Teul
Dre voas e vez graet un teul eus pep skor fizikel ma kaver un ditour skrivet warnañ. Ar ger orin a dalvez evit ur renabl a veze savet evit dastum anvioù an douaroù perc'hennet gant un aotrou. Mirout a ra e ster o tennañ d'ar Gwir pa dalvez d'ur skrid a ro ur brouenn pe un testeni, da skouer un teul roet d'ur c'hredour evit anavezout ma 'z eus un dlee (arc'hant) en e geñver.
Teul
Iskevrennad eus | information resource, intellectual work, manifestation |
---|---|
Abeg pennañ | skrivañ |
Studiet gant | Levraouegouriezh |
Dezverket dre | seurt teul |
Entry in abbreviations table | док. |
Arouezenn Unicode | 🗎 |
Pa vez anv eus an teulioù embannet pe dasparzhet ez foran e c'heller kavout :
- al levrioù
- ar c'helaouennoù hag ar mareadegoù
- an enrolladennoù son (kasedoù sonerezh hag ar pladennoù) pe ar pladennoù arc'hant.
- an enrolladennoù kleweled (videokasedoù ha DVDoù)
- ar c'hartennoùoù hag ar planioù
- ar skridoù-sonerezh
- an teulioù niverel
E-touez an teulioù implijet evit traoù resis e kaver :
- ar c'henskriverezioù
- ar paperennoù-reol, ar fakturennoù, ar bilhedoù, ar rolloù-meuzioù, an tikedennoù, etc.
- an notennoù dornskrivet pe bizskrivet
- al luc'hskeudennoù
hag all...
Pa vezont miret pelloc'h eget o implij kentañ pe voas ez a an teulioù da vezañ dielloù implijet evel mammennoù an Istor.