Pêr Mokaer, bet ganet e Pariz d'ar 14 a viz Mae 1887 en ur familh genidik eus Bro-Gerne, ha marvet e Brest d'ar 4 a viz C'hwevrer 1961, a oa ur politikour, ur skrivagner, ur c'hazetenner, hag ur stourmer breizhat ha bet rezistant e-pad an Eil Brezel-bed. Ur plas a-bouez en doe a-raok 1940, pa voe liammet gant Yann-Bêr Kalloc'h ha Yann-Vari Perrot ha gant Roparz Hemon e 1941, met splannoc'h e voe e levezon pa yeas da benn Kendalc'h e 1950. Ezel e voe eus Goursez Breizh ha Framm keltiek Breizh. Liesyezhegour e voe (brezhoneg, saozneg, kembraeg ha norvegeg) hag e sinas Gwaz Eusa (anv-drouiz), Yann Gwirionez, Pierre Kerenez ha Jacques Keridrya-wezhioù.

Pa zilojas e gerent da Gemper e c'hellas mont d'ar skolaj-lise eno, met e studi a reas e Skol ar Studioù uhel war ar C'henwerzh Pariz[1] da-c'houde. Beajiñ a reas e Breizh-Veur, Spagn, Alamagn, Italia, Izelvroioù…
Goude bezañ bet jubennour e Brest ez eas da chom d'an Oriant e 1911 hag e reas prezegennoù war an ekonomiezh ; e-keit-se e kejas gant skrivagnerien vrezhonek ar bastell-vro, Loeiz Herrieu ha Yann-Bêr Kalloc'h, ken e teskas brezhoneg Gwened hag e skrivas evit Dihunamb, hag evit Le Pays breton.
Reiñ a reas e anv en Unvaniez Arvor e 1912 hag e voe degemeret e Goursez Breizh e Douarnenez.
Goude 1918 e teuas da vezañ kourater-mor e Brest, ezel eus ar Gambr-kenwerzh, ha sekretour anezhi. Diouzh ar saviad-se e c'hellas mont d'ar politikerezh ha bezañ dilennet kuzulier-meur kanton Eusa e 1919 en anv ar Strollad Demokratel Poblel[2].

Emañ e vez e bered Sant-Varzhin Brest, er garrezenn 19, 6vet renk adalek ar biz, 17vet bez.

Obererezhioù politikel ha sevenadurel

kemmañ

E 1919 e krouas, gant Joseph Ollivier, ar gelaouenn divyezhek Buhez Breiz, a zeuas er-maez betek dibenn 1924. Enni e embannas Mokaer un toullad pennadoù e galleg diwar-benn Breizh, he istor hag he lennegezh. Un hanter-kant niverenn a voe embannet betek 1924. Un ti-embann e voe Buhez Breiz ivez, hag un toullad levrioù brezhonek a voe embannet (Gab Milin, Fañch an Uhel, Fañch al Lae, Ivon Krog).
Pa oa mignon bras da Yann-Bêr Kalloc'h, marv war an talbenn, e lakaas embann e varzhonegoù, dastumet ha troet gantañ e-unan dindan an titl "À genoux,", hag istitlet lais bretons[3] e 1921.
Pa voe dilennet kuzulier-meur Enez-Eusa ne zilezas ket Emsav Breizh hag e chomas tost outañ e vuhez-pad, ken e stagas da gas war-raok an deskadurezh brezhoneg dirak Kuzul-Meur Penn-ar-Bed en ur souten Ar Brezoneg er Skol.
Pa voe savet Framm keltieg Breiz e 1942 ez eas war ar renk evit mont d'ar c'huzul-ren hag e voe dilennet gant an diazezerien[4]

E penn Kendalc'h e oa er bloavezhioù 1950. Kemer a reas perzh e krouidigezh Emgleo Breiz e 1953 hag ez eas da brezidant anezhi e 1959.

Savet en oa un hentenn da zeskiñ brezhoneg gant dornlevrioù ha pladennoù, skridaozet e skritur ar skolveurieg (da wiriañ).

Oberennoù

kemmañ
  • De la nécessité d'une culture nationale, An Oriant, Ti-moullañ Le Bayon, 1915
  • L'enseignement bilingue au Pays de Galles, An Oriant, Ti-moullañ Le Bayon, 1915
  • La question bretonne : régionalisme et nationalisme, An Oriant, Ti-moullañ Le Bayon, 1916. 35 p. Prezegenn bet distaget en Oriant dirak tud an Action Français.
  • Comment les Irlandais défendent leur langue menacée. 6 pennad embannet e-barzh Le Pays breton e 1913-1914.
  • (cy) Nodiadau am yr hen Geltiaid ; Tueddiadau Llenyddiaeth Llydaw, 1919.
  • Al letanant, Jan-Pier Kalloc'h. E-barzh Feiz ha Breiz, niv. 12, 1920.

° An den a oa bet mouget e ene dezañ. E-barzh Arvor, niv. 74, 1 Meurz 1942. Kontadenn.

  • Troidigezh c'hallek oberenn Yann-Bêr Kalloc'h hag aozañ embannadur Ar en deulin, À genoux : Lais bretons, rakskrid gant René Bazin, kentskrid gallek-brezhonek gant Joseph Loth, Plon, 1921. Eil embannadur reizhet gant Kendalc'h e 1963.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. École des Hautes Études commerciales.
  2. Parti démocrate populaire.
  3. Adembannet pelloc'h dindan an titl Ar en deulin (War an daoulin).
  4. Arvor, niv. 75, 15 Mezheven 1942.