Youenn Kraff - Yvon Craff eus e anv kefridiel - a voe un emsaver katolik breizhat bet ganet e 1923. Mervel a reas d'ar 6 a viz Kerzu 2012.

Bet eo bet ezel eus ar PNB (Strollad Broadel Breizh). Eus rummad Youenn Olier e oa. Gantañ ha Marsel Blanchard, en doa graet e goñje e Sant-Brieg e 1945. Chom a rejont mignoned vras a-hed ar bloavezhioù a stourm en eil hanterenn an ugentvet kantved.

Labourat e reas a-hed e vuhez evit eñvor an Aotrou Perrot e Unvaniezh Koad Kev a grouas e 1951 ha Mignoned Feiz ha Breizh. E luskad «Iliz ha Breizh» er bloavezhioù ’70 e voe oberiant ivez evit an oferennoù brezhonek kentañ e korn-bro Kemperle.

Brudet eo evit e bennad An doare kontañ dre zek e-barzh Al Liamm e 1957, ma kinnig ober gant ar gerioù pergont, pemgont, segont, egont ha nawgont[1].

Notennoù kemmañ

  1. An doare kontañ dre zek, Al Liamm #63, 1957, p. 48