Turiaw ar Menteg, Gwion ar Menteg, an Tad Turiaw er relijion, abEnnez da anv barzh, a oa ur beleg ortodoks hag ur skrivagner brezhonek. Kenlabouret en deus gant SADED.

Ur pennad mat e oa bet o chom evel manac'h e Treger, er Seizh Sant, hag ur pennadig ivez e Lennon. Bevañ a reas e-pad pell amzer e Brec'h, hag e Gwened e dibenn e vuhez. Prezidant Kelc'h Sevenadurel Gwened e voe. Ur pennad a skrivas er gelaouenn Al Liamm : "Santez Anna, mamm-gozh ar Vretoned".

Unan eus e vibion, Gwenhael ar Menteg, a gengrouas An Drouizig.

Oberoù kemmañ

  • Dafar evit ur c'heriaoueg a'n Ardamezouriezh, Yellen hag Abennez, Gwenedour, 1965
  • Barzhaz-hud ur Gwenedour, (gant an anv-pluenn: abEnnez), Gwenedour, Rumm E, 1966.
  • Pacem in Terris, Yann XXIII, tr. gant an Tad Turiaw, Preder, 1968.
  • Brezhoneg diazez, embannet gant Skol an Emsav, hep bloaziad.
  • Goueler Kelt, Preder, 1970 ; embannadur "gwellaet ha kresket", 1991.
  • Santez Anna, mamm-gozh ar Vretoned, Al Liamm, niv. 325, 2001
  • Dastumad gerioù a rannyezhoù ar gevred - Dictionnaire de vannetais breton-français, Hiziv an deiz, 2007.
  • An Aviel hervez sant Yann an doueoniour, Embannadur An Treizher, 2014.
  • An Oferenn Santel diouzh deved sant Yann Aourc’hen, embannadur An Treizher, 2014.
  • Geriadur an Doueoniezh, An Treizher 2016, 446 p.

Liammoù diavaez kemmañ