D'ar Meurzh 8 a viz C'hwevrer 2005 ez eo aet Ivona Martin d'an Anaon, d'an oad a 97 vloaz. Ur vuhez hir hag oberiant evit ar brezhoneg a renas.

Brezhonegerion a oa he zud, eus kostez An Dre-Nevez. Ur soñj kaer, blaz ar baradoz warnañ, a zalc'he eus he vakañsoù-skol du-hont e maezioù Landivizio a oa hollvrezhonek da neuze. Kontañ a rae e oa bet hoalet gant ar yezh abred-kenañ en he bugaleaj, hogen ranket he doa deskiñ anezhi a-nevez, rak ne oa ket bet savet e brezhoneg, moarvat dre ma oa he ziegezh o chom e kêr.

Gant Roparz Hemon he deus kejet. He danevell eus an darvoud-se a oa fromus en he genoù. Kontañ a rae he doa gwelet un den "kozh" (Roparz Hemon a oa eus ar bloaz 1900, seizh vloaz koshoc'h egeti enta), hag hi yaouank-flamm - peseurt bloaz resis ? War-dro ar bloaz 30 moarvat - straed ar C'hastell e Brest, e ti Sant-Ildud, a oa anavezet evit pourchas levrioù brezhonek. Roparz Hemon en doa roet dezhi da gompren e oa re sammet gant al labour hag hi, brokus ha diwar-skañv, he doa kinniget dezhañ he skoazell. Nebeut war-lerc'h ez eas Roparz Hemon d'he c'haout ouzh dorikell ar "Société Générale" ma laboure-hi eno ha dre an dorikell e roe Roparz Hemon labour da Ivona, d'e sikour war-dro ar gelaouenn "Gwalarn". Ur vignoniezh vras hag ur c'henlabour daou-ugent vloaz a groge. Traoù bihan da gentañ : adskrivañ chomlec'hioù, sekretouriezh, ha tamm-ha-tamm traoù all. Goude ar brezel e reas war-dro sekretouriezh ar gelaouenn Ar Bed Keltiek, gant Roparz Hemon da bennskrivagner, hemañ harluet en Iwerzhon. Skriverezañ a reas evel-se miliadoù a bajennadoù, a veze moulet goude-se gant ar beleg Jakez Ducamp, diazezer Skoazell Vreizh a-hend-all, war liestennerez skolaj Sant Pêr Ar Releg Kerc'horr. A-bouez bras eo bet "ABK" e buhez an Emsav, daoust d'e stumm-moulañ dister, a gaieradoù bihan. Dont a reas er-maez etre 1959 ha 1971. Ivona n'he deus ket skrivet kement ha ma c'hellfed krediñ. Ur stourmerez e oa da gentañ-penn. Anavezet e oa gant an holl ha brokus e roas eus hec'h arc'hant hag eus hec'h amzer ivez. Unan eus reizherion Skol Ober e oa ha kentelioù a rae ivez en he ranndi er bloavezhioù diwezhañ. Prenañ a rae kement tra a veze moulet en hor yezh. Evit sikour, rak gouzout a rae pegen diaes eo gwerzhañ levrioù brezhonek. Ne oa ket dimezet ha dre-se e oa aesoc'h dezhi kemer perzh er stourm, o vezañ ma n'he doa na gwaz na bugel da ober war o zro. Divugel e oa hervez ar c'hig, hogen bugale ha bugale-vihan niverus he deus bet dre ar spered. E buhez Oaled Sant Erwan Brest e kemeras perzh adalek an deroù (1969), 28 straed Berthelot e karter Sant Marzhin. Kadoriadez an Oaled e oa bet adalek 1989 hag e-pad daouzek vloaz. Dont a rae ingal d'ar beilhadegoù miziek a veze aozet, o tegas ganti maouezed all, brezhonegerezed a-vihanik o chom e Brest. E Kelc'h-Studi brezhonek ar Bibl e kemere perzh ivez, bepred en OALED SANT ERWAN, renet gant Maoris ar C'hollo. Eno e keje neuze gant Youenn Souffez-Despré, ar re Huon, ha stourmerion all. Kemeret he deus perzh ivez er stourmadenn da gaout un Oferenn vrezhonek e Brest. Warni e c'helled kontañ bepred.

Ur gristenez gredus e oa Ivona Martin. Emezelet he doa da skouer en oberenn Maodez Glanndour, "Unvaniezh Speredel Breizh" ha pergen he doa gouestlet pediñ evit ar Vro en hor yezh. Bemdez. Ul levrig dister a oa bet moulet dindan dalbenn "Ar Bedenn evit ar Vro", a vez graet gantañ dalc'hmat hiziv an deiz gant hiniennoù 'zo. Diwezhatoc'h ez eas ingal da vodadegoù Kristenion Breizh. Kemer a reas perzh e beajoù K.B. d'ar broioù keltiek meur a wech. Ur plac'h a bedenn e oa, hag ar bedenn eo a brize dreist pep tra e bodadegoù KRISTENION BREIZH. War dachenn ar relijion e plije dezhi Dom Elder Camara, an eskob araogour eus Amerika-Latin. Bepred e veze dedennus ar gaoz, hag ur wech an amzer e kounae he stourmoù war he labour gant he c'hweluniad, war-dro SOS Amitié, hag Añjela Duval, evel-just. Gwall zoaniet e oa, anat eo, gant ar c'havailh a-enep Roparz Hemon ha pergen gant divadezadur Skolaj Diwan ar Releg. Emañ he bez e bered Sant Mark, ar c'harter m'he deus bevet ennañ he buhez-pad.

Enorioù

kemmañ

E 1995 e voe roet Kolier an Erminig dezhi en abeg d'he labour evit ar brezhoneg.