Wolfsburg
Wolfsburg ![]() | |
---|---|
![]() | |
Lec'hiadur | |
![]() |
|
Titouroù | |
Gorread | 204,02 km2 |
Poblañs | 121 451 (12/2010) |
Stankted | 595 annezad/km² |
Uhelder | 63 m |
Kod post | 38400–38448 |
Evit pellgomz | 05361, 05362, 05363, 05365, 05366, 05367, 05308 |
Politikerezh | |
Bro | Alamagn ![]() |
Land | Saks-Izel ![]() |
Karterioù | 17 Ortschaften, 40 Stadtteile |
Oberbürgermeister (maer) | Klaus Mohrs, SPD |
Lec'hienn | www.wolfsburg.de |
Wolfsburg a zo ur gêr-arondisamant en Alamagn, e Land Saks-Izel, nepell diouzh ar stêr Aller ha stok ouzh kanol hirañ Alamagn, Mittellandkanal hec'h anv. E Wolfsburg emañ sez Volkswagen.
IstorAozañ
D'ar 1an a viz Genver 1938 e voe krouet Wolfsburg gant an anv Stadt des KdF-Wagens bei Fallersleben (kêr ar Volkwagen Käfer e Fallersleben). Fellout a rae da bennoù bras an Trede Reich kaout ur gêr da lojañ labourerien labouradeg Volkswagen a oa bet krouet eno.
D'an 11 a viz Ebrel 1945 e voe bombezennet al labouradeg, an div drederenn anezhi a voe distrujet. Ha goude ar brezel e vo anvet «Wolfsburg», diwar anv ar gêr gozh a oa bet savet diwarni. Goude-se e voe renet labouradeg Volkswagen gant ar major saoz Ivan Hirst.
E 1955 e voe savet ar milionvet Käfer e Wolfsburg.
E-pad bloavezhioù ar burzhud ekonomikel e kreskas kêr, ha labourerien estren a voe degemeret enni, al lod brasañ anezho a oa Italianed.
E 1972 e voe kendeuzet ar c'humunioù nesañ (evel Fallersleben ha Vorsfelde) e Wolfsburg. Ar mirdi arzoù a voe digoret e 1994.
E 2000 e voe krouet an diskouezadeg-mirdi anvet «die Autostadt» (kêr ar c'hirri). E 2003 e voe savet «Arena» Volkswagen. Pa voe savet pempvet rummad ar Volkswagen Golf e voe anvet Wolfsburg «Golfsburg», etre ar 25 a viz Eost hag an 10 a viz Here 2003.
Tud brudetAozañ
- Peter Bialobrzeski (1961), luc'hskeudenner
- Dero Goi (1970), soner
- Stefanie Gottschlich (1978), c'hoarier mell-droad
- August Heinrich Hoffmann von Fallersleben (1798–1874), barzh
- Karin Janke (1963), sprinter
- Wolfgang Müller (1957), soner
- Sascha Paeth (1970), soner
- Tim Burrows (1990), c'hoarier hockey war skorn
GevelliñAozañ
- Proviñs Pesaro hag Urbino, Italia, 1975
- Togliatti, Rusia, 1991
- Halberstadt, Alamagn, 1989
- Marignane, Frañs, 1963
- Bielsko-Biała, Polonia, 1998
- Luton, Rouantelezh-Unanet, 1950
- Sarajevo, Bosnia-ha-Herzegovina, 1985
- Toyohashi, Japan, 2002
- Changchun, Sina, 2006
- Distrig Jiading, Sina, 2007
SportoùAozañ
- Perc'hennet eo klub mell-droad Wolfsburg, VfL Wolfsburg e anv, gant Volkswagen. E rummad kentañ (Bundesliga en alamaneg) emañ.
Liammoù diavaezAozañ
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |