Framm keltiek Breizh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Framm keltiek Breizh, pe Institut celtique de Bretagne diouzh e anv gallek, a oa un ensavadur sevenadurel krouet d'an 20vet a viz Here 1941 diwar atiz Leo Weisgerber, heñcher arbennigour (sonderführer) anvet gant al lu alaman evit evezhiañ ar mediaoù e Gwalarn Kornog Bro-C'hall[1]. Dilennet e voe Roparz Hemon en e benn. 200 den anavezet dre o oberiantizoù arzel ha sevenadurel o doa roet o anvioù evit kemer perzh e labourioù ar c'hevrennoù. Da get ez eas an aozadur dre ordrenañsoù goude an Dieubidigezh e 1944.
Prientiñ
kemmañDiouzh an darempredoù seven a veze etre Leo Weisgerber ha Roparz Hemon e voe posupl sevel ur raktres frouezhus evit an daou ouizieg hag en em anaveze a-raok ar brezel. O vezañ ma oa Leo Weisgerber ur c'helenner skol-veur ezel eus aozadurioù skiantel e vro e c'helle diskouez patrom an Deutsche Gesellschaft für Keltische Studien (Kevredigezh Bro-Alamagn evit ar studioù keltiek), ha ne oa ket posupl kemer perzh enni hep bezañ ezel eus ar Strollad Broadel ha Sokialour, strollad an Nazied.
Evit Roparz Hemon, ur seurt skol-veur e-maez Skol-Veur ar Republik a seblante ur pal da dizhout en ur vodañ ar vegenn eus ar ouizieienzh hag ar strolladoù sevenadurel. Hag e sebant bezañ bet un taol mat, pa teuas 200 den e-barzh ar Framm keltiek.
E-pad ar goañv 1941 e voe divizet sevel 39 c'hevrenn.
Palioù
kemmañEmvod meur kentañ e Naoned
kemmañDalc'het e voe an emvod meur kentañ e Naoned eus ar 14 betek an 17 a viz Mae 1942.
Izili pennañ
kemmañGeorges Arnoux, Octave-Louis Aubert, Gwilherm Berthou-Kerverzhiou, Yann Bricler, Frañsez Debauvais, André Dézarrois, Youenn Drezen, Fañch Elies Abeozen, Arzel Even, Yann Fouéré, Florentin Goinard, Yves Hémar, Roger Hervé, Job Jaffre, Frañsez Jaffrennou, Reun Kreston, Jean Langlet, Florian Le Roy, Morvan Marchal, Jean Merrien, Jef ar Penven, Adolphe Piriou, Yann Poupinot, Raymond Tassel, Georges-Gustave Toudouze, Jean Trécan, André Vallé
Levrlennadur
kemmañ- Ronan Calvez, La radio en langue bretonne. Roparz Hemon et Pierre-Jakez Hélias : deux rêves de la Bretagne, Rennes, PUR - CRBC, 2000, 330 p.
- Nelly Blanchard, Un agent du Reich à la rencontre des militants bretons : Leo Weisgerber, Brest, Emgleo Breiz – Brud Nevez, coll. Leoriou bihan, n° 11, 2003, 118 p.
- Francis Arzalier, Les régions du déshonneur : la dérive fasciste des mouvements identitaires au XXe siècle, Librairie Vuibert, 2014, 296 p. ISBN978-2-311-10015-0.
- Denis-Michel Boëll, Jacqueline Christophe et Régis Meyran (renerezh), Du folklore à l'ethnologie, Éditions de la Maison des sciences de l'Homme, 2009 (ISBN 9782735118496)
- Roger Cousin, Institut celtique de Bretagne, 9 Mezheven 2014. E-barzh al lec'hienn Mémoires de guerre
- Daniel Le Couëdic, André Dézarrois ou Janus chez les Bretons. Arroud ar pp. 155-176
Pennadoù nes
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ[[daveoù}}
- ↑ Staget e voe an heñcherien arbennigour alaman ouzh ar Propaganda Abteilung, un servij eus gourc'hemennezh milour an alouberien. Ur gevrenn bruderezh (Propagandastaffehl a oa kreizennet e Añje gant burevioù er c'hêrioù pennañ.