ en armerzh SUA.[28]

Gant an New Deal e ouezas F. D. Roosevelt sevel ar politikerezh a oa gortozet gant an dud gwastet gant an Ekadenn Veur ; dilennet e voe da Bennsezer en-dro e 1936, 1940 ha 1944.

An arc'hant

kemmañ

Elfennoù moneizel a voe ivez o c'hoari ur perzh pouezus e dibenn an Enkadenn Veur, daoust d'ur meradur fall a-berzh ar Bank-kreiz[29].
Diwar intrudu F. D. Roosevelt e voe adframmet reizhiad ar moneiz en SUA[30]. E 1933 e voe embannet Lezenn ar Bankoù (Glass-Steagall Act) evit reoliañ an doare ma rae ar vankerien o micher : gwarezet e vije an dud gant al lezennoù, ha paouez a rajent da dennañ o arc'hant diouzh ar bankoù gant aon rak ar c'holl, ar pezh a oa bet pennabeg da freuz-stal kalz bankoù e deroù an Enkadenn Veur ; disrannet e vije ar bankoù-fiziañ (arboelloù hag amprestoù) diouzh ar bankoù-postañ (kenwerzh hag arvrokadur). Kalz bankoù a gavas an dro da dremen dreist al lezenn, met e 1999 hepken e voe ar Glass-Steagall Act kaset da get kent bezañ adlakaet e pleustr gant Barack Obama e 2008 en abeg d'un enkadenn nevez.

An aour

kemmañ

Lod armerzhourien o deus diskouezet penaos e voe dre ar Gold Exchange Standard (GES) en em strewas an enkadenn er bed ; diskouezet o deus ivez e oa pa dremenas Stadoù heptañ e voe skoazellet ar pareañ, rak dilezel an eskemm aour-moneiz pe ziwerzhekaat o moneiz a rejont[31],[32] Lod armerzhourien avat a lavar e voe liesdoare ar politikerezhioù bet lakaet e pleustr gant ar Stadoù o devoa dilezet ar GES ha liesdoare ivez an disoc'hoù anezho[33].

Holl Stadoù kreñvañ ar bed a zilezas ar GES e-kerzh an Enkadenn Veur, Breizh-Veur da gentañ pa voe al lur saoz taget gant arvrokerien ha pa zigreskas he berniad aour e miz Gwengolo 1931 : paouez a reas ar Bank of England da eskemm bilhedoù e lurioù saoz ouzh aour, ha lakaat a reas al lur da neuñviñ war marc'hadoù-eskemm estren. Da heul Breiz-Veur hag e 1931 e voe dilezet ar GES gant Japan ha Stadoù Skandinavia. Stadoù all evel Italia hag SUA a heulias ar GES betek 1932-1933 tra ma chomas "Bloc'had an Aour" (Bro-C'hall, ha Polonia, Belgia, Suis d'he heul) ennañ betek 1935-1936.
Seul abretoc'h e voe dilezet ar GES gant ar Stadoù, galloudus pe get, seul abretoc'h e voe echuet gant an Enkadenn Veur : digabestret e voe Breizh-Veur hag Skandinavia pell a-raok "Bloc'had an Aour". Lod broioù a heulie gwerzh an arc'hant e-lec'h hini an aour, evel Sina, a voe skrafignet hepken ganti[34].

An Eil brezel-bed

kemmañ
Ul labourerez, Fort Worth, Texas, 1942
Merc'hed a voe el labouradegoù pa voe ar wazed galvet d'ar brezel.

Kenemglev zo etre istorourien an armerzh evit lavaret ez echuas an Enkadenn Veur e deroù an Eil brezel-bed. Darn eus an darvoud-se a c'hoarvezas abalamour ma tispignas SUA evit ar brezel, ar pezh a lakaas an dilabour da zigreskiñ.[3][17][28]
Skoazellet e voe Stadoù Europa pa grogjont da bostañ arc'hant e greanterezh an armoù en-dro ; pa voe kaset ar wazed d'ar brezel e 1939 e voe echu gant an dilabour.[35]

E 1941 ez eas SUA d'ar brezel d'o zro, ar pezh a echuas an Enkadenn Veur da vat : dindan 10 % e voe feur an dilabour.[35]. Kalz arc'hant a voe postet en armoù, daougementet e voe kresk ar c'henderc'hañ a-drugarez da gevradoù sinet etre ar Stad hag an embregerezhioù — ar c'hresk war dle ar Stad hag an tailhoù nevez bet divizet gant gouarnamant ar Pennsezer Harry Truman a voe lezet a-gostez evit ar mare. Da heul ar strivoù a voe graet da geñver ar brezel e chomas gant SUA ul lañs teknologel a badas pell goude 1945.
E dibenn ar brezel e tistroas gwazed SUA d'ar gêr, ha ret e voe azasaat an armerzh nevez d'an darvoud-se. Armerzhourien a oa e melestradur ar Stadoù-Unanet d'ar mare-se, ha biken ken ne baouezo ar Stad gant an dispignoù foran.

