Paol Kalvez

skrivagner brezhonek
Paol Kalvez
Paol Kalvez
Anv ofisiel Paul Le Calvez
Anv pluenn Paol Kalvez
Obererezh Danevellour
Prederour
Kazetenner
Troour
Ganedigezh e 1924
e Lokournan, Breizh
Marv 29 a viz Gouhere 2021
Yezh skrivañ Brezhoneg
Luskad lennegel Imbourc'h
Oberennoù pennañ
Kambr ar stered
Sklêrijenn ar Feiz kristen (troidigezh)


Paol Kalvez a oa ur skrivagner bet ganet er bloavezh 1924[1] ha marvet d'an 29 a viz Gouhere 2021[2]. Un emsaver e oa ha skrivet en deus meur a bennad.

Ganet e voe e Lokournan e 1924, e vamm a oa o terc’hel meur a stal er vourc’h hag e dad a oa mañsoner eus e vicher. Desavet eo bet e brezhoneg betek an oad a 13 vloaz.

Mont a reas da studiañ al latin, al lennegezh, an douenoniezh hag ar brederouriezh e skolioù kristen, e Bro-Okitania hag e Bro-Dunizia. Fellout a rae dezhañ mont da visioner. Soudardet eo bet e 1943 betek 1945. Daoust dezhañ klask bout misioner ha beleg, e voe nac'het dezhañ hag e tistroas el Lu e-men e teuas da vout kontaouer hag is-ofisour. En em staliañ a reas e Roazhon.

Tad eo da zaou vugel en deus desavet e brezhoneg.

Labour emsaver

kemmañ

Bet eo bet unan eus renerien bouezusañ KEAV e-pad ur mare, a-gevret gant Ronan Huon ha Vefa de Bellaing hag e kengrouas SADED gant Guy Étienne ha Youenn Olier. Sevel a reas darempredoù etre KEAV ha SADED eus 1963 da 1967. War-lerc'h e kuitas embregerezhioù Guy Étienne evit labourat e savadurioù katolik gant Youenn Olier. Klasket en doa skoulmañ darempredoù etre KEAV ha Skol An Emsav (SAE) er bloavezh-skol 1970-71, pa oa SAE ur gevredigezh kristen. Paouez a reas da labourat evit KEAV e 1978.

Ur paot-mat a bennadoù en deus skrivet evit ar gelaouenn Imbourc'h ha kavout a reer lod eus e brederiadennoù, merket don gant ar feiz kristen, war load Emglev An Tiegezhioù[3]. Kenderc'hel a reas al labour kroget gant Marsel Klerg evit sevel ha skridaozañ ur breviel e brezhoneg e 12 levrenn (Lennadurioù kristen).

E 2007, Paol Kalvez en deus skrivet ul levr, Kambr ar stered, embannet gant an ti-embann Mouladurioù Hor Yezh. Ennañ e kaver un c'hendiviz gant Malo Bouessel du Bourg a-zivout red e vuhez en tu all da bevar-ugent vloaz hag e gejadennoù gant tud zo evel Lanza del Vasto da skouer[4].

E 2015 ez eo embannet e droidigezh eus ar c'helc'hlizher "Lumen Fidei" skrivet gant ar pab Frañsez, troet "Sklêrijenn ar Feiz kristen" gantañ[5].

Notennoù

kemmañ
  1. Gw. ar pennad Paol Kalvez war load KEAV : Paol Kalvez
  2. Agence Bretagne Presse
  3. Load Emglev an Tiegezhioù
  4. Ur vurutelladenn amañ : Kambr ar stered, Paol Kalvez (2007)
  5. Gw. ar pennad Lumen Fidei e brezhoneg war load Ar Gedour Mag (galleg)