Yann-Varc'h Thorel

skrivagner ha troour

Yann-Varc'h Thorel, ganet d'an 30 Ebrel 1968, zo ur skrivagner hag un troour brezhonek ha gallek, skolaer e Skol Diwan Sant-Brieg. Troet en deus skridoù barzhed eus broioù ar Reter-pellañ, Sina, Rusia, India...Embann a ra barzhonegoù er c'helaouennoù Al Liamm, Aber ha Nidiad.

Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn

Buhez

 
Yann-Varc'h Thorel e 2005

Pa oa er 6vet ha 5vet klas e oa troet e spered gant yezh ha sevenadur Sina dija. Gant ar soñj-se eo bet renet e vuhez, e studioù hag e zarempredoù abaoe. Deuet eo dezhañ ar c'hoant da zeskiñ brezhoneg asambles gant ar c'hoant da zeskiñ sinaeg. Goude-se en deus tapet teir zestenn-studi disheñvel : an aotreegezh war ar sinaeg, an aotreegezh war ar brezhoneg, hag evit echuiñ un testeni kelenner-skolioù. Hiziv ez eo dedennet gant ar yezhoù, ar varzhoniezh dre-vras, ha dreist-holl gant yezh ha sevenadur Sina. Goude un nebeud bloavezhioù troc'h en deus divizet adskoulmañ gant ar studioù-se. E c'hoant ? Toullañ e hent dezhañ e-unan, ha klask gwelout da belec'h vo kaset gantañ... Diagonet ez eo bet da ouel Maria-Veurzh gant un eskob reizhvriek[1].

Mennozhioù

Diaes eo dezhañ deskrivañ e vennozhioù rak n'en deus graet nemet skrivañ, choaz ar yezh, pe ober troidigezhioù. N'eus nemet A zehoù d'ar c'hounabr, embannet e ti-embann An Treizher, e lec'h m'en deus gallet taolenniñ e vennozhioù, hogen ne vez ket dalc'hmat ar re wir. Ne gav ket dezhañ ez eo kefridi un aozer dispakañ e vennozhioù en e oberenn. Un arz eo al lennegezh ha kefridi bennañ un arzour zo plediñ gant e bluenn evit dont a-benn da zisplegañ eus ar gwellañ e galonadoù, e verzadoù, e boulzadoù (ar pezh a zo disheñvel a-walc'h diouzh e vennozhioù !). Anat eo e vez displeget mennozhioù er romantoù, arabat eo e vefent re an aozer avat met dreist-holl re e dudennoù.(Daveoù a vank)

« Daou skrivagner eus an XIXvet kantved, Émile Zola ha Gustave Flaubert a blij da Yann-Varc'h Thorel : Zola zo ur skrivagner a laka e bluenn e servij ur gefridi gevridigezhel ha politikel, unan a skriv hag a embann e vennozhioù da dud e brantad istor. Flaubert a skriv evit an arz, n'en deus da bal ken gwellaat arz e bluenn, goveliañ frazennoù ha frammañ istorioù gwellañ ma c'hall, ha, gwashañ 'zo, pa zispleg mennozhioù ned int ket e re : kas a vage ouzh e dudennoù peurvuiañ. » (Daveoù a vank) Da Yann-Varc'h ned eo ket oberenn Zola (evitañ ez a live romantoù Zola war izelaat bep ma tibab e gostezenn gevredigezhel-politikel) a zo ur skouer met kentoc'h hini Flaubert (na ro ket da c'houzout e vennozhioù en e romantoù).(Daveoù a vank)

Beajour

Hervez an embanner An Alarc'h : Bez' ez eo bet Yann-Varc'h Thorel ivez o redek war gein ur c'hañval e Mongolia, ha klasket en deus ivez harpañ un tren e Xi'an, e-kreiz Sina. Diwezhatoc'h e vanas sac'het e Howrah, porzh-houarn Kolkata, e Bengal ...

Levrlennadur

Barzhonegoù

  • Gu Cheng, niverenn 09 Nidiad, Genver 2012 ;
  • In Memoriam, emezout, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013 ;
  • He Yifu, niverenn 08 Nidiad, Here 2011 ;
  • Laurent Mordelet, niverenn 07 Nidiad, Gouere 2011
  • Kerc'heiz, niverenn 06 Nidiad, Ebrel 2011 ;
  • 1998 : Moussutal da Eva, Al Liamm niv. 307
  • 1993 : An nor maen-jad, Al Liamm niv. 276
  • 1991 : Oc’h arvestiñ ma-unan ouzh ar bleuñv war glann ar stêr, Al Liamm niv. 267

Oberennoù

  • A zehou d'ar c'hounabr (lizhiri ur bargeder), dezrevell e veaj e Sina, skeudennaouet gant He Yifu, embannet gant An Treizher, 2006.
  • Ar strafuilh anaoudel en deskiñ -- Strafuilhoù al lavar, perzhiadur en embannenn LAVAR 15, pp. 376–379, Preder, 2003.
  • Broad ha riez e Sina, perzhiadur en embannenn LAVAR 13, pp. 243–247, Preder, 2000.

Troidigezhioù

Levrlennadur

  • "Yann-Varc'h Thorel traduit un conte de Dostoievski en breton", Le Télégramme, pajenn Gwengamp, Gwener 29 a viz Kerzu 2006

Notennoù

  1. bretagneorthodoxe.unblog.fr