Plougonveur
kumun Aodoù-an-Arvor
Plougonveur a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Plougonveur | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plougonver | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Benac'h (betek 2015) Kallag (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22216 | |
Kod post | 22810 | |
Maer Amzer gefridi | Christian Prigent[1] 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Lec'hienn web | http://www.plougonver.com | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 743 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 21 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 220 m bihanañ 142 m — brasañ 320 m | |
Gorread | 35,72 km² | |
kemmañ ![]() |
DouaroniezhAozañ
Emañ Plougonveur zo war lez kornôk al Leger, a red war-zu Gurunuhel ha Benac'h.
Gwazh Dour Trobreudeur a ya d'al Leger.
Gwazh Kol a ya d'ar wazh Lan Skalon, ha goude se d'ar Gwig.
An hent meur roman eus Karaez-Vorgium da bPlougouskant a dreuz ar gumumm eus Kroaz-Kermen / Kroaz ar Barzig (tu Kallag) da Gergalaon (tu Gurunuhel)
Kumunioù amezek : Ar Chapel-Nevez; Logivi-Plougraz; Lokenvel; Benac'h; Louergad; Gurunhuel; Pont-Melvez; Bulat-Pestivien; Kallag.
AnvAozañ
- Bernard Tanguy : Eccl. de Ploegom(er), c. 1330; Ploegonv(er), fin XIVvet; Ploegonmeur, 1427; Ploegommer, 1455; Ploegonmeur, 1481; Ploegomeur, 1585; Plouegonveur, XVIvet;[3]
- Diwar un anv den : Conmor < *Cuno-Maros. Heñvel diouzh ar sant kembraek Cynmur, un elel sant Thelio; hag heñvel diouzh Conomor, kont ar Poc'her.
- Erwan Vallerie : Ploegommet, 1450; Plouegonveur, 1516; Plogonuiur, 1630; Plogonmur, 1654[4]
ArdamezioùAozañ
Divrannet : ouzh 1 brizhet etre aour ha gul, hag a zo familh Kergorlai (siell 1312) ; ouzh 2 en gul e groaz aour divouedet, hag a zo Bilzig (XVvet kantved). |
IstorAozañ
XVIIIvet kantvedAozañ
- 6 Mae 1796 : taget eo ar gumunn gant chouanted Koad an Noz. An dileuriad "national" a zo lazhet
XIXvet kantvedAozañ
- 9 C'hwevrer 1800 : distrujet eo pellskriver Keresperzh gant ar chouanted
- 14 a viz Du 1849 : digemeret eo labourioù bet graet en iliz Sant-Pêr
- 5 Ebrel 1862 : kumun nevez Ar Chapel-Nevez a zo distaget diouzh Plougonveur.
- 28 Meurzh 1879: ul lodenn eus tour iliz Sant-Pêr a zo torret gant ar c'hurun .
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 102 waz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,85% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
Eil Brezel-bedAozañ
- Kemeret e voe war-dro 10 000 Lur en ti-post, gant tud ar Rezistañs moarvat, d’an 3 a viz C’hwevrer 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[6].
- 16 Gouere 1944 : seizh brogarour a zo lakaet d'ar marv e Garzonval, e-kichen an hent-houarn : Jean-Louis Corbel, Pierre Maillard, François Le Berre, François-Louis Le Berre, Pierre Sécardin, Marcel Sanguy, Albert Torquéau.
- 4 Eost 1944 : devet eo ar skol gant gant an Alamanted, kent mont kuit.
- Mervel a reas pemzek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[5].
TrevadennoùAozañ
- Brezel Aljeria: ur soudard a varvas.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Presbital kozh (aet da dTi Kêr)Aozañ
Iliz katolik "Sant Pêr"Aozañ
Chapel "Sant Tual"Aozañ
Kastell KludonAozañ
Maner KergaerAozañ
Monumant ar Re VarvAozañ
Menez KeresperzhAozañ
Emdroadur ar boblañsAozañ

MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Tud ganet enoAozañ
- Jean-François Huon, ganet an 21 Mezheven 1821, alvokad e Gwengamp, kuzulier jeneral, dilennet kannad Gwengamp ar 27 Eost 1827; adembannet ar 14 Gouere 1878. Aet da Anaon e Paris ar 18 Mezheven 1879.
- Erwan Kerou, er kêriadenn Lezkastell ar 27 Mezheven 1873 (pe un nebeut kent), skrivagner brezhoneg.
- Annie Le Houérou, ganet eno d'an 30 a viz Meurzh 1960, kannadez e Bodadenn Vroadel Pariz.
Tud marvet enoAozañ
- Erwan Kerou, e 1956, skrivagner brezhoneg.
ArdamezegAozañ
Familh Bilsig ar C'hleuzdon ː En gul, e groaz divouedet en aour | |
Familh Kergorlai ː brizhet etre aour ha gul |
Skridoù. BarzhonegoùAozañ
- Kanaouenn Markiz ar C'hleand ha Jannet Riou (ur bennadenn e vo roet hepdale)
LevroniezhAozañ
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
- Kumunn Plougonveur : Plougonver. L'Argoat au naturel. (hep deiziadadur. Goude 2010 ?. Jean Piolot, maer)
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ [1]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. Ar Men. 1992.
- ↑ Erwan Vallerie : Traité de toponymie historique de la Bretagne. (3 volumes). Embannadurioù An Here. 1995.
- ↑ 5,0 ha5,1 [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 116, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011