Poc'hêr (Poher e galleg) zo ur rannvro istorel e Breizh, en-dro da Garaez, ha gwechall ur rouantelezh vrezhon.

En IXvet kantved (840 : Poucaer ; 871 : Poucher) e oa anezhi ur briñselezh e-kreiz kornôg Breizh, en-dro da Garaez, ar gêr a voe savet e-lec'h keoded galian-ha-roman Vorgium, goude ma oa aet beli an impalaeriezh roman da get.

Kavet e vez an anv koshañ Poucaer, deveret eus Pagus (latin evit pastell-vro), ha kaer (ger keltiek ha brezhonek-kozh evit ur gêr mogeriet, deuet eus ar ger latin castra ). E-kreiz ar Grennamzer ne oa mui ar gêr-gloz nemet un drev eus ar barrez vras a oa Plougêr hec'h anv (Plebs Kaer > Plou Kaer > Plougêr). Sant Pêr, an abostol, an hini e oa patron iliz Plougêr, ma c 'heller krediñ eo el lec'h-se e oa kreiz ar barrez kentidik, ha Karaez, Plonevell, Kerglof, ar Vouster ha Trefrin trevioù anezhi. Un drev eus ar barrez-se e oa Karaez, gant un iliz-trev dediet da sant Treveur.

Ma n'eus ket kalz a deulioù istorel-rik evit e brouiñ ez eus roudoù eus ur penn-bras, pe ur mac'htiern, anvet Konveur (Conomorus e latin) a oa ar c'hi e loen-arouez (Kon + meur) hag e oa o ren war ar gêr mogeriet ha tro-war-dro. An anv-se eo ar memes hini ha Cynvawr e hengembraeg.
Neuz ur Barv-Glas a zo bet roet dezhañ gant ar mojennoù ha lazhet en defe meur a wreg dezhañ pa oant dougerezed gant aon na vije muntret gant e vab da zont, evel mojenn Kronos en Hellaz kozh. Lazhet en doa Santez Trifin, e wreg diwezhañ, koulz hag e vab nevez, Treveur dre e zibennañ. Neuze e vije bet graet ur burzhud gant sant Gweltaz en ur adlakaat ar penn en e lec'h. Mont a reas ar bugel d'ober an heg gant e dad en ur stlepel un dornad douar warnañ. Marvet e vije bet Konveur raktal, lazhet gant dorn Doue a-hervez.

Un den anvet Konveur zo bet meneget meur a wech gant Gregor Teurgn evel ur priñs brezhon en doa roet repu da Vakliav, hemañ breur da C'hanaoù, kont Breizh hag argaset gantañ. Ouzhpenn-se e sav enep-krenn d'ar Franked pa zegemer Kram a glask didronañ e vreur, ar roue frank Klotar III.
Anv zo eus Konveur (Konveured all?) e buhezioù sent zo, darn anezho savet en tu all da Vor Breizh.

En IXvet kantved, e 871 da lavarout mat, e weler un titl rouez a-walc'h d'ar mare-se roet da Yezekael, hini princeps Poucher (Priñs Poc'hêr). En XIvet kantved edo Bernard, beskont Poc'hêr, o reiñ douaroù da Abati Kroaz Santel Kemperle, evel m'o doa graet konted Kerne e penn ar c'hantved a-raok ma oant aet konted da duged Breizh (e 1066 gant Hoel III.

Ijinet eo bet ar ger Kreiz Breizh a gemer alies lec'h an anv istorel Poc'hêr(Daveoù a vank).

Levrlennadur

kemmañ

Sellet ivez

kemmañ