Gweltaz Adeux
Gweltaz Adeux | |
Strollad nevez Gweltaz Adeux
| |
Anv | Gweltaz Adeux |
---|---|
Ganet | bloavezioù '50 e Afrika |
Micher(ioù) | Soner Kaner |
Doare(où) | sonerezh Breizh |
Benveg(où) | Gitar, Kan ha klavier |
Lec'hienn ofisiel | http://www.myspace.com/gweltazadeux |
Endro | Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg |
kemmañ ![]() |
Gweltaz Adeux zo ur gitarour naonedat bet o seniñ pell amzer gant ar stollad EV e-touez ar re gentañ oc’h ober rock e brezhoneg, seniñ ar ra ivez klavier 'barzh e bladenn nevez. Ur c’haner a Vreizh eo, ganet e bloavezhioù’50 e hanternoz Afrika.
Labouret en deus ivez gant Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg ha reoù all.
E-unan e kan bremañ.
BuhezAozañ
A-hed d'e yaouankiz en deus beajet Gweltaz Adeux dre ar vro gant e dud. Ur bern traoù en deus graet e-kerzh e yaouankiz hag ur bern broioù en deus gwelet. E-pad 30 vloaz eo bet boazet G.Adeux d’ober tro ar vro, met bremañ ez eo diaes un tamm evitañ gant an nebeud a amzer en deus. Evit poent e c’hortoz lakaat e gwerzh e bladenn nevez Ehan zo war ar stern, e miz Du 2010 e vo echu. Chomet eo da vevañ e Breizh,e Normandi hag e hanternoz Bro C'hall dre-vras. Emañ o chom bremañ gant e vugale e Naoned.
Tad eo da Valo Adeux, unan eus diazezerion ar gelaouenn lennegel Nidiad.
SonerezhAozañ
Sonet en deus G.Adeux gant meur a strollad.
- EV
- Malt Gang
- ...
EVAozañ
Krouet e voe strollad EV e deroù ar bloavezhioù ’80 en Naoned. Sonet e voe an abadenn gentañ ar 27 a viz C'hwevrer 1981. D'ar mare-se e oa daou Finnad, breudeur anezho, Jari ha Harri (aet d'an anaon e 1997) ha daou Vreizhad, Sylvain ha Gweltaz. Etre 1981 ha 2007 eo bet kaner ar strollad EV.
E Vuhez SonerAozañ
Kroget e oa da ganañ en ur strollad e anv Malt Gang e dibenn ar bloavezhioù '70, gant ar gitarour Lucas Szabojnik. Adalek 1981 betek 2007, e oa G. Adeux o kanañ gant ar strollad EV. Labouret en deus gant Alan Stivell, Tri Yann, The Silencers, Elmer Food Beat, Johnny Clegg ha re all. Bremañ e labour G. Adeux en un triad savet gantañ: Nico Guérin ouzh ar gitar-bout hag Anabelle Calvez, sonerez taboulinoù ha batiri er strollad. Ehan a vo pladenn da zont an triad, bepred gant e vouezh uhel ha son rock pop, e brezhoneg evel-just.
BrezhonegAozañ
Krog eo Gweltaz Adeux da gomz brezhoneg n’eo ket er skol met war varlenn e vamm, e dud a oa eus Bro-C’halloù. Re gozh e oa hervezañ evit deskiñ brezhoneg er skol. Krog eo da beurzeskiñ brezhoneg dre lizher da gentañ, ha da eil, e Naoned gant Roland Mogn e-kerzh ar c'hentelioù noz. Kelenner war ar brezhoneg eo bremañ Gweltaz Adeux, e-barzh ar gevredigezh Kentelioù an Noz, e Naoned.
PladennoùAozañ
Pladennoù EVAozañ
- Mont da welet roll pladennoù EV
Pladennoù goude marevezh EVAozañ
- Ehan (pladenn), 2010
- Kelc’hioù du ha kelc’hioù glas
- Plantañ gwez
- Deiz pe zeiz, gwezh pe wezh
- Deizioù hañv
- N’out ket mat, emezi
- Gerioù hud
- A-us d’ar reier lemm
- Birvilh an dour
- Kleier o tintal
- N’eo ket aes bepred
- Ar steredoniezh
- REDADEG (bonuz)