Prim (strollad sonerezh)
Prim a zo ur strollad sonerien rock brezhonek krouet e 2006.
Pevar soner a gaver er strollad: Malo Adeux (gitar, kan), Glenn Piriou (taboulinoù, kan), Meven Cabon (gitar-boud) ha Louri Pean (eil gitar).
Sonet o deus evit ar wech kentañ e Karaez evit devezh ar brezhoneg. Un Taol-Lañs aozet gant Dazont Ar Yezh e oa.
Istor ar strollad
kemmañIstor Prim zo kroget e miz Kerzu ar bloavezh 2006 pa oa kroget Glenn Piriou ha Malo Adeux da seniñ asambles evit ar blijadur. Un devezh m'e oant oc'h ober ur "boeuf" e oa kroget malo da c'hoari unan eus e ganaouennoù hag a oa plijet kalz da C'hlenn ("Kemer ma Dorn"). Tabouliner ar strollad a gofes : "Tu 'vefe bet din c'hoari anezhi e-pad eurvezhioù". Da-c'houde o deus kendalc'het da c'hoari asambles ha divizet o deus en em emskrivañ da-geñver Devezh ar Brezhoneg 2007. Bloaz goude e klaskint ur gitarour-boud, hag e voe kavet e-touez re an eilved klas e Lise Diwan Karaez, Meven Cabon. Sonet 'vo un nebeud goude hag e vo degemeret Louri Péan, an eil gitarour, er strollad. Unan eus re an eilved klas e oa anezhañ ivez hag ur mignon da C'hlenn e oa abaoe ma'z int bihan. N'eo ket echu an istor, hiziv an deiz emaint c'hoazh o skrivañ anezhi...
Piv int ?
kemmañEmañ ar pevar 'ba Lise Diwan Karaez, Malo ha Glenn e termen L ha Meven ha Louri en eilved du e 2007-2008.
- Meven Cabon, ganet d'an 22 a viz Du 1992 , a zo o vevañ e Kommanna.
- Glenn Piriou, bet ganet d'an 2 a viz Meurzh 1990, a zo o vevañ e Konk-Kerne.
- Louri Péan, ganet eo bet d'ar 25 a viz Even 1992. Emañ o vevañ e Konk-Kerne ivez, nebell diouzh ti Glenn. Seniñ a ra binioù-bras ivez.
- Malo Adeux, bet ganet en Naoned d'an 11 a viz Mae 1990, en deus savet ar c'hanaouennoù.
Orin anv ar strollad
kemmañKavet eo bet an anv er memes koulz ma oa krouet ar strollad gant Malo ha Glenn evit en en emskrivañ evit devezh ar Brezhoneg. O klask b'ar geriadur e oant ha kavet o deus Prim hag a seblante mat a-walc'h evito.