Nidiad

kelaouenn lennegel

Nidiad a zo ur gelaouenn lennegel vrezhonek bet krouet e 2010 e Naoned gant Gwendal Piégais, Malo Adeux ha Hoel Mahe. Dont a ra er-maez bep tri miz abaoe 2010.

Niverenn gentañ Nidiad (Miz Genver 2010)

Kavet eo bet titl ar gelaouenn diwar labour Guy Étienne[1].

Enni e vez kavet ingal barzhonegoù, testennoù a brederouriezh pe Istor ha komz-plaen. Tud all o deus kemeret perzh er gelaouenn-se evel Yann-Varc'h Thorel, Ronan an Deroff, Dan Ar Wern, Alan Kervern, Yann-Ildut Galiou, Kevin Laquaine-Jakez, Manon Le Gourrierec, Celestine Doedens, Fabrice Coupechoux, Gayanêh Guerineau, Bigorn He!, Sören Hand, Olia Tsaplina, Youen Le Bris, Yulia Borisova, Tepod Mab Kerlevenez pe Fulup Pirc'hirin.

40 niverenn a ya d'ober heuliad Nidiad e miz Genver 2020.

Liammoù diavaezAozañ

NotennoùAozañ

  1. Gw. Lavar 18, p. 99-102