Sicherheitsdienst
Ar Sicherheitsdienst (Servij Surentez), pe Sicherheitsdienst des Reichsführers-SS (Servij Surentez ar Reichsführer-SS) e anv leun, berraet en SD, a oa skourr spiañ an SS hag ar Strollad Nazi. Krouet e voe e 1931, hag an aozadur kentañ e voe a-fet spierezh nazi. Gwelet e veze evel damheñvel ouzh ar Gestapo (savet e 1933) dre ma tegemere izili eus an SS hag o doareoù d'ober. Etre 1933 ha 1939, an SD a oa meret gant ur burev SS dieub. Goude-se e oa bet sujet d'an aozadur penn surentez er Reich, ar Reichssicherheitshauptamt pe RSHA. Deuet e oa da vezañ unan eus ar seizh burev/departamant. Kentañ rener an SD e oa bet Reinhard Heydrich. C'hoant en doa hennezh da lakaat pep den en Trede Reich da vezañ "evezhiet dizehan".
Sicherheitsdienst
Deiziad krouiñ | 5 Her 1931 |
---|---|
Anv ofisiel | Sicherheitsdienst des Reichsführers-SS |
Anv berr | SD |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Diazezer | Heinrich Himmler |
Prezidant | Reinhard Heydrich |
Stad | Trede Reich |
Daveennoù douaroniel | 52°30′24″N 13°23′2″E |
A dalv evit tiriad | Trede Reich |
Aozadur mamm | Schutzstaffel, Reichssicherheitshauptamt |
Sez sokial | Berlin, München |
Deiziad divodañ | 8 Mae 1945, 10 Her 1945 |