Ivon Gak
Ivon Gak, pe Ivon Gag, pe Youenn ar Gag, hag a-wechoù Paotr Skrignag (hervez ul lesanv studier), zo ur skrivagner brezhonek genidik eus Skrignag. E dad a zalc'he ur vilin e Skrignag, e Lannouedig. Studioù a reas e lise Montroulez a-raok mont da Roazhon.
Pennadoù en deus skrivet e-barzh Imbourc'h, Al Liamm ha Yod-Kerc'h pa oa studier e Roazhon er bloavezhioù 1970.
Unan eus krouerien Yod-Kerc'h e oa. Unan eus kenlabourerien KEAV eo bet ivez etre ar bloavezhioù 1970 ha 2022.
Kelenner war ar jedoniezh eo bet e Bro-C'hall a-raok distreiñ da Vreizh, ma en deus kelennet en Uhelgoad ha Montroulez. Perzh en deus kemeret e Strollad Kallag.
Pennadoù
kemmañ- Ivon Gag
- 1971 : Breutadeg diwar-benn Skol an Emsav (kenskrivet gant Youenn Olier), Imbourc'h niv. 16
- Devezhioù-studi Skol an Emsav e Bulad, Imbourc'h niv. 22-23
- 1972 : Kendael devezhioù-studi Plistin, Imbourc'h niv. 26
- 1972 : An Indianed er Stadoù-Unanet (kenskrivet gant Mark Kerrain), Al Liamm niv. 152
- 1973 : N'em eus c'hoant un toull : Yod-kerc'h, Imbourc'h niv. 40
- 1975 : Mojenn ar Vroad, Skol an Emsav niv. 15, p. 14
- 1984 : Studiadenn war geriaoueg ar jedoniezh, Hor Yezh[1][2]
- Youenn ar Gag
- 2020 : Jean-Yves Lagadeg, ur vuhez vrezhonek, Hor Yezh niv. 301-302[3]