Pierre Lemoine
Pierre Julien Yves Marie Lemoine, anvet ivez Pêr Lemoine pe Pêr Manac'h, a oa un tisavour ha stourmer breizhat. Ganet e oa bet d'ar 4 a viz Eost 1927 e Mêl-Karaez (Kerne) ha mont a reas d'an Anaon d'an 19 a viz Here 2023.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Pierre Julien Yves Marie Lemoine |
Anv-bihan | Pierre |
Anv-familh | Lemoine |
Deiziad ganedigezh | 4 Eos 1927 |
Lec'h ganedigezh | Mêl-Karaez |
Deiziad ar marv | 19 Her 2023 |
Lec'h ar marv | Plougernevel |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg |
Micher | arkitektour, group activist |
Ezel eus | Skol-Uhel ar Vro, Mouvement pour l'organisation de la Bretagne |
Buhez ha micher
kemmañE dad, bet ofisour kanolierezh, a zeuas da vezañ labourer-douar dre zibab. Bet ganet e Karaez e 1889 e oa doktor war ar skiantoù hag en doa un aotreegezh war ar gwir.
Ur familh gwiraourien, medisined hag ofisourien uhel e oa familh Pierre Lemoine. Graet he doa hec'h annez e Mêl-Karaez war dro 1987.
Mont a reas Pierre Lemoine da Skol an Drinded e Mêl-Karaez da gentañ ha da Sant-Brieg evit an eil derez.
Un troc'h a zo bet en e studioù e 1943 pa yeas gant paotred FTP ar strouezh asambles gant e dad hag e vreur henañ. Harzet e oant bet o-zri e miz Gouere 1943. A-benn e teujont da dec'hout.
Goude ar brezel e studias Pierre Lemoine e klasoù evit em brientiñ d'ar skolioù-uhel ("Mathématiques Supérieures" e Roazhon ha "Mathématiques Spéciales" e Pariz). E-pad daou vloaz e voe klañv. Pa 'c'h adkrogas gant e studioù en em droas war-zu an tisavouriezh hag ar c'hêraozañ (stal-labour Perret ha Lopez e Pariz) etre 1948 ha 1954. Tisavour kêraozer e voe e 1954. En em staliañ a reas e Brest e 1954 hag e Kemper e 1959 betek 1987. Kaset en deus da benn raktresoù e Breizh hag en Irak, Aljeria, Breizh-Veur ivez. Etre 1979 ha 1997 e voe aliour al lezioù-barn. Mont a reas war e leve e 1997.
Dimeziñ a reas e 1962 da vMaryvonne Vallerie, merc'h d'ar Jeneral Pierre Vallerie ha c'hoar da Erwan Vallerie.
Stourm evit Breizh
kemmañDeskiñ a reas brezhoneg gant Skol Ober ha kentelioù Kêr-Vreizh. Kemer a reas perzh e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien ingal e-pad dek vloaz.
Unan eus merourien Kuzul ar Brezhoneg eo bet adalek ar penn-kentañ hag e-pad un 20 vloaz bennak.
Ezel e voe eus Unvaniezh Kevredelour kumuniezhioù etnek Europa (Union Féréraliste des communautés ethniques en Europe - UFCE - e galleg) pa voe krouet e 1949. Besprezidant eo bet etre 1980 ha 1986. Prezidant e voe etre 1986 ha 1990. Kannad an UFCE e Kuzul Europa adalek 1990 hag e-pad un toullad bloavezhioù, hag en OSCE (Organization for Security and Cooperation in Europe) adalek 1992.
E 1954 e krouas gant stoumerien all ar gelaouenn Ar Vro - Jeune Bretagne a baouezas pa grogas kelaouenn ar MOB, L'Avenir de la Bretagne.
Sikour a reas Yann Fouéré da sevel ar Raktres evit aozañ Breizh a gasas da grouidigezh ar MOB e 1957. Emezelañ a reas diouzhtu ha dilennet e voe da ezel eus ar C'homite ren e 1958.
Prezidant Oaled Menez Kamm eo bet.
Krouet en deus un aozadur anvet "Comité d'Action Régionale de Bretagne" e 1961.
Harzet e voe e miz Genver 1969 evit bezañ kemeret perzh en FLB. C'hwec'h mizvezh a dremenas en toull-bac'h betek distaoliadeg miz Mezheven 1969 bet divizet gant Georges Pompidou.
Ezel eo bet eus Skol-Uhel ar Vro. Bet eo bet prezidant rann an Darempredoù Etrebroadel.
Ezel eus POBL e voe adalek 1981.
Bet eo bet 21vet war al listenn "Peuple Breton, Peuple d'Europe" e Penn-ar-Bed evit dilennadegoù Rannvro 1992.
Skrivet en deus en Armor Magazine ingal.
Enorioù
kemmañKomañdour Urzh Sant-Yann (Danmark) (Urzh nann-ofisiel anvet "Ordre Souverain de l'Hôpital de Saint-Jean de Jérusalem du Danemark" pe "Grand Prieuré d'Antwork de Danemark" e galleg).
Ezel eus an Ordre du Combattant européen.
Resevet en deus Kolier an Erminig e 1994.
Mammennoù
kemmañ- Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013