Louis Feutren
Louis Feutren, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1922 e Pleuvihan hag aet da anaon e miz Du 2010 e Bré, en Iwerzhon, a oa ur broadelour breton, brudet evel kenlabourer ezel eus ar Bezen Perrot e-kerzh an Eil Brezel-bed. Goude an Eil Brezel-bed en doa kavet repu e Bro-Gembre da gentañ ha goude-se en Iwerzhon lec'h ma oa deuet da vezañ kelenner galleg ha ma oa dimezet.
Yaouankiz kemmañ
Ganet eo d'ar 26 a viz Ebrel 1922 e Pleuvihan. Studier war ar Gwir edo e Roazhon.
Eil Brezel-bed kemmañ
E-kerzh an Eil Brezel-bed hag an dalc'herezh e teu da vezañ ezel eus ar Bezenn Perrot gant ar renk a SS-Mann. Lesanvet eo Ar mestr.
Goude an Eil Brezel-bed kemmañ
Kondaonet eo d'ar marv ha tec'hout a ra. Evel Célestin Lainé pe Alan Heusaff e kavo repu da vat en Iwerzhon.
En Iwerzhon kemmañ
E 1956 e voe dimezet gant Maura Martin e Dulenn. Kelenner eo bet adalek 1957 betek ar bloavezh 1985 [1] e St Conleth's College e Dulenn. Hervez testenioù skolajidi gozh e oa feuls ar c'helenner gant ar grennarded. Memes goude ar bloavezh 1982 hag al lezenn a roe lamm d'ar c'hastizoù korf en Iwerzhon en doa kendalc'het.
Fin e vuhez ha goude e varv kemmañ
C'hoant a oa bet gantañ da reiñ 50 000 Euro da Skol-veur Breizh-Izel evit harpañ ar brezhoneg met nac'het oa bet degemer ar sammad arc'hant [2]. Levraoueg Vroadel Kembre he doa degemeret ur sammad a 360 000 Euro gant e zielloù[3] memes ma oa savet trouz tro-dro d'an afer [4].
Kroget ez eus skolajidi gozh da c'houlenn digant ar St Conleth's College en em zigareziñ dre ma oa bet roet labour d'un ez-kenlabourer d'an Trede Reich ha dre ma oa chomet sonn gant e vennozhioù memes evel kelenner[5]. Evit Uki Goñi a oa bet skolajiad eno e oa Louis Feutren "un euzhvil" , "un ofiser kozh fier ha brabañser eus aozadur gwallvuhezekañ ha mac'homer an 20vet kantved, an nazied SS».
Pennadoù kar kemmañ
Notennoù ha daveennoù kemmañ
- ↑ https://www.sudouest.fr/culture/histoire/cache-en-irlande-un-ancien-officier-nazi-francais-etait-professeur-dans-une-ecole-de-dublin-jusqu-en-1985-16913461.php
- ↑ https://www.independent.ie/irish-news/french-college-rejects-50k-bequest-from-nazi-collaborator-who-fled-here/29346295.html
- ↑ https://www.independent.ie/irish-news/french-college-rejects-50k-bequest-from-nazi-collaborator-who-fled-here/29346295.html
- ↑ https://www.bbc.com/cymrufyw/15998205
- ↑ https://www.irishexaminer.com/news/arid-41238805.html