Biel Cabon, e galleg Gabriel Cabon, bet ganet d'an 12 a viz Ebrel 1920 e Plougerne (Penn-ar-Bed, Breizh) hag aet da Anaon d'an 22 a viz Ebrel 2000, a oa ur beleg breizhat hag un troour brezhonek.

Beleget e voe d'an 29 a viz Mezheven 1943. Eus 1943 betek ar bloavezhioù 1961 e voe kelenner e skolaj Sant-Frañsez e Lesneven, ha goude-se e voe anvet da berson Goulc'hen. Eus 1966 betek ar bloavezhioù 1978 e voe person-kanton Sant-Tegoneg, ha goude-se, person Rumengol. Anvet e voe da aluzener e ti-retred Gwitalmeze e 1986, a-raok mont da chom da bresbital Plouarzel e 1997, ha goude-se da di-retred Keraodren, e Brest, e 1999.

Oberennoù

kemmañ

Labouret en doa da sikour an Aotrou 'n Eskob Visant Fave, eskob skoazeller Kemper ha Leon, gant « Kenvreuriez ar Brezoneg », evit troidigezh e brezhoneg « An Testamant Nevez - eil lodenn » e 1988[1]. Treiñ a reas e brezhoneg Confessio ha Lizer da Coroticus gant Sant Patrig, embannet gant Minihi Levenez e 1989[2].

Notennoù

kemmañ
  1. An Testamant Nevez - eil lodenn, Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, 216 p. Skrid enlinenn
  2. Sant Padrig, Minihi Levenez, 1989, 64 p. (levr divyezhek) Skrid enlinenn, war Levraoueg niverekaet eskopti Kemper ha Leon