Imbourc'h zo ur gelaouenn vrezhonek bet savet e 1969 gant Youenn Olier, deuet da vezañ un ti-embann goude. Abaoe 2001 e vez meret an embannadurioù gant Emglev An Tiegezhioù, met echu eo bet e 2011. Levrioù a denn d'ar relijion gatolik a vez embannet dreist-holl.

Da gentañ e oa kelaouenn dam-gefridiel Emsav ar Bobl Vrezhon (EBV), a oa un danvez strollad politikel anezhañ, a oa bet savet da heul disparti Youenn Olier ha Paol Kalvez eus Emsav Stadel Breizh (ESB). Tennañ a rae an anv Emsav ar Bobl Vrezhon d'ur strollad berrbad all, Emsav Pobl Vreizh, a oa bet krouet gant Youenn Olier e deroù ar bloavezhioù 1950. Pa zeuas er-maez ar gelaouenn Imbourc'h e miz Kerzu 1969 ne oa kaoz ebet a di-embann nag a relijion c'hoazh. Embannet e veze e stumm ur gelaouenn viziek, a oa er vent A4.

Buan e voe savet ur skourr sevenadurel da EBV : Skol An Emsav. Arouezius eo anv ar gevredigezh-se : o diazezerien o doa c'hoant da gas an danvez stourmerien vrezhon d'ar "skol" a-raok nad afent d'ar "Bobl", evel ma vezed troet d'ober, goude darvoudoù 1968 e Pariz hag e Breizh. Ar framm politikel EPV ne badas ket, met ar framm sevenadurel pe "ar stourm evit ar yezh", SAE, a chomas hag he folitikerezh a veze displeget er gelaouenn.

Da heul Kendalc'h Skol an Emsav dalc'het e Gwengamp e 1974 e teuas an troc'h war-wel etre daou rummad stourmerien. An hini kozh a oa begennelour, en ur zegemer a-grenn hêrezh Gwalarn ha SADED, pa gavas gwelloc'h an hini yaouank, pellaat, 'mont d'ar Bobl', levezonet gant mennozhioù kleizelour deuet da heul 1968, o pellaat evel-se, tamm-ha-tamm, diouzh an hêrezh broadelour ha kristen, mui pe vui, a rene en Emsav betek neuze.

Tuadur kristen ar gelaouenn diskleriet adalek 1974

kemmañ

E niverennoù kentañ ar gelaouenn e rankas Youenn Olier reizhabegañ e c'hwitadenn gant SADED hag ESB, ha talañ e diabarzh Emsav ar Bobl vrezhon (EPV) nevez-savet gantañ ouzh an tuadur kleizelour a-berzh ar rummad yaouank.

Goude Emvod-veur Gwengamp Skol An Emsav e 1974 e kollas Youenn Olier ha Paol Kalvez renerez an aozadur hag e voe distaget Imbourc'h diouzh EPV ha SAE ha staget ouzh "Kristenion Breizh". Kemmet krenn neuze e voe spered ar gelaouenn, da-heul ur seurt emzezrann : neuze e voe kemmet ment ar gelaouenn (stumm A5 adalek neuze) hag e talc'has gant he spered broadelour, met dave a reas ivez war-eeun d'ar feiz kristen ha da gelennadurezh an Iliz dre vras. N'eo ket kemmet abaoe, nemet e vez meret gant Emglev An Tiegezhioù abaoe 2001.

Liesseurt-kenañ e voe ar pennadoù, alies war danvezioù diaes : Feiz, Prederouriezh, Patrologiezh, Armerzh...

Chom a ra stag ar gelaouenn ouzh an tuadur "begennelour" oc'h arverañ gerioù SADED hag o krouiñ re all en ur embann tri geriadur eus ar brezhoneg arnevez.

Moulet e voe ar gelaouenn gant he rener e-pad 35 bloaz en e gav, er straed Burloud e Roazhon. Moullañ ar pajennoù, o tastum hini hag hini en-dro d'an daol sikouret gant e vugale, krafennañ pep skouerenn, kas anezhe dre ar post : pep tra a veze graet en un doare artizanel. Ar goloioù hag ar skeudennoù a gaver er gelaouenn a veze treset gant e wreg, Annaig Couée, a sine "Juliana Broc'han".

Embannadurioù

kemmañ

Nebeut a skouerennoù (200 well-wazh) a vez tennet eus ar gelaouenn hag eus hec'h embannadurioù, dre ziouer a goumananterion. Dister int da welout, rak moullet int hep tremen dre un ti-moulañ a vicher.

