Yoran Delacour, Philippe Delacour hervez ar marilhoù, zo un embanner brezhon, ganet e 1950 e Sant-Nazer. E-pad ugent vloaz e renas an ti-embann Yoran Embanner, hag e lakaas anezhañ da ostilh evit Breizh koulz hag evit ar pobloù hag ar yezhoù minoraelet.

Buhez kemmañ

Levrdierien e oa e dud e Sant-Nazer[1]. Meret en doa an ti-embann gant harp e wreg, Dominig, ha hini e vugale.

E fin an XXvet kantved e voe tutaet gant Coop Breizh evit diorren an embannadurioù levrioù. Goude ma voe skarzhet kuit diouzh e bost, e 2002, e savas e di-embann en e di, e Fouenant e 2003. E 2013 ec'h eas war e leve[2], met derc'hel an ti-embann a reas betek ma lakaas Alan Le Cloarec er penn e 2022.

Engouestladurioù kemmañ

Engouestlet eo Yoran Delacour evit an Emsav hag evit ar stourmoù liammet outañ. E 2014 e tisklêrias : « Ma fal eo lakaat muioc'h war wel ar minorelezhioù rannvroel ha broadel a zo diverket peurvuiañ. Embann a ran bezañ broadelour hag etrebroadelour. Mont a ran da vanifestiñ c'hoazh hag em eus deur ouzh ar re a zo saviadoù keñveriadus da hini Breizh dezho, ha neket hepken en Europa. »[3].

D'an 8 a viz Meurzh 2014 e voe harzet Yoran Delacour gant ar polis e-kichen ti Jean-Marc Ayrault e Naoned, ha hennezh kentañ-ministr Bro-C'hall c'hoazh. Deuet e oa da gentañ evit manifestadeg ar Bonedoù ruz ha goude dirak an ti evit un ober arouezel en ur stlepel flour ha vioù ouzh an nor. Tamallet e oa bet dezhañ e oa ur gontell gantañ, met displegañ a reas e veze unan ordinal gantañ evit bezañ prest da droc'hañ kordennoù ar pakadoù levrioù resevet en e di-embann. Barnet e voe da gaout ur c'hastiz da baeañ.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Didier Gourin, Des livres pour faire grandir les minorités, e-barzh Ouest-France, 15 Eost 2022.
  2. Yoran Delacour, éditeur et agitateur d'idées, e-barzh Ouest-France, 25 Mezheven 2019.
  3. Yoran Delacour : le parcours militant d'un éditeur engagé e-barzh Ouest-France, 27 Mezheven 2014. Brassellet d'ar 14 Meurzh 2023.