War-bouez ar Stadoù-Unanet, holl Stadoù galloudusañ ar bed a voe rivinet gant an enkadenn Veur ha gant an Eil brezel-bed a c'hoarvezas d'he heul. Gant ar brezel e kemmas tro-spered renerien ar bed, e voe ret adsevel an danvez armerzhel e-pad un degad hag e voe lakaet reolennoù al labour hag ar surentez kevredigezhel etre daouarn ar gouarnamantoù.

Ar bloavezhioù 2008-2012 : un Enkadenn Veur all ?

kemmañ

Un Ardec'h Meur a c'hoarvezas er bloavezh 2008 ; evel e 1929 e krogas e SUA hag en em strewas buan dre ar bed.
Ben S. Bernanke, anezhañ Pennsezer Bank-kreiz SUA, a zibabas c'hoari gant ar moneizañ ha feur an amprestoù en un doare disheñvel diouzh a voe graet e 1929, ar pezh a laka goulennoù d'an armerzhouriezh rak buanoc'h e yac'haas reizhiad an arc'hant en XXvet kantved.

Biskoazh en XXvet kantved ne oa bet an difoc'h etre ar re baour hag ar re binvidik ker gwazh hag e 1928-1929[36]. ; an hanter eus an dud dilabour a oa bet sac'het e-pad tremen c'hwec'h miz, ar pezh ne c'hoarvezas biken kent ardec'h dibenn ar bloavezhioù 2000 : e 2007-2008 e voe an diforc'h etre peorien ha pinvidien par da re an Enkadenn Veur. Ha kentel zo bet desket ?

Notennoù ha daveennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Lodennoù : tammoù eus kevala (pinvidigezh-diazez) un embregrezh a c'haller prenañ ha gwerzhañ dre un eskemmdi gant gounid mard eo an embregerezh aet pinvidikoc'h c'hoazh a-drugarez d'he doare da ren hec'h aferioù — seul binvidikoc'h an embregerezh, seul vuioc'h a fiziañs a vez lakaet enni gant ar genlodennerien, ha seul vrasoc'h o gounid pa werzhont lodennoù.
    Diouzh an tu all avat e koll ar genlodennerien pa 'z a gwerzh al lodennoù war ziskar evit abeg pe abeg.
  2. KDK-bloaz Kenderc'had Diabarzh Kriz : ar binvidigezh a vez kenderc'het e diabarzh ur vro er bloavezh.
  3. Kampi : gopr a ro an den a amprest arc'hant d'an den pe d'ar bank a brest an arc'hant-se. Un dregantad eus ar sammad amprestet eo ar c'hampi.
  4. Dic'hwezh : digresk bras ha padus war ar prizioù.
  5. Ardec'h : gorrekadur e kresk an armerzh
  6. Monc'hwezh : kresk dizehan war an holl brizioù
  7. Adc'hwezh : atizadur an armerzh dre bourchas moneiz pe grennañ war an tailhoù evit lakaat ar prizioù da greskiñ war hir dermen.

