Savouriezh

(Adkaset eus Tisavour)


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ


Sell ivez Geriaoueg ar savouriezh

Ar savouriezh eo an arz hag ar skiant a denn da dresañ savadurioù ha frammoù-savadur. An ti-savour eo an den a vicher a ra war-dro ar raktresoù hag ar sevel-tiez.
Lavaret e vez ivez arkitektouriezh (eus al latin, architectura hag hemañ a zeu eus ar gresianeg, αρχιτεκτων, "penn savour" ("penn kalvez" e gwirionez).

Bez e c'heller termeniñ ledanoc'h tachenn ar savouriezh en ur ouzhpennañ an ober war-dro holl endro ar sevel-tiez, eus live uhel steuñvadur ar c'hêrioù, ar gêraozouriezh ha sevel ar gweledvaoù betek live izel krouidigezh an arrebeuri hag ar c'hinkladur diavaez.
Daou benn a zo d'ar vicher : greüsted ha koust ar sevel hag ivez aested ha kened evit an implijer.

Er steuñvoù savouriezh e vez lakaet da c'hoari ar spas, an ec'honad, ar goulou, ar skeud hag traoù difetis all evit tizhout ar c'henedusted. Er c'hontrol, ar skiantoù da dalvezout hag an ijinouriezh a vez troet muioc'h war tresañ ar savadurioù hag ar frammoù-savadur.