Pluskelleg
kumun Aodoù-an-Arvor
Pluskelleg | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plusquellec | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Kallag | |
Kod kumun | 22243 | |
Kod post | 22160 | |
Maer Amzer gefridi | Jacques Le Creff[1] 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 539 ann. (2019)[2] | |
Stankter | 20 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 150 m bihanañ 104 m — brasañ 273 m | |
Gorread | 26,31 km² | |
kemmañ ![]() |
Pluskelleg a zo ur gumun eus Breizh, e Bro-Gernev hag e kanton Kallag e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
- War lez ar stêr Iêr emañ Pluskelleg.
AnvAozañ
B. Tanguy :
Ploescalec, 1268; Ploezescaelec, Ploozescaelec, c. 1330; Ploezkalleuc, 1368; Plusqualec, Pluscallec, 1381; Ploezestelleuc, XIVvet; Pluscalleuc, 1407; Plusquellec, 1535-1536
Talvoudegezh : plo + askol-eg
ArdamezAozañ
Kebrennet etre argant ha gul a c'hwec'h pezh; e gab en glazur karget gant div c'housourin en aour
diwar ardamez familh Ploësquellec (siell 1416)
cf Froger & Pressensé
-------------
Un diforc'h ez eus gant an dresadenn : en argant e deir gebrenn en gul, ...
IstorAozañ
Pluskelleg emañ e bro Porc'hêr, e bro Gerne, eskopti Kemper
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 64 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,82% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
- Ur soudard bet ganet er gumun a voe fuzuilhet gant al lu gall d'ar 26 (pe d'ar 27) a viz Here 1915, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall).
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[4].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
- Tumulus Kozh-Kêr-an Ostiz (Arem)
- Tumulus Kergourtoaz (Arem)
- Pemp peulvaen Bergod
- Iliz katolik Intron-Varia C'hras.n (XVIvet)
- Chapel Sant-Melar (war dro 1700)
- Chapel Sant-Fieg (XIVvet)
- Maner ar Sal (fin XVIvet - penn-kentañ XVIIvet)
- Maner Kermoal (fin XVIvet - penn-kentañ XVIIvet)
- Maner Kerdirioù (XVIIvet evit ul lodenn)
- Maner ar Rinier (fin XVIIvet)
- Maner ar Veuzit (XVIvet -1763 evit ul lodenn); bet kempennet war dro 2010 gant Anglizienn.
- Presbital (1688)
- Ti Kergroadig (1769)
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 2001 | → bremañ | Jacques Le Creff | ||
1965 | 1995 | Marcel Milbeau | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
TudAozañ
Tud bet ganet enoAozañ
- François Marie Henri Dénès, d'ar 15 a viz Ebrel 1889, soudard er 47vet rujumant war-droad, fuzuilhet gant al Lu gall d'ar 26 (pe d'ar 27) a viz Here 1915 e-pad ar Brezel-bed kentañ, e Vienne-le-Château (Bro-C'hall)[5].
ArdamezegAozañ
Levrioù ha studiadennoù talvoudusAozañ
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor & Ille-et-Vilaine. 2008
Liammoù diavaezAozañ
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Ouest-France
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ [2]