Daveennoù

kemmañ
  1. GARRATY John A., The Great Depression, Harcourt, San Diego, SUA,1986 ISBN 978-0-15-136903-4 (en)
  2. DUHIGG Charles, Depression, You Say? Check Those Safety Net, 23 a viz Meurzh 2008 en New York Times (en)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Encyclopædia Britannica (en)
  4. 4,0 4,1 ha4,2 FRANK Robert H. & BERNANKE Ben S., Principles of Macroeconomics, Irwin/McGraw-Hill, Boston, SUA, 2007, p. 98 ISBN 978-0-07-319397-7 (en)
  5. Maodiernezh al Labour, SUA (en)
  6. COCHRANE Willard W., Farm Prices, Myth and Reality, University of Minnesota Press, SUA, 1958/2009, p. 15 ISBN 978-0-8166-5732-2 (en)
  7. CONDLIFFE John Bell & Ligue of Nations, World Economic Survey, 1932-33, League of Nations, Genève, CH, 1933, p. 43 (en)
  8. 8,0 ha8,1 MENDEL Noah, When Did the Great Depression Receive Its Name? (And Who Named It?) @ History News Network, 16 a viz C'hwevrer 2009 (en)
  9. 9,0 ha9,1 ROBBINS Lionel, The Great Depression 1929-1934, Transaction Publishers, Piscataway, SUA, 2009, ISBN 978-1-4128-1008-1 (en)
    La grande dépression, troet gant Pierre Coste @ Institut Coppet (fr)
  10. MANCHESTER William, The Glory and the Dream: A Narrative History of America, 1932–1972 – Little, Brown &Co., New York, SUA, 1974 ISBN 978-0-316-54496-2 (en)
    La splendeur et le rêve, troet gant Pierre-Yves Pétillon & Donald Harper, Robert Laffont, Paris, 1976 AbeBooks (fr)
  11. The Economist (en)
  12. SCHULZ Stanley K., Crashing Hopes: The Great Depression @ University of Wisconsin (en)
  13. Gold-Eagle (en)
  14. HAMILTON James, Monetary Factors in the Great Depression, Journal of Monetary Economics (en)
  15. BLUM Jerome, CAMERON Rondo, BARNES Thomas G., The European world: a history - Little, Brown & Co., 1970, p. 885 (ISBN ?) (en)
  16. Besanko David A. & Braeutigam Ronald R., Microeconomics, J. Wiley & Sons, Hoboken, SUA, 2005, p. 33 ISBN 978-0-470-56358-8 (en)
  17. 17,0 ha17,1 GALBRAITH John Kenneth, La crise économique de 1929, Payot, Paris, 1970, adembannet e 2011 ISBN 978-2-228-90677-7 (fr)
  18. VON MISES Ludwig, Abrégé de "L'action humaine, traité d'économie", Les Belles Lettres, Paris, 2004 ISBN 978-2-251-39037-6 (fr)
  19. FRIEDMAN Milton & SCHWARTZ Anna, A Monetary History of the United States, 1867-1960, Princeton University Press, SUA, ISBN 978-1-4008-2933-0 (en)
  20. FRIEDMAN Milton, Prix et théorie économique, Economica, Paris, 1983 ISBN 978-2-7178-0678-6 (fr)
  21. 93.6 % e oa e 2010, ha 94.1 % hini Bro-C'hall OCDE (fr)
  22. RUEFF Jacques, Le péché monétaire de l'Occident, Plon, Paris, 1971 Institut Coppet (fr)
  23. KEYNES John Maynard, Théorie générale de l'emploi de l'intérêt et de la monnaie, Payot, Paris, 1988 ISBN 978-2-228-88011-4 (fr)
  24. BOYER Robert, La crise actuelle est-elle la répétition de celle de 1929 ?, CEPREMAP niv. 8206, Meurzh 1982 CEPREMAP (fr)
  25. KINDLEBERGER Charles, La grande crise mondiale 1929-1939, Economica, Paris, 1988 ISBN 978-2-7178-1473-6 (fr)
  26. EGGERTSSON Gauti B., Great Expectations and the End of the Depression, American Economic Review (en)
  27. EGGERTSSON Gauti B. & PUGSLEY Benjamin, Was the New Deal Contractionary? Federal Bank of New York (en)
  28. 28,0 ha28,1 ROMER Christina D., What Ended the Great Depression, National Bureau of Economic Research(en)
  29. BERNANKE Ben S., Essays on the Great Depression, Princeton University Press, p. 7 ISBN 978-0-691-01698-6 (en)
  30. BERNANKE Ben S., Nonmonetary Effects of the Financial Crisis in the Propagation of the Great Depression, 1983 Saint-Louis Federal Reserve Bank (en)
  31. BORDO Michael, Gold Standard, The Concise Encyclopedia of Economics (en)
  32. EICHENGREEN Barry, The Gold Standard and the Great Depression, 1919–1939, Oxford University Press, New York, SUA, 1992, ISBN 0-19-506431-3 (en)
  33. Akorra.com (en)
  34. BERNANKE Ben S., Remarks by Governor Ben S. Bernanke: Money, Gold and the Great Depression, Washington and Lee University (en)
  35. 35,0 ha35,1 The Library of Congress (en)
  36. IMF Fears 'Social Explosion' From World Jobs Crisis: America and Europe face the worst jobs crisis since the 1930s and risk 'an explosion of social unrest' unless they tread carefully, the International Monetary Fund has warned, pennad er gazetenn The Telegraph, R-U, 14 a viz Gwengolo 2010

Lennadennoù

kemmañ
Les raisins de la colère, Gallimard, Paris, 1972 ISBN 978-2-07-036083-3 (fr)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.