Kallag

kumun Aodoù-an-Arvor

Kallag a zo ur gumun eus Bro Gerne ha pennlec'h kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e kreiz Breizh.

Kallag
Ar maerdi..
Ar maerdi..
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Callac
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Kallag
Kod kumun 22025
Kod post 22160
Maer
Amzer gefridi
Jean-yves Rolland[1]
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Kornôg Kreiz Breizh
Lec'hienn Web (fr) mairie-callac.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 233 ann. (2020)[2]
Stankter 68 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ 18″ Norzh
3° 25′ 36″ Kornôg
/ 48.405, -3.42666666667
Uhelderioù bihanañ 116 m — brasañ 291 m
Gorread 33,03 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kallag

Douaroniezh

kemmañ

Kallag en em gav e-kichen eienenn ar stêr Hier (Evara ?), adstêr d'an Aon, ha war zu kreisteiz menez Are (Bro-Gernev).

Kumunioù amezek

kemmañ

a. Botmael : R. de St Jouan : Botnumel ( cf : Gesta sanctorum rotonensium, IXvet) ; Botmel, 1637; Bonmel, 1778 Talvoudegezh : an anezadenn war beg ar run (*mell-os) b. Kallag Bernard Tanguy : Gallac, 1182; Callac, 1389; par. de Botmel et Callac, 1591. Talvoudegez :

- marteze eus anv-den Callus + acos (diasur)

- gwelloc'h marteze eus ur wrizienn *kal- = mein-(eg), roc'h

  • Ar galleg a ra gant Callac (stumm ofisiel), ha gant Callac-de-Bretagne a-wechoù, evit an ti-post, abaoe 1856[3].

Ardamezioù

kemmañ
 
En argant e deir c'hebrenn en gul
Diwar ardamezioù aotrounez Pluskelleg.

Kallag a zo e bro Gerne, eus parrez Botmael, trev Pluskelleg, eus eskopti Kemper.

  • 1363 : tapet eo kastell Kallag gant Gwesklin
  • 1393 : dispennet eo kastell Kallag. E vo adsavet gant aotrouien Pluskelleg.
  • Aotrouniezh Kallag a zo roet d'an abati Kroaz-Santel Gwengamp
  • 1619 : dispennet eo kastell Kallag;
  • Trubuilhoù a voe er barrez d'an 12 a viz Gouere 1675[4]. 200 kouer eus ar vro en em sko war ar gêr, kaset gant an eil-diagon Fañch ar Maerdi.
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Kallag, Guillaume Le Maréchal, beleg, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[5].
  • Miz Du 1719, tremenn a ra markiz Pont-Kallek daouzek deiz er maner Kermabilo, e-ti e eontr markiz an Neved.
  • 28 C'hwevrer 1790 : ur c'huzul kumunn a zo dliennet e kêr Kallag, hag unan all e parrez Botmael.
  • 13 Du 1790 : dilezenn eo lakaet kuzul kumunn Kallag, ha staget ouzh hini Botmael.
  • An III[6]: sez ar gumun a zo lakaet e kêr Kallag.
  • 30 Ebrel ha In Mae 1840 : savadeg a-enep telloù-kêr. Archerien a zeu en noz 3-4 Mae.
  • 5 Ebrel 1848 : savadeg nevez war ar marc'had, a-enep talioù ar blasoù.
  • 29 Here 1874 : Landujen a zo distaget diouzh Kallag, ha staget ouzh Duod
  • 8 Gwengolo 1875 : beniget eo maen kentañ iliz Sant-Laorañs
  • 9 Kerzu 1877 : echuet eo iliz Sant-Laorañs
  • 28 Gouere 1892 : sakret eo iliz Sant-Laorañs
  • En noz etre an 30 hag an 31 a viz Mae 1944 e voe taget an archerdi gant pemzek den eus ar Rezistañs, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[20]; tapet eo ganto 700 litrad esañs.
  • 3 Mezheven 1944, e Pont-Gwernaded, emgann etre Rezistanted ha milisianed c'hall.
  • 4 Eost 1944, dalc'het eo kêr Gallag gant tud an FTPF (strollad Le Borgne).
  • Mervel a reas 55 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[7].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Tosenn Sant Trefin, mare an Arem
  • Hent roman Kerdreken
  • Moudenn Kernormand, Krennamzer
  • Kleuzioù Marrous, amzer diasur
  • Iliz katolik Bonvael, penn kentañ XVIvet kantved; 1628; 1633-1634; 1644; 1734. Bet enrollet d'an 22 a viz Genver 1927
  • Iliz santez Katell, war blasenn Kallag, intra-muros (bet diskaret)
  • Iliz katolik Sant Laorañs
  • Chapel Sant Pêr an Enez, penn kentañ ar XVIvet kantved; kalvar ha leur
  • Chapel santez Barba, penn kentañ ar XVIvet, fin ar XVIIvet kantved
  • Chapel Sant Trefrin, XVvet - XVIvet kantved
  • Maner Kermabilo (c. 1500)
  • Maner Kerarc'here (1686)
  • Maner Kerlossouarn (XVIIvet kantved), bet diskaret evit kaout plas evit ul lodennadur er bloavezhioù 1970.
  • Maner an Enez (XVIIvet)
  • Feunteun Kerdiekel
  • Rañvell stank ar vilin (kemeret evit ur pont galian ha roman)
  • Monumant ar re varv.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Iliz katolik, luc'hskeudenn ha kartennoù-post[22].
  • Plakenn ar Rezistañs er maerdi, luc'hskeudenn[23].
  • Lenn an Draonienn C'hlas

