Malo Adeux

skrivagner
Malo Adeux
Malo Adeux
Malo Adeux (a-zehou, ouzh ar mikrofon) gant e strollad Prim
Anv Malo Adeux
Ganet 1990
Naoned (Breizh)
Broadelezh Breizhad
Micher Skrivagner, Gitarour, Kaner
Brudet evit Nidiad

Malo Adeux zo ur skrivagner ha soner breizhat, bet ganet e 1990.

Krouet en deus ar gelaouenn Nidiad gant Gwendal Piégais ha Hoel Mahe e 2010. Skrivañ a ra barzhonegoù ha testennoù a gomz-plaen enni. Ul lod eus e bennadoù zo a-zivout ar vurutellat lennegel, ivez.

Mab eo da Weltaz Adeux eus strollad EV. Skrivañ a ra kanaouennoù e brezhoneg a gan e-unan pe er strollad Prim pe e hini Load. Kemeret en deus perzh e albom e dad anvet Eyjafjallajökull e 2017. E 2018 en deus embannet ur bladenn eponim gant titloù bet skrivet gantañ e-unan evel Dindan da groc'hen pe Plaver².

Oberenn lennegel

kemmañ

Barzhonegoù

kemmañ
  • Al laer komzoù, niverenn 09 Nidiad, Genver 2011 ;
  • An dirolladeg dall, niverenn 10 Nidiad, Ebrel 2012 ;
  • Ar gweladenner, niverenn 08 Nidiad, Here 2011 ;
  • Bal an notennoù, Nidiad 18, Ebrel 2014 ;
  • Kan, kan din..., niverenn 12 Nidiad, Here 2012 ;
  • lAOueN, niverenn 02 Nidiad, Ebrel 2010 ;
  • Lenn ar ster, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 ;
  • Mont kuit, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013 ;
  • Ned omp netra, niverenn 16 Nidiad, Here 2013 ;
  • Ne ouzout ket, niverenn 06 Nidiad, Ebrel 2011 ;
  • Rozenn, niverenn 01 Nidiad, Genver 2010 ;
  • Ster, niverenn 04 Nidiad, Here 2010 ;
  • Tommder da gorf, niverenn 03 Nidiad, Gouere 2010 ;
  • Va nozvezhioù, niverenn 07 Nidiad, Gouere 2011 ;

Danevelloù

kemmañ
  • An tiez na zalc'hent ket, niverenn 13 Nidiad, Genver 2013 ;
  • Jessica, niverenn 03 Nidiad, Gouere 2010 ;
  • Muzelloù Leïla, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 ;
  • Skrivañ, niverenn 02 Nidiad, Ebrel 2010 ;
  • Ur wech diwezhañ, niverenn 01 Nidiad, Genver 2010 ;
  • War-du an heol, niverenn 09 Nidiad, Genver 2011 ;
  • ...

Spered Plaen

kemmañ
  • André Breton, Paul Valéry hag ar varkizez, Nidiad 17, Genver 2014 ;
  • Ar Sammed, Nidiad 18, Ebrel 2014 ;
  • Danevellañ ha dezrevellañ : skouer Havelok an Danad, Nidiad 16, Here 2013 ;
  • Donaat ar skrid, niverenn 12 Nidiad, Here 2012 ;
  • Dre al lusk, al lavar hag ar gerzenn, niverenn 03 Nidiad, Gouere 2010 ;
  • Ergerzhout ar milendall - Amzer hag istor en oberennoù Alain Robbe-Grillet, niverenn 08 Nidiad, Here 2011 ;
  • Eus ur romant d'un all : hent an nac'h, niverenn 06 Nidiad, Ebrel 2011 ;
  • Hemingway hag an destenn gollet, niverenn 15 Nidiad, Here 2013 ;
  • Herzel ouzh ar vertuz : dae dic'hallus Sade, niverenn 10 Nidiad, Ebrel 2012 ;
  • Kartennañ an Ifern, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 ;
  • Krizder ha krizded el lennegezh : Sade, Dantec hag an nazied, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013
  • ...

Troidigezhioù

kemmañ
  • Aer Gouyen gant Howard Phillips Lovecraft, diwar ar saozneg, niverenn 05 Nidiad, Genver 2011 ;
  • Aet on diwar ar bed gant Friedrich Rückert, diwar an alamaneg, niverenn 15 Nidiad, Here 2013 (gant Sören Hand) ;
  • Al lenn gant Edgar Allan Poe, diwar ar saozneg, niverenn 10 Nidiad, Ebrel 2012 (gant Ronan an Deroff);
  • An arzour gant Oscar Wilde, diwar ar saozneg, niverenn 14 Nidiad, Ebrel 2013 ;
  • Ar puñs kozh gant Hans Carossa, diwar an alamaneg, niverenn 11 Nidiad, Gouere 2012 (gant Sören Hand) ;
  • CLXXIII "Hi 'gerzh kenedus", gant Lord Byron, diwar ar saozneg, Nidiad 18, Ebrel 2014 ;
  • Ozymandias, gant Percy Bysshe Shelley, diwar ar saozneg, Nidiad 16, Here 2013 ;
  • Sankt petersbourg gant Aleksandr Sergeyevitch Pouchkin, diwar ar rusianeg, niverenn 12 Nidiad, Here 2012 (gant Olia Tsaplina) ;
  • Sonerezh Erich Zann gant Howard Phillips Lovecraft, diwar ar saozneg, niverenn 05 Nidiad, Genver 2011
  • ...

Sonerezh

kemmañ
  • Malo Adeux, pladenn gant pemp kanaouenn, 2018.