Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Enez ar Rod zo ur romant skiant-faltazi savet e brezhoneg gant Zavier Langleiz e deroù ar bloavezhioù daou-ugent.

Pajenn gentañ golo al levr
bet adembannet e 2000.

Ar c'hentañ embannadur anezhañ, kaset da benn gant Skrid ha Skeudenn, a voe peurzistrujet e-pad ar bombezadegoù a c'hoarvezas e Roazhon e-kerzh miz Even 1944[1]. N'eo nemet e 1946 ma teuas er-maez L'Île sous cloche, an droidigezh c'hallek graet gant Langleiz hag embannet gant Les Portes du Large[2]. E 1949 e teuas er-maez an doare brezhonek Enez ar Rod a-drugarez d'Ar Balb (Breuriezh Al Levrioù Brezhonek) a-raok bezañ adembannet e 2000 gant Mouladurioù Hor Yezh[3].

Adembannet e oa bet an doare gallek ivez :

E 2019 eo bet enrollet an heuliadenn faltazi radio Enez ar Rod, azasaet diwar romant Zavier Langleiz gant Anaïs Leroux[4], skignet eo bet e 2020 war gwagennoù Radio Kerne hag er stumm podkast da heul[5].

Ar romant kemmañ

Goude peñse he bag e-pad ur barrad arnev ec'h en em gav Liliana war ur gevrinus a enez. Eno e ra-hi anaoudegezh gant enezidi iskis o vevañ dindan ur volz hag a vir oute da gaout an disterañ darempred gant ar peurrest eus ar bed. "Na deiz na noz, nag heol na loar, na glav nag avel !... na frouezh, na bleunioù, na geot..." war an enez. Pep hini e-touez an enezidi en deus ur vicher resis m'eo bet e gorfadurezh azasaet rik outi. Bep ma tizoloio Liliana ar bedig-hurlink-se ne bado-hi ket gant ar c'hoant da dec'hel dioutañ ar buanañ ar gwellañ...

Framm ar romant kemmañ

Rannet eo an oberenn etre teir lodenn, nav fennad e-barzh pep hini anezhe :

KENTAÑ LODENN kemmañ

  1. Liliana o touarañ en Enez,
  2. Penaos e veze gwisket Eneziz,
  3. Al Lein-Butun,
  4. Lezennoù an Enez,
  5. Sell kentañ ar Plac'h war an Enez,
  6. Levezon vurzhudus ar Volz-Strink,
  7. Al Liorzh-Aour,
  8. Ar Parkadoù Houarn,
  9. Kuzul kentañ ar Brallañ-Rod.

EIL LODENN kemmañ

  1. Ar Saverezh Riboulioù,
  2. An Toull-Kastiz,
  3. An Evadeg,
  4. Ar Genel-Lec'h,
  5. Liorzh ar Bleunioù Kig,
  6. Ar Veol-Veur,
  7. An Drailhennoù Kig-Gouez,
  8. Ar Folldi-Kreiz,
  9. Hiraezh Liliana.

TREDE LODENN kemmañ

  1. Eil Kuzul ar Brallañ-Rod,
  2. Enkrez ar Plac'h,
  3. Ar Forn-Veur,
  4. Skrapadenn ar Sklêrijenn-Hud,
  5. Ar Plac'h e-tal ar Puñs,
  6. Trede Kuzul ar Brallañ-Rod,
  7. Huñvreoù Liliana,
  8. Liliana en argoll da vat,
  9. Ar Volz a darzh.

Klokaet eo al levr gant ul listenn o tiskouez GERIOÙ GWENEDEK NEBEUT ANAVEZET (A-DRA-SUR... VAGANIÑ).

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Pêr Denez, Kened : Enez ar rod war Institut de Documentation Bretonne et Européenne, Kened, miz Even 1946
  2. (fr) 1946 – l’ILE SOUS CLOCHE, war xavierdelanglais.bzh, 09/03/2020
  3. Erell Beloni, Ar skrivadenn - Enez ar Rod, France Bleu Breizh Izel, 02/06/2020
  4. (fr) Nelly CLOAREC, Quimper. « Enez ar rod » s’écoutera sur les ondes, Ouest-France, 05/11/2019
  5. Florent Grouin, Deiziataer sevenadurel miz Du 2022 : Podkast Enez ar rod, Brezhoweb, 02/11/2022