Ar Chapel-Nevez (Aodoù-an-Arvor)
Evit al lec'hioù all anvet Chapel-Nevez gwelet amañ.
ar Chapel-Nevez | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Intron-Varia Druez. | ||
Anv gallek (ofisiel) | La Chapelle-Neuve | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Benac'h (betek 2015) Kallag (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22037 | |
Kod post | 22160 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-Paul Prigent[1] 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwengamp | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 384 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 16 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 215 m bihanañ 184 m — brasañ 304 m | |
Gorread | 23,78 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Chapel-Nevez a zo ur gumun eus Bro Dreger e kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
DouaroniezhAozañ
War lez Koad ar Beffou emañ ar Chapel-Nevez.
Ouzh e lez kornog ivez, eus Toull al Lann da Di-Filo, war 1,300 km, emañ an hent roman meur eus Vorgium (Karaez) da Lannuon.
Darn a wel ivez war lez kreisteiz un hent kozh eus Kintin da Vontroulez.
Kumunioù amezek : Logivi-Plougraz; Plougonveur; Kallag; Kalanhel; Lohueg
AnvAozañ
N'ez eus stumm kozh skrivet ebet. An anv -Nevez e vije bet roet goude ar chapel Sant-Memor, aet da get[3],[4].
IstorAozañ
Savet e oa bet ur chapel, gouestlet da Sant-Memor, e parrez Plougonveur. Diwar trev ar chapel-se e voe savet ur barrez nevez[5].
XVvet kantvedAozañ
- Ganet eo bet ar gêriadenn en-dro d’ar chapel savet gant aotrounez Kermeno e dibenn ar XVvet kantved.
XIXvet kantvedAozañ
- Parrez ar Chapel-Nevez a zo bet distaget eus hini Plougonveur er bloaz 1862.
- Da gêr-benn ur gumun emren e oa bet savet ar barrez dre lezenn an 23 a viz Even 1873.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 89 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,67 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Eil Brezel-bedAozañ
- Pemzek den a varvas abalamour d'ar brezel[7].
- D'an 20 a viz Kerzu 1941 e kouezhas un nijerez (Hampden I marilhet X3132 ha kodet OL-L) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) er Chapel-Nevez. Unan eus an nijourion a zeuas a-benn da achap ha daou nijour all a varvas[8].
TrevadennoùAozañ
- Maroko: ur gwaz a varvas e 1919.
- Brezel Indez-Sina: ur gwaz a varvas.
- Brezel Aljeria: mervel a reas ur soudard.
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Iliz katolik Intron-Varia Druez.
E kreiz ar vourc'h e kaver meur a vonumant, en o-zouez an iliz Intron-Varia Druez, anezhi ur monumant istorel, enni ur greizenn liestuek savet er XVIvet kantved.
- Kalvar Gollot (war an hent-roman)
- Kervenou
- Feunteun ar Werc'hez
- Feunteun sant Memor
- Monumant ar Re Varv
Emdroadur ar boblañsAozañ
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2012 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
711 | 798 | 677 | 527 | 442 | 400 | 421 | 437 | 437 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |

BrezhonegAozañ
- Ur skol Diwan a oa bet digoret er barrez. Aet eo-hi da Blounevez-Moedeg bremañ.
- E distro-skol 2007 e oa enskrivet er skol divyezhek 100% eus bugale ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez[10].
MelestradurezhAozañ
TudAozañ
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ [1]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- ↑ Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- ↑ Erwan Vallerie : 'Communes bretonnes et paroisses d'Armorique. Éditions Beltan. 1986.
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg (pdf)