Pêr Brelivet
Pêr Brelivet, Pierre Marie Brélivet er marilh, zo bet ganet d'an 31 a viz Genver 1872 er Skerneg, e parrez Pluguen, e-tal Kemper, ha marvet eno d'an 23 a viz Gouere 1940. Ur peizant e oa, kinniad en iliz ha barzh brezhonek. Savet en doa un tregont bennak a ganaouennoù, hag embannet un darn anezho e Feiz ha Breiz, pe war follennoù distag, er bloavezhioù 1920-1930.
Buhez
kemmañSkoliataet e oa bet Pêr Brelivet el Likez e Kemper, betek e bevarzek vloaz.
D'an 9 a viz Genver 1900 e timezas da Berrina Pernès, eus Kerbaskiou e Pluguen.
Div wech da nebeutañ en dije bet tro Pêr Brelivet d'en em gavout e lec'hioù darempredet gant Yann-Vari Deguignet : hemañ a oa bet paotr-saout er bloavezhioù 1850 e Kermahonnet-Kerfeunten, un atant feurmet gant an Departamant evit lakaat ar skolidi eus al Likez da bleustriñ war al labour douar. E 1883, ur garg burev-butun e Pluguen a voe roet da Yann-Vari Deguignet gant ar Prefed. Eno e chomas betek 1888.
[1].
Aozer
kemmañAbalamour d'ur c'hloazadenn tapet gantañ pa oa tri bloaz – troc'het e viz-yod pa oa o c'hoari gant ostilhoù e porzh an atant – e chomas eno e-pad ar Brezel-bed kentañ.
Ur c'hristen kredus e oa, roet dezhañ medalenn argant an Dellezegezh gant an eskopti, er bloavezhioù 1930. Ur mab dezhañ, Alan Brelivet, a voe kaset da Dexas evel danvez misioner OMI (Oblated Mari Dinamm) e 1919, da zaouzek vloaz.
Difenn a rae e vro, e yezh vamm, ar relijion hag an natur.
Dindan meur a anv-pluenn e skrivas : Token, An Doken, Barz Pluguen, Barz ar Skernek.
Kanaouennoù
kemmañ- Bevet ar Brezonek
- Paotret yaouank Plugüen o vont da soudardet ! Kenavo !, ton ancien
- Kenavo ha meuleudi d'ar yaouankiz
- Kanaouenn ar « Goukou » (ton : Au clair de la lune), moullet e-barzh Ar C'horn-Boud niv. 5, miz Mae 1926, pp. 78–80
- Ar C'hi Kayenn va mignon, ton : La Rosière de chez nous
- Ar vam o luskella he C'hrouadur, ton luskellerez
- Marvaill. Ar guinol, lakeat gant Sant Keon da ober tro parrez
- Son ar c'harrad foenn (ton : Ar C'hi Kayen), moullet e-barzh Feiz ha Breiz niv. 8, 1926, pp. 302–303
- Kalon vat eur Bugel (ton : Il pleut, il pleut Bergère), moullet e-barzh Feiz ha Breiz niv. 9, 1926, p. 357
- Hostizien ha Roullerien, ton : son ann amouroustet
- Oberou Comb, pe ar Seurezet taolet er maez eus ho ziez, 1902 (flemmskrid)
- Kantik karantez ar Verc'hez enn hor c'henver, ton: C'est le mois de Marie, c'est le mois le plus beau
- An ti ' leac'h oun ganet, ton : Le Montagnard émigré, Combien j'ai douce souvenance, Chateaubriand
- Son ar plac'hig Mari Joz, bet penn skanv ha deut fur tre, ton : Ar C'hontrat dor
- Ur Breizad bihan ho kana, ton : An hini goz
- Cantique de la Ste V. (diechu)
- Ali d'ar Guinoliet, Etre Breiz hag an Afrik, Leac'h douz d'ober eun diskuizik
- Aket kurunet. Aliou diveza Malo Kalounek d'he vab Thomaz (diechu)
- Da wazed Pluguen marvet évit ar vro (17 a viz even 1923 ; Pêr Brélivet Squernec)'
- An Eured Kristen (14 mai 1934), Token
- Oferenn nevez Jerom aout 1935 Token Deiz frico Jerom
- Cantique a Monseigneur Duparc, le jour de la confirmation. 11 mai 1936 e Pluguffan
Daveennoù ha dielloù
kemmañ- Daou gaier dornskrivet
- Kannadig Pluguen
- Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, gant Lukian Raoul
- Feiz ha Breiz
- Ar C'Horn Boud
- Catalogue Ollivier de chansons sur feuilles volantes
- Kan.bzh
- Dastum
- Dalc'had Arthur Le Beux e dielloù eskopti Kemper ha Leon
- Dalc'had ar mezeg-jeneral Charles Laurent e SHD-Brest (Service historique de la Défense)
- Le Courrier du Finistère
- Le Progrès du Finistère
- Mediaoueg Kemper
- Pennadoù e Le Télégramme, savet gant Alain Brélivet
- Cahier de Token, ul levr savet gant Gwriziennoù Pluguen
- ↑ ROUZ, Bernez. Jean-Marie Déguignet: 1834-1905. Mémoires d’un paysan bas-breton. 2e éd. Le Relecq-Kerhuon : An Here, 1998, p. 84, 370