Yulia Borisova

barzhez brezhonek

Yulia Borisova, bet ganet d'ar 6 Kerzu 1990 e Rostov Veliki, zo ur skrivagnerez vrezhonek rusian. E Rostov Veliki emañ o chom.

E 2010 he doa klevet ar ganaouenn "Gortoz a ran" gant Denez Prigent war ar skingomz. Abalamour da-se he doa bet c'hoant da zeskiñ brezhoneg. Kontet he deus he doa tremenet pemzek vloaz kraouiet er gêr abalamour d'hec'h agorafobiezh. Graet he deus anaoudegezh gant brezhonegerien dre ar rouedad, Jean-Claude Le Ruyet en o zouez.

A drugarez d'un hentenn rusianeg savet gant Anna Mouradova he doa gellet Yulia deskiñ brezhoneg.
Barzhonegoù ganti a gaver e-barzh Al Liamm, Al Lanv ha Nidiad.

E 2020 eo deuet da Vreizh, ha bet ur pennad o chom e Roazhon.

Oberennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