An Treizher
An Treizher eo anv un ti-embann ha zo bet krouet er bloavezh 1997.
Istor An Treizher
kemmañGanet eo bet An Treizher embannadurioù a-c'houdevezh ma reas ar skrivagner Koulizh Kedez anaoudegezh gant André Markowicz, un troer diwar ar saozneg hag ar rusianeg anezhañ, ha Yann Varc'h Thorel, ha zo kelenner ha troer diwar ar brezhoneg hag ar sinaeg.
Identelezh an ti-embann
kemmañPal ar gevredigezh-se eo kemer perzh e pinvidikaat al lennegezh vrezhonek. Hervez pennoù bras ar gevredigezh n'eo ket he fal kinnig ur vroadig d'ar re all hogen un doare da vevañ, gant he c'hizidigezh dezhi[1].
Neuze e tro-hi pennoberennoù ar bed a-bezh e brezhoneg evit ma vefe kinniget teñzorioù sevenadurioù estren da Vreizhiz hag evit ma vefe pinvidikoc'h ar brezhoneg evit a sell ar gerioù hag ar mennozhioù a gaver e levr-mañ-levr. Embannet eo oberennoù-faltazi ha prederiadennoù skrivet e brezhoneg war-eeun ivez.
Levraoueg An Treizher
kemmañ- An Aviel hervez sant Yann an Doueoniour, troidigezh gant Turiaw ar Menteg
- An Oferenn Santel diouzh deved sant Yann Aourc’hen, troet gant Turiaw ar Menteg
- Arvar hag aters, Koulizh Kedez
- A-zehoù d'ar c'hounabr - lizhiri ur bargeder, Yann-Varc'h Thorel
- Daouzek, Aleksander Blok, troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez
- Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, troet gant André Markowicz ha Yann-Varc'h Thorel
- Ouzh eien ar Gaouded, Koulizh Kedez
- Requiem, Anna Ac'hmatova, troet gant André Markowicz ha Koulizh Kedez