Ouzhpenn tri metrad estajerennoù ul levraoueg a vez leuniet gant ar pezh a zo bet moullet etre 1969 ha 2005 :

  • Deizlevr Youenn Olier (skrivet etre 1945 ha 1967) a voe embannet ul levrenn anezhañ bep bloaz. En e "Notennoù Politikel" e roas Youenn Olier e sell war an istor kempred, a viz da viz : istor an Emsav eveljust, hogen ivez hini an Iliz hag ar bed dre vras. Pergen 25 levrenn eus Deizlevr Youenn Olier.
  • Embann a reas ivez kalz oberennoù katolik : troidigezhioù peurvuiañ evel Sin An Templ ha Karantez eo Doue (troet o-daou gant Maodez Glanndour), Gourbannoù Sant Eosten (tr. gant Jil Ewan), Henlennegezh kristen (12 levrenn) a ya d'ober ul lodenn eus Ofis al lennadennoù Brevial nevez Vatikan II (tr. gant Marsel Klerg).
  • Daou romant skiant-faltazi hir savet gant Youenn Olier, gant amkanioù prederouriezhel e liamm gant istor an Emsav, a zo bet moullet : Porzh an Ifern hag Enez ar Vertuz, a zo ar romant hirañ bet moullet biskoazh e brezhoneg. E 2004 e oa bet adembannet[1].
  • Danevelloù Yann Mikael An Emgav Chanter zo bet embannet e 2008.
  • Oberennoù all niverus ha liesseurt en o zouez Skol Walarn e div levrenn embannet teir gwech (burutellerezh ar "skol" stag ouzh ar gelaouenn Gwalarn), danevelloù, pezhioù-c'hoari, romantoù...
  • E 2008 levrenn gentañ Liderezh an Eurioù, a zo lodenn gentañ ar brevial e brezhoneg troet pizh diwar al latin : 1200 p. war baper bibl. Ar peurrest a gaver er stumm PDF war o lec'hienn.
  • E 2009, Stumm dreist-ordinal an Oferenn ha pedennoù da heul motu poprio 2007 : an oferenn en he stumm dreist-ordinal (oferenn hervez misal sant Yann XXIII 1962), gant ul lodenn vras a bedennoù, pergen adembannidigezh ofis Unvaniezh Speredel Breizh Maodez Glanndour, anvet "Ar Bedenn evit ar Vro", ha troidigezh testennoù latin mil-anavezet aes da ganañ e brezhoneg war an hevelep tonioù latin.
  • E 2013, "Poanioù-spered an Tad Gwaz-Doue" gant Youenn Olier, ur romant war un ton fentus, a daolenn degouezh ur beleg o vevañ an troc'h a zegouezhas da heul Eil Eskebvod ar Vatikan, un digarez da zielfennañ degouezh an Iliz hag ar gevredigezh d'ar mare-se ;
  • E 2014, "Diverradur katekiz an Iliz katolik", 255 p. troet gant Job Lec'hvien
  • E 2015, Santez Tereza Vihan, ur vandenn dreset deol troet gant Fabrice Coupechoux.
  • E 2015, Sklerijenn ar Feiz, 87 p. Kelc'hlizher ar Pab Frañsez, tr. Paol Kalvez.
  • E 2017, "Katekiz ar Vugale", 250 p. 120 skeudenn, evit prientiñ d'ar gomunion gentañ, troet gant Turiaw ar Menteg ha Tepod Gwilhmod

Dasparzhañ a ra ivez lod embannadennoù An Tour Tan, Barr Heol.

Kannadig Imbourc'h

kemmañ

Adalek 2000 e veze moullet Kannadig Imbourc'h, a zeue er-maez bep daou viz. Kenlabourat a rae Paol Kalvez, Yann Mikael, Tepot Gwilhmod, Youenn Troal ha Yann Talbot enni. Kelaouenn daouviziek Emglev An Tiegezhioù e oa, dezhi ur spered broadelour ha katolik.

N'eus ket ken eus Kannadig Imbourc'h abaoe 2018. Lod eus skipailh ar c'hannadig zo aet da sevel Ar Gouloù Gwenn gant Tepod Mab Kerlevenez : ar spered zo broadelour atav, met an tu kristen zo disteraet.

Kenskriverien ha skrivagnerien

kemmañ

Setu aze ur roll diglok eus an dud o deus skrivet er gelaouenn-se pe embannet o oberennoù gantañ : Ivon Gak, Lukian Kergoat, Frañsez Favereau, Yann Mikael, Tepod Gwilhmod, Paol Kalvez, Youenn Olier, Maoris Ar C'hollo, Maodez Glanndour, Marsel Klerg, Erwan ar Menga, Youenn Troal, Fañch Kerrain, Pêr Even, Yann-Vari Bouessel du Bourg, Yann Talbot, Ewen Delanoy, Jozef Lec'hvien, Tomaz Jacquet, Tepod Mab Kerlevenez, Yann Maneguen...

Notennoù

kemmañ
  1. Enez ar Vertuz, 650 p., 2004

Liammoù diavaez

kemmañ