Poblañs

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ
Demografiezh
1962 1968 1975 1982 1990 1999 2006 2013
3002 3043 3024 2872 2592 2459 2375 2236
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl

Niver a annezidi

Brezhoneg

kemmañ
 
Panell degemer divyezhek.

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ

Ya d'ar brezhoneg

kemmañ

Deskadurezh

kemmañ
  • E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik, ha 16 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
  • E distro-skol 2023 e oa 15 skoliad en hentad divyezhek (8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[25].

Melestradurezh

kemmañ
  • Nevenoe, e Bonmael ? (diasur eo an dra se)
  • Charlez-Herkul a Geranflec'h, aotrou ar Wern, e Botmael; bet ganet enno ar 4 C'hevrer 1749;. En eus losket skridoù war enklaskoù
  • Pêr-Aleksandr a Geranflec'h, aotrou ar Wern, mab d'an hini a-us. Bet ganet e Botmael ar 24 Genver 1749. e zigouezhas penn al lu katolik ha roueel Breizh
  • Jerom-Aleksandr Guyot, anvet Gwiot, bet ganet e Kallag ar 26 Genver 1760; kannad Aodoù an Hanternoz ouz Pemp-Kant (14 Ebrel 1798 betek 1799); maer Kallag; noter; aet da Anaon e Kallag an 20 Gwengolo 1814.
  • Jozef-Laorañs Even, ganet e Botmael an 10 Eost 1765; noter e Kallag; pen ar Chouanted. Bet arzhet, dibrizhoniet eo gant ar Chouanted diouzh prizon Sant-Brieg ar 27 Here 1799. Bet mesket en irienn Kadoudal, didamallet eo an 10 Mezheven 1804; maer Kallag da vare ar Renevezidigezh, a ya da Anaon e Kallag ar In C'hwevrer 1828.
  • Yann-Vari ar Graet a Kerouvrion, bet ganet e Kallag ar 4 Here 1768; kannad evit arondisamant Montroulez, 7 Ebrel 1823. Addilennet an 23 Mezheven 1830, e nac'has touelliñ da Loeiz-Fulup, hag en em ziskargas an 30 Eost 1830 Aet eo da Anaon e Montroulez an 12 C'hwevrer 1849.
  • Gwilherm-Yann-Jozef a Geranflec'h, anvet Jupiter; mab da Pêr-Aleksandre; bet ganet er Wern, e Botmael an 9 Genver 1777. Letanant-koronal luioù katolik ha roueel Breizh eus 1797 da 1800; maer Pestivien (= Bulad).
  • ar pevar breur Kermen (daou bet lazhet e 1914-1918, daou bet lazhet e 1940-1945.
  • Gwilherm Kazoulat (da zont)
  • Edmond Rébillé, medesin, skrivagner

Hengoun

kemmañ

Loened

kemmañ
  • Naous : ur marc'h kalloc'h frouezhus brudet. Savet ez eus bet un delwenn en arem anezhañ, hervez gwir mentoù, gant ar c'hizeller Guyot, da gentañ e-kichen ti-kezeg, bremañ war blasenn an ti-kêr.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 68. Meurzh 2019
  • (fr) Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr) Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Ar votez-koad e-barzh ar c'hodell, eñvorioù, EHPAD Kallag, 2009.
  • (fr) Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, 2008.
  • (br) Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Sellit ouzh ar ger Kallag er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. (fr)[1]
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. (fr) Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes, département des Côtes-d'Armor, éléments d'histoire et d'archéologie, Conseil général des Côtes-d'Armor, 1990, p.134.
  4. (fr) Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 113
  5. (fr) Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
  6. Lun 29 Gwengolo 1794 / Merc'her 23 Gwengolo 1795
  7. 7,0 ha7,1 (fr) Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  8. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  9. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  10. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  11. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  12. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  13. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  14. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  15. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  16. (fr) Christian Bougeard, Le Choc de la guerre dans les Côtes-du-Nord 1939-1945, Embannadurioù Jean-Paul Gisserot, Ebrel 1995, pajenn 84
  17. (fr) Mémorial GenWeb
  18. (fr) Christian Bougeard, Le Choc de la guerre dans les Côtes-du-Nord 1939-1945, Embannadurioù Jean-Paul Gisserot, Ebrel 1995, pajenn 100
  19. (fr) Les Amis de la Fondation de la Résistance
  20. (fr) Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  21. (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  22. (fr) Memorial Genweb
  23. (fr) Memorial Genweb
  24. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  25. (br)Kelenn