Lizher Sant Jakez
Unan eus Lizheroù Katolik an Testamant Nevez eo Lizher Sant Jakez.
Piv eo oberour al lizher ?
kemmañHervez ar pezh a lenner e kinnig Maodez Glanndour[1]:
« […] n'eo ket Yann, mab Zebedea, marvet merzheriet e Jeruzalem er bloavezh 44. N'eus ket chañs kennebeud-all e vefe ar Jakez all, mab Alfae, ha n'avezomp netrea diwar e benn, nemet e ano e roll an Douzek (Mazh. 10, 3 ; Mark 3,18 ; Luk. 6, 5 ; Ober. 1,13). Talbenn al lizher ne lavar ket e vefe bet abostol na netra e-kerz ar skrid. Un trede Jakez a zo a c'hellfe bezañ anvet abostol en ur ster ledan, evel Barnaba ha reoù all ; an hini an zo anv anezhañ en Testamant nevez, gant Josef, Simon ha Jud, evel kendirvi d'an Aotroù (Mazh. 13,55 ; Mark 6, 3). Eñ eo an hini a zo deuet da vezañ eskob Jeruzalemhag a zo meneget gant Sant Paol e I Kor. 15, 7, hag e Gal. 1, 18-19 ; 2, 9 ; evel gant Oberoù an Ebestel (en arroudoù 15, 13-29 hag 21, 17-26). Merzheriet eo bet e Jeruzalem eñ ivez, labezet er bloavezh62, dre urzh ar beleg-meur Ananoz. Jakez, eskob Jeruzalem, eo an hini a z bet laket al lizher-mañ war e gont gant Tadoù kentañ an Iliz.
Koulskoude, goude ma chom soñjoù al lizher tost d'an arameeg ha d'un aergelc'h aplestiant, e vezer souezhet gant gwevnder ar frazennoù, gant pinvidigezh ar gerioù. Penaos krediñ e c'hellfe bezañ bet savet an destenn gant un den dizampart a-walc'h war ar gresianeg, evel ma tlee bezañ ur Yuzev eus Galilea ? Tu a zo da vartezeañ n'en deus ket Sant Jakez skrivet an destenn-mañ eus e zorn e-unan, met gant harp ur sekretour gresianeger, en deus gouvezet reiñ dimp un diverrañ sklaer ha kempenn eus kentelioù kustum « breur an Aotroù ». »
Hervez bibliourien zo e vefe bet skrivet al lizher diwezhatoc'h (dibenn ar c'hantved kentañ pe penn kentañ an eil) rak n'eo ket bet degemeret diouzhtu e-touez ar skridoù kanonel daoust da bouez Jakez "breur an Aotrou" en iliz kentañ. Skrivet e vefe bet neuze gant "Yuzevien kristen" a heulie kelennadurezh Jakez[2].
Doare al lizher
kemmañ« Goude kregiñ gant ar saludoù hag an hetoù kustum, ne zalc'h ket an oberour gant ton ul lizher, met kentoc'h gant stumm unhomelïenn pe ur sarmon. […] Hag echuiñ ara hep lavarenn -glozañ.[...]
Bez hon eus amañ un heuliad a guzulioù a vuhezegezh kristen en em gemmesk enno menegoù niverus eus an Testamant kozh, dreist-holl eus levrioù a Furnezh, met ivez evel just, kelennadurezhioù hor Salver […]. Dre vras hon eus amañ ur skouer eus doare ar prezegerezh kristen kentañ. « [3]
Evit piv eo bet skrivet ?
kemmañNiver an daveoù d'an Testamant kozh ha doare al lizher a zoug da grediñ e oa bet savet evit Yuzevien gristenaet. N'eo ket bet kaset d'un den pe d'un iliz resis.
Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour : « Gwir eo en emziskouez al lizher evel skrivet d'an Iliz a-bezh skignet dre ar bed (12 meuriad ar Jeruzalem nevez), pe da vihanañ d'an holl Yuzevien gristenaet. »[3].
Kelennadurezh al lizher
kemmañ« O vezañ ma pouez kalz al lizher-mañ war ar ret maz eo eus ur feiz efedus gant gwirionez an oberoù, eo bet kredet gant kalz e felle da Sant Jakez enebiñ ouzh komzoù Sant Paol en e lizher d'ar Romaned diwar-benn dre ar feiz hepken hep oberoù al Lezenn,[...] Met o sellout tostoc'h e weler mat ne skriv ket an eil hag egile en-dro d'an hevelep kudenn.
Rak Sant Paol, pa gomz eus oberoù al Lezenn, a zo en e soñj merkañ didalvoudegezh ritoù ha lidoù an testamant kozh ; komz a ra eus an aner maz eo stivoù anden anezhañ e-unan, hep gras Doer, evit antren ar silvidigezh. Sellout a ra ouzh a den e-keñver ar reizhded da dizhout.
Sant Jakez avat a skriv evit ar re o deus dija asantet d'ar C'hrist,[...] Met ur fazi all ha kontrol a c'hortoz ar gristenion ; krediñ eo a-walc'h ur feiz diwirion na vefe ket efedus. Sant Paol e-unan war ar poent-se ne lavaro ket traoù disheñvel : ar feiz evitañ, kenkoulz hag evit Sant Jakez, a zo asant an den a-bezh, maiz ha youl, da lavar Doue. »[3].