Pêr
anv paotr
Pêr zo un anv-badez brezhonek, deuet diwar an anv latin Petrus, anv an abostol Pêr, a voe ar pab kentañ.
BrezhonegAozañ
E krennvrezhoneg e kaver ar stummoù Pedr ha Pezr. Stummoù all : Yann-Bêr, Pêr-Vari
E yezhoù allAozañ
ha diwar se
- Kepa, Peio, Peru en euskareg
- Peter, en alamaneg, daneg, saozneg, slovakeg, sloveneg, svedeg
- Petre, e roumaneg
- Pjetër en albaneg
- بطرس (Boutros) en arabeg
- Петър (Petar) e bulgareg
- Pierre e galleg, anv a glot gant an anv boutin pierre, a zo maen e galleg evel e gregach
- Pietro ha Piero, en italianeg
- Pieter, en izelvroeg hag afrikaneg
- Pere e katalaneg; Peret, berranv.
- Pedr e kembraeg
- Peder e kerneveureg
- Pedro, e portugaleg ha spagnoleg
ha c'hoazh:
- e daneg: Peter, Peder, Per, Peer, Pelle
- en iwerzhoneg: Peadar
- e kroateg: Petar
- e portugaleg: Pedro, Pêro (henstumm)
- e svedeg: Peter, Per, Pär, Pelle
- e tchekeg: Petr
TudAozañ
Duged BreizhAozañ
- Pêr Iañ (1187-1250), dug Breizh
- Pêr II (1418-1457), dug Breizh
Tud allAozañ
- Per ar Bruno, skrivagner brezhonek er XVIIIvet kantved
- Pêr Pronost (1861-1909), barzh
- Pêr Brelivet (1872-1940), barzh
- Pêr ar Rouz (1874-1975), yezhoniour
- Pêr Mokaer (1887-1961), politikour
- Pêr Peron (1905-1988), livour
- Pêr Bourdellez (1907-1989), skrivagner
- Pêr Trepos (1913-1966), yezhadurour
- Pêr-Jakez Heliaz (1914-1995), skrivagner
- Pêr ar Gall (1915-1988), troour
- Pêr Guichou (1915-2008), troour
- Pêr Denez (1921-2011), skrivagner
- Pêr Even (1919), skrivagner
- Pêr Diolier (1924), skrivagner
- Pêr Lemoine (1927), emsaver
- Pêr Loquet (1930), emsaver
- Pêr Padelleg (1932), stourmer ekologour