La découverte ou l'ignorance - Histoire de mes fantômes bretons

La découverte ou l'ignorance-Histoire de mes fantômes bretons
Filmdata
Titl orin : La découverte ou l'ignorance-Histoire de mes fantômes bretons
Bro produiñ : Bro C'hall
Deuet er-maez : 2014 e Bro C'hall
Yezh orin : Galleg
Padelezh (PAL-DVD) : 90 munutenn
Skigner : CHAZ Productions
Pare
Filmaozer : Vincent Jaglin
Produer : Anne Grange
Skrivagner : Vincent Jaglin
Rener al luc'hskeudenniñ : Diane Sorin
Isabelle Razavet
Stéphane Raymond
Vincent Jaglin
Frammer : Marine Benveniste
Jeffrey Ford
Aktourien

Yann Fouéré
Kristian Hamon
Meriadeg Herrieu

Liammoù diavaez

La découverte ou l'ignorance - Histoire de mes fantômes bretons a zo un teulfilm sevenet gant Vincent Jaglin evit CHAZ Productions er bloavezh 2014.

Pal an teulfilm a oa evit ar sevener kompren perak lod eus e familh a oa aet war hent ar stourm evit dieubidigezh Breizh betek emezelañ ouzh ar Bezen Perrot[1].

Istor an diellfilmAozañ

Ar sevener, pa oa krennard, en doa dizoloet e oa bet lod eus e familh o vont e-barzh ar Bezen Perrot, evel Job (Pierre) Hirgair lesanvet Ivarc'h. Marvet e oa en Alamagn e-kerzh bombezadeg ur charreadenn tren, an hini diwezhañ eus ar Bezen Perrot marvet e-pad un emgann.

An titl a zo awenet gant un destenn gant Morvan Lebesque, La découverte ou l'ignorance, tennet eus e bennoberenn Comment peut on être breton, Essai sur la Démocratie française[2]

PrizioùAozañ

Ur priz a zo bet roet d'an teulfilm-se, hini an Teulfilm istorel gant "Les Rendez-vous de l'Histoire 2014"[3]

Liammoù diavaezAozañ

Notennoù ha daveennoùAozañ

  1. Lec'hienn Chaz productions
  2. http://www.bagadoo.tm.fr/kemper/ignorer.html.
  3. http://www.ouest-france.fr/prix-du-documentaire-historique-2014-un-film-ne-pas-rater-ce-soir-3101661